mercredi 17 septembre 2025

 

Sevel un antologiezh divyezhek eus danevelloù Gwalarn

E-touez an darvoudoù hag an oberoù lusket  gant Spered Gwalarn 2025 ez eus un antologiezh  danevelloù divyezhek embannet gant Al Liamm. Gouzout a reer ez eo pal an embregadenn-se lidañ kant vloaz krouidigezh ar gelaouenn a dreuzfurmas don al lennegezh vrezhonek, ha muioc’h c’hoazh ar sell a veze taolet war ar brezhoneg. E-touez ar raktresoù emañ al levr Gwalarn, 100 vloaz/100 ans, Danevelloù-Nouvelles.

 

Ur raktres kaset da benn gant SKRIV !

Aozet eo bet gant izili SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek[1], ur gevredigezh hag a venn kas war-raok ar c’hrouiñ lennegel e brezhoneg. Krouet e oa bet e miz Mezheven 2024 evit bodañ skrivagnerien ha skrivagnerezed hag a gred e dazont al lennegezh vrezhonek. Ul lec’h eskemm hag ul lec’h stummañ eo da gentañ-penn. Bodañ a ra evit ar mare pemp den warn-ugent. Evito ez eo sevel raktresoù boutin an doare gwellañ da vont war-raok. Setu perak e oa bet divizet kemer perzh e Spered Gwalarn 2025 dre ginnig un dornad danevelloù divyezhek savet gant skrivagnerien luskad Gwalarn end-eeun.  

Nav troer a zo aet war ar roll evit sevel an antologiezh-se. N’int ket evit an darn vrasañ anezho troerien a vicher, met tud a youl vat. Asantet o deus ma ve reizhet o labour a-stroll, ha dre meur a eskemm etrezo int deuet a-benn da ginnig danevelloù a dalvez ar boan bezañ lennet.

Un tañva eus un doare nevez da welout ar bed

Pemzek danevell eus mare Gwalarn a zo kinniget d’al lennerien, dezho da dañva oberoù skrivagnerien ha skrivagnerezed a gredas ober eus ar brezhoneg ur benveg e-tailh da ziskleriañ o santadoù hag o mennozhioù. Liesseurt-kenañ int. Bez’ ez eus skrivagnerien anavezet evel Roparz Hemon, Abeozen pe Jakez Riou, met ivez tud dianavezetoc’h evel ar skrivagnerez Meavenn pe Alan an Diuzet. A-wechoù e kaver skridoù kriz evel « Ar c’higer » gant Abeozen,  un istor a dremen e-pad ar Brezel Bed kentañ, pe hini Jakez Riou gant «  Ar barr-avel » e-lec’h ma weler ur gwaz o vont d’en em grougañ da-heul un darvoud dic’hortoz. Danevelloù realour a zo evel « An toueller » gant Roparz Hemon, a zeskriv tonkad c’hwerv ur mekanisian eus porzh-kenwerzh Brest pe buhez rust ur marc’hadour  saout en etrebrezel e-kostez Landivizio gant Abeozen (« Ar reder foarioù »). Bez ‘ez eus ivez bed hud ar maezioù kontet gant Youenn Drezen e-barzh « Ar c’hloc’h aour » pe « Al laer dienn » gant Yeun ar Gow. N’eo ket bet ankounac’haet ar mousfent kennebeut : unan yen a-walc’h gant istor ur mestr-skol hag a venn sevel un abadenn c’hoariva na vo ket un taol berzh evitañ e-unan, « Mari Stuart » gant Roparz Hemon ; unan drantoc’h gant ur jeneral o tasorc’hiñ diouzh e arched gant Jakez Konan e-barzh « Lannevern e kañv ». Tonkad prizonidi e-pad an Eil Brezel bed eo a zo kontet dimp gant Alan an Diuzet e-barzh « Ar falslizher », ur brederiadenn a-zivout ar fealded gwaz/maouez. Sell ur vaouez war ar bed hag an dud eo  a gaver gant Meavenn, ar skrivagnerez nemeti moarvat e-touez skipailh Gwalarn, e-barzh « Merc’hed brest » hag « Ar c’hentañ toull ». Ur meneg diwezhañ evit danevell Divi Kenan Kongar, alias Frañsez Kervella, gant « Drailhennoù diwezhañ ar pardon », hunvre daou baotr yaouank  hag a sav en o fenn ar c’hoant da guitaat o farrez c’henidik ma’z int stag outi.

