vendredi 10 juillet 2026

 

Emgav er Rannvro – Roazhon 24/6/26



D'ar Merc'her 24 a viz Even omp bet degemeret (Fanny Chauffin ha Kristian Braz) gant Kaourintine Hulaud (Bezprezidantez evit yezhoù Breizh) ha Gwenvael Jekel (rener servijoù yezhoù Breizh) evit komz eus an doser « Taol-meud d'al lennegezh vrezhonek » kinniget gant SKRIV !


Goude kinnig orin hag obererezhioù SKRIV ! hon eus displeget dre ar munud ar pevar c'hraf a soñj deomp e vefe ret lakaat ar pouez warno :

  • Skoazell d'ar skrivagnerien

  • Reiñ lañs d'ar skrivañ evit ar grennarded/tud yaouank etre 16-19 vloaz

  • Brudañ labour an aozerien

  • Stummañ war ar skrivañ


K. Hulaud he deus urzhiet an obererezhioù a bouez bras evit ar Rannvro :

  • 1. Skoazell d'ar skrivañ evit ar re yaouank da gentañ penn

  • 2. Skoazell d'an aozerien : graet e vo dre ar Rannvro, gant SKRIV ! da guzulier

  • 3. Labour stummañ

  • 4. Brudañ


Hervezo e vo graet un degemer mat d'ur goulenn yalc'had a-berzh SKRIV ! evit diazezañ mat labour ar gevredigezh (sevel ul lec'hienn a-zoare da skouer), sikour ar Rannvro gant ar skoazell d'ar skrivagnerien hag all.

Deomp-ni bremañ d'en em soñjal evit gouzout - da gentañ-penn - ha nerzh a-walc'h zo ganeomp evit mont war-raok ha sevel an doser goulenn yalc'had a-benn miz Gwengolo : petra goulenn diganto ? Pegement goulenn ? Petra omp gouest/dic'houest da gas da benn vat…


A-hend all he deus kadarnaet K Hulaud he youl da bouezañ evit ma vefe krouet – a-benn ar fin – ur post a gargad.ez evit ar brezhoneg e-barzh Lenn ha Skrivañ e Breizh (LLEB) ; meneget he deus ivez he youl da sellet a-dostoc'h ma vo doujet d'o c'haier a gargoù gant kevredigezhioù zo.


Un emvod frouezus eo bet d'hor soñj, e-pad un eurvezh kreñv. Klevet ha selaouet omp bet, ha m'emaomp e-tailh e c'hellfe bezañ roet – evit ar wech kentañ tout ! – skoazell d'ar re a skriv en hor yezh.


Gortoz a reomp neuze distro diganeoc'h, ha buan, rak, anat deoc'h, ne vo ket an daouadig FL-KB da zougen ar bec'h-se war o divskoaz o-unan !