dimanche 17 mai 2026

 

Rentañ-kont emvod ar c’huzul-merañ,  dre visio d’ar 27 a viz Ebrel 2026

Bezant : Malo Bouëssel du Bourg (MB), Kristian Braz (KB), Fanny Chaufin (FC), Fulup Lannuzel (FL), Paol ar Meur (PaM)

Digarezet : Laurence Lavrand

Daou graf a oa war ar roll :

 1) Stad an traoù e-keñver raktres an abadenn (taol-grenn) er GBB a vo dalc’het d’ar Sul 28 e viz Even da 2 eur

2) Stad an traoù e-keñver an taol sikour da reiñ d’ar raktresoù levrioù

1-RAKTRES AN ABADENN (TAOL-GRENN) ER GBB

Ur respont a-du hon eus bet digant Jerom Olivry, evel skrivagner hag embanner. Emell Priya Thorel a chom da gadarnaat (FC). Evit komz en anv SKRIV ! ez eo prest FL d’ober, nemet e vefe tud all. FC a lavar e ve mat kaout daou zen a-berzh SKRIV !, unan evir mont en-dro an diviz, unan all en anv SKRIV ! end-eeun. FL a respont ez eo Anton Burel a raio an animatour ; ouzhpenn-se e pledo gant an enrollañ hag ar filmañ e-kerzh an abadenn. Hervezañ e c‘hellfe ivez ur studierez hag a gustum daremprediñ bodad-lenn Skol an Emsav e Roazhon kemer perzh en abadenn mar bez ezhomm.

Chom a ra c’hoazh daou pe dri zen da gaout. FC a c’houlenn ha respontet he deus Delphine Le Bras (renerez T.E.S.). N’he deus ket graet, neuze e kas-hi ur postel diouzhtu dezhi. Mat e ve ivez kaout un den yaouank en daol-grenn. FC a veneg Morgan (+ anv familh ?) a zo e pevare klas Diwan Kemper, ur plac’h barrek, lennerez ampart. Kas a ra FC ur postel dezhi ivez.

Mar dastumomp ar re meneget betek-henn ez eus 4 den : Jerom Olivry, FL, Delphine Le Bras, Morgan. Padal e klaskomp kaout 5 pe 6 den. Chom a rafe daou zen c’hoazh da dizhout. Menegiñ a ra MB an embanner Arnaud Elegouet (Bannoù Heol), hag a sav traoù evit ar re yaouank. KB a zegas da soñj ez eo savet an daol-grenn evit an aozerien da gentañ-penn, evit brudañ SKRIV ! ha levr danevelloù divyezhek embannet gant Goater, Eost.

Meneget ez eus tud all, Loeiza an Duigoù, Loeiza Beauvir (a ra podkastoù ivez), met hep mont pelloc’h. FC a ra anv eus Gwenola Coïc, kelennerez war ar brezhoneg, bet kemeret perzh e Priz ar Yaouankiz, hag  he deus kaset da benn klazik raktresoù. A-du emañ an holl e ve goulennet outi kemer perzh en abadenn.

Mat e ve kaout un den evit dastum an holl respontoù. Neuze ez eo MB a raio evit Gwenola, Arnaud, Priya, tra ma raio FC war-dro Morgan. Mar respont an holl dud meneget ez eus bremañ 6 den evit an daol-grenn.

MB a lavar e ve mat kaout sifroù evit boueta an abadenn. FL a respont en deus degemeret tri respont a-berzh an embannerien. MB  a gaso da FL sifroù an OPAB. Meneget ez eus ivez ar pezh a zo bet embannet gant ar CNL a-fet al lenn dre rummadoù oad.

 

2- TAOL SIKOUR DA REIÑ D’AR RAKTRESOU LEVRIOU

KB a ra un diverrañ eus ar c’hinnig en deus graet a-fet sikour an aozerien lennegezh da gas war-raok o raktresoù. Savet en deus un destenn simpl ma tispleg an traoù. Kinnig a ra klokaat anezhi  evit diskouez  ar skoazell diseurt dre rummad (levrioù a c’houlenn enklaskoù, levrioù evit ar re yaouank ha oadourien yaouank, kemer perzh e saloñsoù, skolioù, radioioù, stummadur an aozerien, ur blog a-zoare…), gant an arc’hant a ve ezhomm bep tro. Ur bodad barn a ve savet ma’z eo an aoz anezhañ da dermenañ c’hoazh. Kaset e vo d’ar berzhidi a-benn nebeut.

FC a soñj dezhi e ve mat mont e darempred gant ar Rannvro, war an diazez ez eo an destenn-se. Mat e vo kaout un teknisian hag ur politikour en emvod-se. Kendivizout a ra ar berzhidi da c’houzout an dud da dizhout. Meneget eo evel teknisian Gwenvael Jequel, ha Kaourintine Hulaud evel politikourez. Mar en em gav FC gant Kaourintine Hulaud da-geñver ar Redadeg e klasko mont e darempred ganti. Menegiñ a ra KB ivez tud eus an UDB evel Gaël Briand ha Nil Caouissin.

Mat e ve kaout un emgav e Roazhon a-benn nebeut. KB a zle mont di d’ar 1añ a viz Even. Chom a ra an emgav-se da aozañ (KB+FC + ?). Arabat eo gortoz re , rak votet e vez evit ar yalc’hadoù e miz Here, hag e rank an teuliadoù bezañ prest a-raok.

3-TRAOU ALL

MB  a soñj dezhañ e ve mat soñjal tostaat aozerien ha treserien pa weler pouez ar mangaoù hag ar bannoù treset evit ar re yaouank hag an dud deuet. FC  a veneg ar skiant-prenet gant kelaouennoù evel Rouzig pe Louarnig. Bez’ ez eus kalz tresourien e Breizh, ha mat e ve startaat an darempredoù etre an tresañ hag ar skrivañ, ha n’eo ket hepken evit ar mangaoù hag an bannoù-treset met ivez evit al levrioù skeudennaouet (KB sl. testenn meneget a-us).

 

Fulup Lannuzel

Sekerour SKRIV !