Treiñ oberoù Gwalarn e galleg ?

Dres, perak ‘ta treiñ e galleg danevelloù brezhonek ? Gouzout a ra SKRIV ! ez eus reoù hag a gav droch, diezhomm, pe zoken dañjerus ober an dra-se. Mar fell d’an dud lenn, ra zeskint hor yezh karet ! N’emaomp ket mui avat e  1925, pa voe embannet « Le premier et dernier manifeste de Gwalarn en langue française » e kelaouenn Breiz Atao! D’ar mare-se e oa etre 1 hag 1,5 milion a dud hag a gomze brezhoneg. Poent e oa neuze paouez da zifenn ar brezhoneg dre ar galleg, ha treiñ kein d’ar rannvroelezh ha d’ar broviñsegezh. Hiziv e konter a-hervez war-dro  100 000 a dud gouest da  vrezhonegañ…

Penaos ‘ta dedennañ an dud, ar re yaouank peurgetket, ma ne vez ket roet dezho an tu da dañva al lennegezh vrezhonek, e galleg end-eeun, pa’z eo bremañ - plijet pe get - ar yezh implijet gant ar braz eus an dud e Breizh ? Ha daoust ha ne vefe ket mat, dre an doare-mañ, reiñ tro d’ar vrezhonegerien diasur d’en em dommañ ouzh al lenn ha d’an deskerien  gwellaat o live brezhoneg gant sikour an div destenn, keñver-ha-keñver ?

Penaos e ra ivez yezhoù evel ar finneg pe an islandeg, da skouer, evit bezañ anavezet en tu all d’o harzoù, anez bezañ troet e yezhoù implijet stank evel ar saozneg pe ar galleg ?

E-barzh an antologiezh, an testennoù brezhoneg-galleg, lakaet tal-ouzh-tal, a ro tro ivez da geñveriañ an div yezh, hag, emichañs, ar c’hoant d’al lennerien c’hallek da dizhout ar c’hlann all, an hini vrezhonek.

 

Fulup Lannuzel

 



[1] Sl. blog : https://skrivagnerienbzg.blogspot.com/

 

Gwalarn kant vloaz warlerc’h

Tennañ kentel evit ijinañ ul lennegezh nevez

 

Brasañ darvoud hol lennegezh eo Gwalarn. Ur skipailhig a dud e oant, yaouank-flamm anezho, gwelet gante an Europeaniz oc’h en em zistrujañ dre an armoù, gwelet gante un den yaouank diwar pemp bezañ lazhet pe vac’hagnet er brezel. Gwelet o deus ivez penaos n’eus ket bet dalc’het kont eus sakrifis ar Vretoned a oa o c’hortoz un tamm anaoudegezh eus ar stad : doujañ ouzh o yezh doujañ ouzh o sevenadur, doujañ ouzh o identelezh. Er c’hontrol, dont a ra ministr an deskadurezh d’ober goap ouzh ar Vretoned ” Pour l’unité linguistique de la France la langue bretonne doit disparaitre”.

 

 

 

A-zehoù da gleiz : Meven Mordiern, Frañsez Vallée, Abeozen, Roparz Hemon

 

 

Er c’hontrol eus broadelourien Breiz Atao, Roparz Hemon ne oa ket evit huchal hir en e c’houg. Evitañ, krouiñ ul lennegezh vroadel a zlee bezañ ar respont. En e spered e oa skridoù a bledfe gant ar c’hudennoù a-vremañ ha n’eo ket fogasiñ kaerder maeziou Breizh Izel : ”Ma ne vez ket mui anv eus al lanneier alaouret na tourioù dantelezet hon iziloù, petra vern ! ” Troiñ kein a reas ouzh doare Botrel da daolenniñ Breizh, troiñ kein ivez ouzh ar bed katolik troet war-zu derc’hel ar relijion mod kozh ha stourm ouzh ar mennozhioù nevez o tont eur ar c’herioù.

