Gwalarn
kant vloaz warlerc’h
Tennañ
kentel evit ijinañ ul lennegezh nevez
Brasañ darvoud hol lennegezh eo
Gwalarn. Ur skipailhig a dud e oant, yaouank-flamm anezho, gwelet gante an
Europeaniz oc’h en em zistrujañ dre an armoù, gwelet gante un den yaouank diwar
pemp bezañ lazhet pe vac’hagnet er brezel. Gwelet o deus ivez penaos n’eus ket
bet dalc’het kont eus sakrifis ar Vretoned a oa o c’hortoz un tamm anaoudegezh
eus ar stad : doujañ ouzh o yezh doujañ ouzh o sevenadur, doujañ ouzh o
identelezh. Er c’hontrol, dont a ra ministr an deskadurezh d’ober goap ouzh ar
Vretoned ” Pour l’unité linguistique de la France la langue bretonne doit
disparaitre”.
A-zehoù
da gleiz : Meven Mordiern, Frañsez Vallée, Abeozen, Roparz Hemon
Er c’hontrol eus broadelourien
Breiz Atao, Roparz Hemon ne oa ket evit huchal hir en e c’houg. Evitañ, krouiñ
ul lennegezh vroadel a zlee bezañ ar respont. En e spered e oa skridoù a bledfe
gant ar c’hudennoù a-vremañ ha n’eo ket fogasiñ kaerder maeziou Breizh Izel : ”Ma ne vez ket mui anv eus al lanneier alaouret na tourioù
dantelezet hon iziloù, petra vern ! ” Troiñ kein a reas ouzh doare
Botrel da daolenniñ Breizh, troiñ kein ivez ouzh ar bed katolik troet war-zu
derc’hel ar relijion mod kozh ha stourm ouzh ar mennozhioù nevez o tont eur ar
c’herioù.
Aet oa lennegezh vreizh da
lennegezhig p’en deus krouet Roparz Hemon Gwalarn
en nevez amzer 1925. Studier e oa d’ar mare-se e Pariz hag en deus kavet harp Breiz Atao evit
embann ur stagadenn lennegel. Levezonet eo bet da zigentañ gant mennozhioù
Mordrel, rener ar gelaouenn a faote dezhañ tizhout da gentañ-penn ar vegenn eus
ar Vretoned. Roparz Hemon ne vourre ket ouzh Mordrel ha troc’het buan al
liammoù gant Breiz Atao goude 6 niverenn.
Komprenet en deus ivez e oa aet
an tenn er c’hleuz, pa oa anv eus tizhout ha kendrec’hiñ ar Vretoned desket. ”Na diaes eo gwerzennoù Jarl ! Hep roll ar geriou dianavezet
biken ne vijen deut a-benn d’e veizañ” a skrive Jakez Kerrien e dibenn 1925.
Setu re Walarn o vont war zu ar
gelennadurezh poblek : geriaduriou, yezhadurioù, brezhoneg eeun, Skol ober evit
an dud deuet, Kannadig Gwalarn evit ar vugale ... Ramzel eo al labour graet ha
dreist-holl o deus digoret an hent evit ar bloavezhioù da zont. Romantoù,
danevelloù, barzhonegoù dieub, skridoù skiantel, levrioù skeudennaouet evit ar
vugale. War beb tachenn o deus degaset nevezinti.
Pouez ar skrivagnerien gwriziennet-don e giz Drezen, Riou, Kerrien, Abeozen o
deus roet da Walarn un ton dibar. En o c’hichen tud eus kêr e-giz Roparz Hemon,
Meavenn pe tud o vevañ er c’herioù bras, o deus toullet hentoù nevez war un
dachenn difraost. Met ar pezh a sache o evezh eo gwelet penaoz e yae war-raok
al lennegezhioù all en Europa, lennegezhioù pobloù bihan o stourm evit kaout ur
gador en ur bed nevez, e-lec’h ma c’hellfe pep sevenadur bihan sevel e benn hag
eskemm gant ar re all.
Katalunia, Flandrez, Euzkadi,
Finland, Hungaria, Estonia, Yougoslavia, re Walarn a sell ouzh birvilh al
lennegezh european, war an dro e stagomp da droiñ al lennegezhioù bras,
saozneg, alamaneg, spagnoleg. Tost-tre d’o c’halon eo ar pobloù keltiek a sacho
o evezh : lennegezh gozh Iwerzhon gant Roparz Hemon, lennegezh gozh Kembre gant
Abeozen, hag al lennegezh a-vreman gant Drezen, Meaven, Loiez Andouard.
Re Walarn o deus stourmet ivez
evit sevel ur yezh unvan. Ur ranngalon e oa dezhe kaout ar ”KLT” (Kerne Leon
Treger) hag ar Gwenedeg distag. Pa’z eus bet anv da zamzigorin dorioù ar
skolioù publik d’ar brezhoneg ez eus bet komprenet gante e oa poent klask un
emglev. Tro gwenn o deus graet an taol kentañ e 1936. Roparz Hemon ne
c’houzañve ket e vije Gwenediz o renañ an traoù. Met al labour teknikel a oa
bet sevenet. Aes eo bet d’en em glevet e 1941 ha lakaat er pleustr goude.
Goude ar brezel eo Al Liamm a vo hêrezh Gwalarn
gant ur rummad yaouank nevez. Met chomet eo kreñv levezon Gwalarn war spered ar
skrivagnerien nevez. Lod o deus klasket bezañ poblekoc’h gant Brud, n’o deus ket tizhet muioc’h a dud. Gant
skipailh Preder hon eus adkavet spered ar
brezhoneg uhel evit ar vegenn.
Ar bloavezhioù 1970 o deus gwelet
daou emsav nevez hini an UDB, da laret eo skridoù liv ar politikerezh eus an tu
kleiz gante a yae tre gant stourmoù pobl Vreizh d’ar mare-se. Diouzh un tu all
luskad Yod Kerc’h en deus lakaet da darzhañ
girzhier dereat al lennegezh vrezhonek. Evit ar wech kentañ e skrived traoù
divergont, a-c’hin d’ar pezh oa bet lennet betek-henn.
Kant vloaz war-lerc’h emañ atav
hor skrivagnerien levezonet gant doareoù Gwalarn da sevel lennegezh. Met da
ziwall a zo. En dek vloaz tremenet ez eo tavet teir gelaouenn lennegel. Brud Nevez, Aber, Nidiad a zo aet da get. Ne chom mui
nemet Al Liamm. Zoken ma vez embannet e Ya
pe e Al Lanv pe Bremañ tammoù
skridoù lennegel, ez eus ezhomm da roiñ
lañs d’ul lusk nevez d’hol lennegezh. Bugale Diwan o deus gouiet krouiñ ur bed
nevez birvidik war dachenn ar c’hleweled met dilezet o deus tachenn bouezhus al
lennegezh. Arabat lezel hor yezh etre
daouarn an naouegezh artifisiel ne oar nemet ranouelliñ ar bed kozh. Ijinomp ul
lennegezh dic’harzh evit ar vrezhonegerien da-zont.
Bernez Rouz