Rentañ-kont emvod ar c’huzul-merañ, dre visio d’an 30 a viz Meurzh 2026
Bezant : Malo Bouëssel du
Bourg (MB), Kristian Braz (KB), Fanny Chaufin (FC), Fulup Lannuzel (FL), Bernez
Rouz (BR)
Digarezet : Laurence Lavrand
Daou draf a oa war ar roll :
1) raktres abadenn (taol-grenn) er GBB, 2) penaos sikour ar raktresoù levrioù
hag a c’houlenn enklaskoù don pe dispignoù
1- RAKTRES TAOL-GRENN WAR AL
LENNEGEZH ER GBB E FIN MIZ MEZHEVEN 2026
Ur c’hendiviz a sav etre ar
berzhidi a-zivout an tem end-eeun, loc’hañ diwar an teskad Eost da vezañ
embannet gant Goater (met n’eo ket sur e vo prest al levr d’an deiziad-se),
ledanaat an dachenn d’an embann divyezhek brezhonek/gallek, pe lakaat ar gaoz
war dazont al lennegezh hag al lenn hag ar c’hudennoù a sav ken evit ar
skrivagnerien ken al lennerien.
Diwar ar pezh a ouzer (MB, FC) ne
vez ket kalz a werzh d’ar skridoù brezhonek troet e galleg, ha memestra gant al levrioù troet e
brezhoneg diwar yezhoù all, hervez klevet gant Riwanon Kervella.
Mat e ve neuze, da welout
sklaeroc’h, goulenn resisadurioù digant an embannerien (pet skouerennoù a vez
tennet, pet a vez gwerzhet, en ur reiñ skouerioù resis a-fet ar pezh a ra berzh pe
get, koulz evit al levrioù e brezhoneg penn-da-benn, koulz evit ar re divyezhek
da nebeutañ evit an tiez-embann o deus embannet unan bennak). Kinnig a ra FL sevel ur roll
goulennoù a ve kaset dezho (Al Liamm, An Alarc’h, Al Lanv, Hor Yezh, Lennomp,
Timilenn, Goater…).
Evit a sell kompren gwelloc’h penaos
ez a an traoù e-keñver arc’hantaouiñ an treiñ abaoe 10 vloaz, ez aio MB e darempred gant Fulup
Travers, eus Ofis ar Brezhoneg.
A bouez eo e ve roet ar gomz en
daol-grenn da dud yaouank hag e ve un
tamm kempouez etre paotred ha merc’hed. Un nebeud anvioù a zo bet kinniget gant
ar berzhidi : Delphine Le Bras, e penn T.E.S. (FC), Jerom Olivry (MB), Prya, diellourez e skolaj Diwan
Plijidi (FC), ur
skolajiad/lisead/ez, (gwelout ha n’eus ket unan en deus kemer perzh en abadenn
Baie des Livres, hag a c’hellfe mont, KB).
Mar lakaer e kont an digoradur gant un
ezel eus SKRIV ! e ve pemp pe c’hwec’h den war al leurenn. Etre 5 ha 10 mn
da bep hini da zisplegañ e gaoz.
A-zivout ar badelezh e ve mat kaout un
eurvezh, en ur lezel ur c’hardeur da nebeutañ d’ar goulennoù a zeufe digant ar
saliad. Evit an deiziad hag an eur resis e ve mat ar sul 28 da 2 eur goude
kreisteiz (Gwelout gant GBB, MB).
Mat e ve ivez kaout un titl evit an
abadenn hag a zesacho an dud.
BR a veneg e ve dedennus kaout testeni tud eus broioù all (Euskadi,
Kembre…) war dachenn al lennegezh hag al lenn. A-hervez e teuio ur c’hembread
bennak d’ar gouel. Penaos mont e darempred gantañ/ganti avat ?
Anv a zo ivez eus an doareoù nevez da
dostaat ouzh al lenn (blogoù, bannoù treset, mangaoù, enrolladennoù, bodadoù lenn, podcastoù evel reoù heklev…).
Ne ve ket fall menegiñ-se en daol-grenn.
2- PENAOS SIKOUR AR RAKTRESOU
LEVRIOU HAG A C’HOULENN ENKLASKOU DON PE DISPIGNOU
KB a zispleg e ve mat gouestlañ ur sammad arc’hant publik evit raktresoù hag a c’houlenn bezañ
prientet ervat ha frejoù (beaj, prenadennoù, enklaskoù war al lec’h, eskemmoù
gant arbennigourien…). Perak ne vefe ket arc’hantaouet ar raktresoù-se evel ma
vez graet evit ar prizioù F3 pe priz
danevell Karaez da raktresoù ? Ar Rannvro eo a c’hellfe ober an dra-se.
FC a lavar e ve mat sevel ur raktres teir pe beder fajenn, en ur zisplegañ
ar peragoù hag ar penaozioù, gant un deiziadur, ha mont da c’houde da gomz gant
ar Rannvro. Prest eo KB
da ober. Breutaet e vo an dra-se en hon emvod kentañ.
Graet e vo un emvod all eus ar c’huzul-merañ dre visio d’an 27 a
viz ebrel 2026, da ziv eur
goude kreisteiz, e-lec’h ma vo breutaet ha startaet an daou graf hon eus
komzet hiziv diwar o fenn. (MB
en deus kaset al liamm d’an dud)