 

Aet oa lennegezh vreizh da lennegezhig p’en deus krouet Roparz Hemon Gwalarn en nevez amzer 1925. Studier e oa d’ar mare-se e Pariz hag en deus  kavet harp Breiz Atao evit embann ur stagadenn lennegel. Levezonet eo bet da zigentañ gant mennozhioù Mordrel, rener ar gelaouenn a faote dezhañ tizhout da gentañ-penn ar vegenn eus ar Vretoned. Roparz Hemon ne vourre ket ouzh Mordrel ha troc’het buan al liammoù gant Breiz Atao goude 6 niverenn.

 

Komprenet en deus ivez e oa aet an tenn er c’hleuz, pa oa anv eus tizhout ha kendrec’hiñ ar Vretoned desket. ”Na diaes eo gwerzennoù Jarl ! Hep roll ar geriou dianavezet biken ne vijen deut a-benn d’e veizaña skrive Jakez Kerrien e dibenn 1925.

 

Setu re Walarn o vont war zu ar gelennadurezh poblek : geriaduriou, yezhadurioù, brezhoneg eeun, Skol ober evit an dud deuet, Kannadig Gwalarn evit ar vugale ... Ramzel eo al labour graet ha dreist-holl o deus digoret an hent evit ar bloavezhioù da zont. Romantoù, danevelloù, barzhonegoù dieub, skridoù skiantel, levrioù skeudennaouet evit ar vugale. War beb tachenn o deus degaset nevezinti.

Pouez ar skrivagnerien gwriziennet-don e giz Drezen, Riou, Kerrien, Abeozen o deus roet da Walarn un ton dibar. En o c’hichen tud eus kêr e-giz Roparz Hemon, Meavenn pe tud o vevañ er c’herioù bras, o deus toullet hentoù nevez war un dachenn difraost. Met ar pezh a sache o evezh eo gwelet penaoz e yae war-raok al lennegezhioù all en Europa, lennegezhioù pobloù bihan o stourm evit kaout ur gador en ur bed nevez, e-lec’h ma c’hellfe pep sevenadur bihan sevel e benn hag eskemm gant ar re all.

Katalunia, Flandrez, Euzkadi, Finland, Hungaria, Estonia, Yougoslavia, re Walarn a sell ouzh birvilh al lennegezh european, war an dro e stagomp da droiñ al lennegezhioù bras, saozneg, alamaneg, spagnoleg. Tost-tre d’o c’halon eo ar pobloù keltiek a sacho o evezh : lennegezh gozh Iwerzhon gant Roparz Hemon, lennegezh gozh Kembre gant Abeozen, hag al lennegezh a-vreman gant Drezen, Meaven, Loiez Andouard.

Re Walarn o deus stourmet ivez evit sevel ur yezh unvan. Ur ranngalon e oa dezhe kaout ar ”KLT” (Kerne Leon Treger) hag ar Gwenedeg distag. Pa’z eus bet anv da zamzigorin dorioù ar skolioù publik d’ar brezhoneg ez eus bet komprenet gante e oa poent klask un emglev. Tro gwenn o deus graet an taol kentañ e 1936. Roparz Hemon ne c’houzañve ket e vije Gwenediz o renañ an traoù. Met al labour teknikel a oa bet sevenet. Aes eo bet d’en em glevet e 1941 ha lakaat er pleustr goude.
Goude ar brezel eo Al Liamm a vo hêrezh Gwalarn gant ur rummad yaouank nevez. Met chomet eo kreñv levezon Gwalarn war spered ar skrivagnerien nevez. Lod o deus klasket bezañ poblekoc’h gant Brud, n’o deus ket tizhet muioc’h a dud. Gant skipailh Preder hon eus adkavet spered ar brezhoneg uhel evit ar vegenn.

Ar bloavezhioù 1970 o deus gwelet daou emsav nevez hini an UDB, da laret eo skridoù liv ar politikerezh eus an tu kleiz gante a yae tre gant stourmoù pobl Vreizh d’ar mare-se. Diouzh un tu all luskad Yod Kerc’h en deus lakaet da darzhañ girzhier dereat al lennegezh vrezhonek. Evit ar wech kentañ e skrived traoù divergont, a-c’hin d’ar pezh oa bet lennet betek-henn.

 

Kant vloaz war-lerc’h emañ atav hor skrivagnerien levezonet gant doareoù Gwalarn da sevel lennegezh. Met da ziwall a zo. En dek vloaz tremenet ez eo tavet teir gelaouenn lennegel. Brud Nevez, Aber, Nidiad a zo aet da get. Ne chom mui nemet Al Liamm. Zoken ma vez embannet e Ya pe e Al Lanv pe Bremañ tammoù skridoù lennegel, ez eus ezhomm da  roiñ lañs d’ul lusk nevez d’hol lennegezh. Bugale Diwan o deus gouiet krouiñ ur bed nevez birvidik war dachenn ar c’hleweled met dilezet o deus tachenn bouezhus al lennegezh.  Arabat lezel hor yezh etre daouarn an naouegezh artifisiel ne oar nemet ranouelliñ ar bed kozh. Ijinomp ul lennegezh dic’harzh evit ar vrezhonegerien da-zont.

 

Bernez Rouz

jeudi 14 août 2025

 

Rentañ-kont emvod dre vizio kuzul-merañ SKRIV !

d’ar Sadorn 2 a viz Eost 2025 da 14 eur 00

Izili bezant : Fulup Lannuzel, Malo Bouëssel du Bourg, Kristian Braz, Bernez Rouz, Paol ar Meur

Izili digarezet : Laurence Lavrand, Jakez-Erwan Mouton

Pemp kraf a oa war ar roll :

  1. Raktres antologiezh divyezhek danevelloù Gwalarn - stad an traoù
  2. Kinnig raktres  « Lennegezh evit ar yaouankiz »
  3. Raktres SKRIV ! evit Redadeg 2026
  4. Deiziadiñ an emvod-meur
  5. Adlañsañ ar blog

Kavet e vo amañ un diverrañ eus ar breud gant an divizoù bet kemeret.

1.      Raktres antologiezh divyezhek danevelloù Gwalarn - stad an traoù

Moullet eo bet al levr. Tennet ez eus bet 400 skouerenn anezhañ. Prest e oa evit Gouel Broadel ar Brezhoneg ha KEAV. Roet e oa 40 skouerenn da Fulup Lannuzel e GBB. Ingalet ez eus bet  2 skouerenn da bep troer ; chom a ra neuze 22 skouerenn gant SKRIV!. An dalc’h eo bremañ gouzout penaos e vo tu da vrudañ al levr.

Ret e vo goulenn digant Jerom Olivry ha kaset ez eus bet skouerennoù d’ar gazetennerien. Hervez Bernez Rouz e vo diaes brudañ al levr er-maez eus ar metoù brezhonek. Marteze en Télégramme, Armen, Bretons, Le Peuple Breton. Soñjal a ra Kristian Braz ez eo d’an embanner da blediñ gant ar bruderezh-se, ha da SKRIV! da sikour evel-just. Fulup Lannuzel a lavar en deus savet ur pennad evit an niverenn da zont eus Bremañ, ha graet ur pennad-kaoz gant Manu Mehu en RBI er sizhun tremen.

Kristian Braz a ginnig e ve klasket gwerzhañ ar skouerennoù a chom ganeomp. Bernez Rouz a lavar e ve mat tennet gounid eus an diskouezadeg Kant Vloaz Gwalarn hag a zo o treiñ dre Vreizh a-bezh evit se. E c’hellfed gwerzhañ skouerennoù e-ser ar prezegennoù a vez graet neuze. E Kemper, d’an 13 a viz Gwengolo e vo unan,  unan all e miz Du e Bro-Dreger hag ivez e Karaez, e saloñs al levrioù.

A-hend-all e vo un abadenn war Gwalarn e saloñs al levrioù e Karaez gant Erwan Hupel, met ret e vo kaout tud all, un den eus SKRIV! en o zouez, evel ma’z eus bet e GBB. Un doare e vo da reiñ brud d’ hor c’hevredigezh ivez.

Petra ober gant ar skouerennoù a zo gant FL avat ? Koustus-bras e vefe o c’has dre ar post. Fulup Lannuzel a ginnig un doare « trok ». Goulenn digant Al Liamm (Tudual Huon a zo o chom e Kemper) pourchas 22 skouerenn da v-Bernez Rouz, ha Fulup Lannuzel a restaolfe ar skouerennoù a zo gantañ da Al Liamm da vare saloñs Karaez.

Goulenn a ra Fulup Lannuzel ha raktresoù all a ve en-dro da g- Kant Vloaz Gwalarn :

 Kristian Braz a raio ur pennad-koaz en Arvorig-fm diwar-benn an antologiezh e-kerzh an hañv. Menegiñ a ra Bernez Rouz e vo embannet gant An Alarc’h niverenn diembann Gwalarn (n. 166) aozet gant Roparz Hemon  e 1944. Bez’ e vo ivez adembannidigezh Geotenn ar Werc’hez gant Jakez Riou en ur stumm divyezhek, brezhoneg/iwerzhoneg, gant Al Liamm. Bez ‘ ez eus ivez oberoù klok Jakez Kerrien, met ne vo ket prest evit saloñs Karaez avat. Erfin e vo gouestlet da w-Gwalarn niverenn an hañv ar gelaouenn Al Liamm.

  1. Kinnig raktres  « Lennegezh evit ar yaouankiz »

Kristian Braz a zispleg an darempredoù en deus skoulmet gant La Baie des Livres Montroulez hag a aozo ur foar al levrioù evit ar re yaouank  d’an 21/22/23 a viz Du 2025. Un daol-grenn e brezhoneg a vo gant SKRIV !/KLT/BDL da-geñver ar foar-se. Jubennet e vo e galleg gant Sten Charbonneau. Graet e vo ur c’houlennaoueg evit gouzout pere eo ar c‘hoantoù hag an ezhommoù e-touez ar re yaouank hag ar vistri-skol (a-benn kreiz miz Gwengolo). Ur skolaer hag ur c’henner skolaj a zo o kenlabourat gant Kristian Braz, hag ivez Gwenola Coïc (Strollad HEKLEV ; gwelout al lec’hienn gaer aozet ganto). Mar gra berzh an abadenn, e soñjer lañsañ ur genskrivadeg skridoù evit ar re yaouank ha prizioù da vont ganti.

Fulup Lannuzel a ra anv eus ar c’hudennadur en deus savet war ar perag hag ar penaos eus seurt lennegezh. Pouezañ a ra war ar rummadoù oad diseurt a zo : bugale vihan, kennarded, kennarded vras, disheñvel an ezhommoù ganto. Anat eo da skouer ne vez krouet hogozik netra evit ar re etre 3 ha 7 vloaz e brezhoneg ; n’eus nemet troidigezhioù. Paol ar Meur a lavar en deus savet skridoù evit ar re yaouank, met barnet  int bet evel skridoù evit an dud deuet kentoc’h.

Kristian Braz a resisa ez eo arabat kaout re a dud war al leurenn. Un animatour (KB), ur skrivagner pe zaou, un embanner, un treser a ve dereat.

An holl a gav mat-tre ar mennozh-se. Hervez Bernez Rouz avat eo ret diwall rak re a genstrivadegoù ha prizioù a vez, kement-se o tisteraat ster ar prizioù a-benn ar fin.

Kristian Braz a resisa n’eo ket skridoù savet gant ar re yaouank ez eus anv anezho, met eus skrivagnerien a skriv evit ar re yaouank. Dibabet e ve daou pe dri anezho e pep rummad oad hag e ve klasket mont pelloc’h ha stummañ anezho a-hed ar bloaz. Sevel a raio un tamm skrid evit displegañ ar raktres, hag a vo kaset da izili ar c’huzul-merañ dindan dek devezh.

  1. Raktres SKRIV ! evit Redadeg 2026

Fulup Lannuzel a c’houlenn ha bez ‘ ez eo ar raktres-se a ve kinniget evit bezañ arc’hantaouet gant Ar Redadeg 2026 ?

Respont a ra kristian Braz ez eo se a zo e kont. Malo Bouëssel du Bourg  a soñj dezhañ ez eo mat-kaer ar raktres-se hag e c’hellfe bezañ degeremeret gant Ar Redadeg gant ma vo termenet resis an hentenn, an ezhommoù pleustrek, an dasparzh anezho, al lec’h ma vo ar stummadur (…). Fulup Lannuzel  a veneg tem ar redadeg : Bevañ, bodañ, bezañ, triskell gerioù redadeg 2026. Ne zlefe ket bezañ diaes klenkañ ar raktres ennañ. An termen lakaet evit kas ar raktresoù a zo an 30 a viz Gwengolo ; chom a ra neuze daou viz da sevel hon hini.

Kristian Braz a soñj dezhañ ez eo a bouez liammañ ar raktres ouzh ar genskrivadeg hag ar stummañ a vo graet a-hed ar bloaz. Evit al lec’h e vo gwelet gant BDL pe KLT.

Mat e ve da izili SKRIV! en em soñjal a-raok sevel ar goulenn d’ar Redadeg : piv vefe prest da gregiñ e-barzh/da zegas e/he varregezh ?

 

  1. Deiziadiñ an emvod-meur

A-du emañ an holl evit ma ve graet an emvod-meur e Karaez da-geñver saloñs al levrioù e fin miz Here. Bernez a yelo e darempred gant aozerien ar festival evit resisaat an deiz hag an eur (a priori e ve d’ar Sul vintin 26 a viz Here). Kerkent ha ma vo gouezet e vo kaset keloù da izili SKRIV !.

 

  1. Adlañsañ ar blog

Santet e vez an ezhomm da nevesaat ar blog. Hervez Kristian Braz  e ve ur mab da Fanny Chauffin barrek diouzh se. Ouzhpenn-se ez eo Fanny ezelez eus hor c’hevredigezh ha kemer a raio perzh en abadenn  Montroulez. Dav e vo mont e darempred ganto evit luskañ an nevesaat-se.

Un dra a-bouez eo kaout ur media eskemm ha kelaouiñ a-zoare. Goulenn a reer ivez digant pep ezel eus SKRIV! klask hag anavezout a rafe un den gouest war an dachenn-se.

 

Rentañ-kont savet gant Fulup Lannuzel

Sekretour SKRIV! d’ar 4 a viz Eost 2025

 

 

mardi 4 février 2025

 


Kemer a reomp  tro eus abadenn Digoradur bloavezh Gwalarn* a vo graet e ti SKED, 201, straed Jean-Jaurès, Brest,  evit kouviañ ac’hanoc’h da gemer perzh e :                                                         

Emvod SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek

d’ar Sadorn 1añ a viz Meurzh 2025 e ti SKED Brest  da 10 eur 15

Daoù graf a vo gwelet e-pad an emvod-se. Da gentañ e vo klasket tennañ kentel eus al labour renet evit sevel antologiezh divyezhek danevelloù Gwalarn , ul labour renet asambles abaoe ouzhpenn tri miz a-benn bremañ.  Digor eo d’an izili**, peurgetket d’an holl droerien o deus roet o amzer hag o gouiziegezh d’ar mell labour-se. Talvezout a ra ar boan eskemm kenetrezomp evit nad afe ket ar striv-se da goll hag evit ma c’hellfe chom bev  ha ledet ar skiant-prenet-se.

Da c’houde e  klaskimp divrazañ raktresoù SKRIV ! evit 2025 (dalc’hioù stummañ en o zouez). Merzet hon eus ez eo dibaot ar merc’hed hag ar re yaouank en hon touez. Dav e ve kas an traoù war-raok evit tizhout ur c’hempouez gwelloc’h. Ha poent eo sevel ur programm evit reiñ korf d’ar raktresoù diniver a oa bet graet anv anezho en hon emvodoù kent.

An amzeriadur a roomp amañ dindan a zo kement ha reiñ da c’houzout. Ar pal eo kaout divizoù founnus etrezomp

10 eur 15          Degemer an dud

10 eur 30         1. Eskemm etre an droerien (60’)

Goulennet e vo digant an droerien lavarout, e berr gomzoù, penaos o deus         kaset da benn al  labour treiñ : diaesterioù, diskoulmoù, mont-dont gant ar reizherien, skiant-prenet… Lusket  e vo ar gaoz gant K. Braz hag a raio anv ivez eus teir zroidigezh disheñvel eus ar memes pennad (berr) gant Stevenson (e galleg) a-raok treiñ anezhañ asambles e brezhoneg.

11 eur 30       3. Eskemm diwar-benn program ar bloavezh 2025 (60 ‘)

Ezhomm a zo da resisaat linennoù-stur SKRIV ! evit 2025, peseurt obererezh a     fell dimp kas da benn, evel an dalc’hioù  stummañ a zo bet meneget c‘hoazh, hag a chom da resisaat ken e-keñvet stumm ken e-keñver danvez. Lusket e vo ar gaoz gant F. Lannuzel

12 eur 30          Kinnig a reomp d’ar re o devo c’hoant ur predig yen war al lec’h (paeet                              gant SKRIV !)

 

*Digoret e vo diskouezadeg Gwalarn da ziv eur goude merenn, al lid digeriñ da deir eur, ha goude un daol grenn gant Erwan Hupel, Tristan  Loarer, Pierrette Kermoal, Tudual Huon.

** Ha d’ar re a zo prest da emezelañ da-geñver an emvod.


 Follenn vrudañ  SKRIV! /doare da emezelañ

SKRIV !

Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek

 Blog : https://skrivagnerienbzg.blogspot.com/

 

SKRIV ! gant pik estlamm, mar plij ! rak c'hoant hon eus e vefe c'hoazh tu da gontañ ar bed dre ar brezhoneg. Ar pezh a dalv skrivañ muioc'h, ha gwelloc'h dreist-holl, evit ma vefe desachet al lennerien. Setu perak hon eus roet ar brall da Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek, ur gevredigezh hervez lezenn ar 1 a viz Gouere 1901.

 

Pal ar gevredigezh-mañ eo bezañ ul lec’h eskemm etre skrivagnerien ha skrivagnerezed - a vremañ pe da zont - a fell dezho diorren ar c’hrouiñ e brezhoneg, ha reiñ skoazell dezho en o oberoù ha da zifenn o lazioù, hag ivez da gas war-raok anaoudegezh al lennegezh e brezhoneg hag al lenn hag ar skrivañ lennegel evit an dud.

 

Diazezet eo sez ar gevredigezh e Ti ar Vro,  6 plasenn Gwirioù Mab-den, 29270 Karaez.

 Meur a abeg a zo bet d’ar raktres a fell dimp kas da benn :

• Ar c’hoant hag an ezhomm da gejañ kenetrezomp. Pouezus eo en em anaout gwelloc’h ha sevel raktresoù boutin kenetrezomp. Ober traoù a-gevret a zo an daore gwellañ da dreuzkas ar skiant-prenañ d’ar remziadoù yaouank.

• An ezhomm da vezañ stummet : ar stummadur a vo unan eus hon obererezhioù diazez.  War ar yezh end-eeun, met dreist-holl war ar sevel danevelloù pe romantoù, war al lennegezh vrezhonek klasel, war an doare da zegas perzhioù mat ar yezh komzet . Mennet omp  da lakaat en o sav dalc’hoù stummañ arbennik hag atalieroù skrivañ.

• An ezhomm da vezañ anavezet hag anzavet. Ret eo gwellaat  an darempredoù gant an diavaez : gant an embannerien, gant an aozadurioù foran (Rannvro, h.a.), ar skolioù, ar saloñsoù, al lennadennoù… ledan eo an dachenn. Ezhomm hor bo eus sikour an holl, peurgetket ar re yaouank.  Unan eus ar c’hudennoù a vo da ziskoulmañ eo  ar skoazell da reiñ d’ar c’hrouiñ lennegel (penaos/petra/piv arc’hantaouiñ) evit broudañ ar skrivagnerien hag ar skrivagnerezed da sevel oberennoù a dalvoudegezh.

 

Evit emezelañ kit war HelloAsso : https://www.helloasso.com/associations/skriv-emglev-ar-skrivagnerien-vrezhonek/adhesions/skriv-emezellin

Pe leuniañ ar follenn amañ dindan :

FOLLENN EMEZELAÑ

SKRIV ! Emglev ar skrivagnerien vrezhonek

Sez : Ti ar Vro, 6 plasenn Gwirioù an Den, 29270 Karaez

Kevredigezh hervez lezenn ar c’hentañ a viz Gouere 1901

Da leuniañ gant an ezel :

Anv-bihan :………………………………………Anv :………………………………………………..

Chomlec’h :……………………………………………………………………………………………….

Kod post :………………………………….Kêr :……………………………………………………….

Pellgomz :………………………………… Chomlec’h postel :…………………………………     

Disklêriañ  a ran e fell din  dont da vezañ  ezel(ez) eus ar gevredigezh SKRIV !

Paeañ a ran va skodenn evit ar bloavezh o ren, bezet ur sav 10 € gant ur chekenn war anv    SKRIV ! Emglev ar skrivagnerien vrezhonek  da gas dre ar post da sez ar gevredigezh :

Ti ar Vro, 6 plasenn Gwirioù an Den, 29270 Karaez

 

Graet d’an (deiziad) e (lec’h) :                    

Sinadur an ezel(ez) :

 

 Antologiezh divyezhek danevelloù Gwalarn : stad an traoù

Lusket e oa bet al labour ouzhpenn tri miz 'zo.  Troet ez eus bet e galleg pemzek danevell eus mare Gwalarn. Darev eo al labour ha kaset e vo a-barzh nemeur d'an embanner Al Liamm. Un avantur eo he deus roet tro da eskemmoù frouezhus etrezomp. Ra vo trugarekaet an droerien evit an amzer gouestlet ganto (treiñ  ha  reizhañ). Un degasadenn a zoare e vo da berzh-mat Bloavezh Gwalarn 2025.


Urzh

Skrivagner

Danevell

Titl e galleg

Troer

1

Abeozen

Ur c’higer

Un boucher

K. Braz

2

Abeozen

Reder foarioù

Coureur de foires

M. Madeg

3

Drezen Y.

Ar c’hloc’h aour

La cloche d’or

J. Abherve-Gwegen

4

Drezen Y.

Mintin glas

Matinée bucolique

J. Abherve-Gwegen

5

Gow Y. ar

Al laer dienn

Le voleur de crême

L.Lavrand

6

Hemon R.

Mari Stuart

Mari Stuart

K. Braz

7

Hemon R.

An toueller

Le séducteur

F. Lannuzel

8

Kongar D.K./

Kervella F.

Drailhennoù diwezhañ ar pardon

Les dernières bribes du pardon

F. Lannuzel

9

Konan J.

Lannevern e kañv

Lannevern en deuil

E.Hupel

10

Meavenn

Merc’hed Brest

Les femmes de Brest

F. Lannuzel

11

Meavenn

Ar c’hentañ toull

La première cassure

J.E. Mouton

12

Meavenn

An den a ouie ar brezhoneg

L’homme qui savait le breton

J.E. Mouton

13

Riou J.

Termaji war ar blasenn

Des saltimbanques sur la place

B. Rouz

14

Riou J.

Ur barr-avel

Un coup de vent

F. Lannuzel

15

Roc’halan/ An Diuzet A.

Ar fals lizher

La fausse lettre

J. Penneg




Fulup Lannuzel
Sekretour