vendredi 16 janvier 2026

 

Rentañ-kont emvod-meur SKRIV !

Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek

26 a viz Here 2025 e Karaez

 

Bezant : Fulup Lannuzel (FL), Bernez Rouz (BR), Patrice Marquand (PM), Kristian Braz (KB), Laurence Lavrand(LL), Jorj Abherve-Gwegen (JAG), Iwan Couée (IC), Malo Bouëssel du Bourg (MBB)

Digarezet : Filip Oillo, Herve Lossec, Iwan ar Fur, Paskal Hervio, Jakez-Erwan Mouton, Mikael Madeg, Loeiza an Duigoù, Mai Ewen.

1-     Stad ar c’hontoù d’an 9 a viz Here 2025

KB a ziskouez taolenn an dispignoù hag ar gounidoù :

 

DISPIGNOÙ

 

GOUNIDOÙ

Skodennoù

 

 

170 (kont CMB)

 

 

 

90 (Hello Asso)

Mizoù Post (levr Gwalarn)

35,6

 

 

Mizoù Boued (emvod Brest)

53,75

 

 

HOLLAD

89,35

 

260

 

Chom a ra neuze 170,65 er c’hef.

Degemeret eo stad ar c’hontoù. Divizet ez eus mirout ar skodenn-vloaz da 10 dre zen. An izili bezant a gemer tro eus an emvod evit paeañ o skodenn evit 2026.

2-     Danevell obererezh 2024-2025

FL  a ra un addispleg eus an danevell obererezh bet kaset d’an holl izili a-raok an emvod (sl. ar skrid-se evit ar munudoù). Pouezañ a ra  war ar raktres kaset da benn gant SKRIV !, al levr antologiezh danevelloù  Gwalarn, 100 vloaz/100 ans, embannet gant Al Liamm. Ul labour plijus ha frouezhus (15 danevell, 9 troer). An holl o deus kavet dudi ha prenet skiant war an treiñ. Un dra fetis eo bet hag a glot gant unan eus palioù ar gevredigezh : ober traoù asambles. Degas a ra da soñj pegen diziouerus eo bet ivez roll an embanner ha hini ar reizherez paeet gant Al Liamm evit gwellaat al lodenn c’hallek e keñverioù ‘zo.

MBB a ginnig kenderc’hel gant ar pal-se, ha  sevel un dastumad skridoù divyezhek brezhoneg/galleg. KB a soñj dezhañ e ve mat ober unan diwar an danevelloù a vremañ, ar wech-mañ, goude bezañ graet unan war traoù bet embannet er c‘hantved diwezhañ, gant ma ve kavet un embanner evel-just. Digor e ve d’an izili o deus paeet o skodenn, d’ar skrivagnerien ha d’ar skrivagnerezed da ginnig pep a zanevell en ur resisaat ha prest ez int da dreiñ o-unan o danevell pe mar kavont gwelloc’h e ve troet gant un den all. Evit al levr kentañ, lakaomp e ve reoù all da c’houde, e ve dibabet 10 pe 12 danevell en holl. Ar mont en-dro eus ar raktres-se a vo spisaet war-lerc’h.

Evit a sell ar brudañ eus al levrioù divyezhek  e kinnig BR mont war-zu ar bodadoù-lenn, niverus a-walc’h bremañ e Breizh hag ar strolladoù brezhonegerien (tud ha n’o devez ket tro bepred da gomz brezhoneg kenetrezo, reoù bet er-maez eus ar vro, c’hoant ganto da adstagañ gant ar yezh), evel ma kaver er Vro-Vigoudenn da skouer.

FL a ra anv eus ar bruderezh a zo bet graet pe a vo graet evit an antologiezh (Gouel Broadel ar Brezhoneg, abadennoù radio, abadennoù da zont e Roazhon gant Ouest-France ha Skol an Emsav, e ti Dialogues e Brest e 2026. E Kemper e oa bet unan ivez, eme BR, el levraoueg, met aozet fall a-walc’h, ne oa ket kalz a dud. Diwar se e sav ur breud da c’houzout penaos aozañ gwelloc’h ar bruderezh. Soñjal a ra d’an dud e ve mat implij rouedad Tiez-ar-Vro evit se. BR a ginnig ober war-dro ha kas keloù d’an aozadurioù-se. Ar blog a ve un doare mat ivez  evit brudañ ar pezh hon eus graet hag a reomp gant ma vo gwellaet avat.

A-du ‘rall ez eo prest MBB da sevel ur pennad brudañ a-zivout obererezh SKRIV ! evit Al Liamm. Goulenn a raio MBB ha prest e vefe Al Liamm da embann an eil levrenn danevelloù troet kinniget gant SKRVI !.

Raktres Lennegezh evit ar yaouankiz

KB a zo bet pedet gant La Baie des Livres Montroulez evit kemer perzh e Foar al Levrioù (21/22/23 a viz Du 2025). Ul lodenn vrezhonek a vo hag aozet un daol-grenn war al lennegezh evit ar yaouankiz, 7 den  war al leurenn, skolaerien, kelennerien, skrivagnerien evel LL, un embanner. Lañset ez eus ur c’houlennaoueg er skolioù (petra a vez lennet, a blij d’ar skolidi, petra a c’hortozont…). C’hoant o deus an aozerien (Baie des Livres, KLT, SKRIV !) sevel da c’houde ur genskrivadeg danevelloù. Anv a zo ivez e c’hellfe SKRIV !  aozañ un devezh-studi pe zaou evit heñchañ an dud, un doare staj. SKRIV ! a c’hellfe kemer perzh en ur bodad-lenn, un doare juri da varn ar skridoù). Miret e ve ar genskrivadeg d’an dud a zo boas da skrivañ evit ar re yaouank.

Dezastum a ra FL an danevell obererezh hag ar c’hudennoù diziskoulm:

·         Ur raktres (antologiezh divyezhek bet kaset da benn)

·         Ur raktres war ober (Lennegezh evit ar yaouankiz)

·         Ar stummadur diabarzh (n’eo ket bet graet)

·         Ar blog a chom da glokaat  a-fet stumm hag a-fet danvez. Mat e ve kaout un den  barrek diouzh an dra-se. Ur wech ma’z afe an ostilh en-dro e ve prest meur a hini da vagañ anezhañ (KB, FL,…). Stadañ a ra BR e vez kalz traoù, lec’hiennoù war ar genrouedad, pep hini en e gorn, evit e blijadur, hep na ve gouezet gant den a-wechoù. An dalc’h a ve neuze sevel  un ostilh a feson, ent teknikel, gouest da vodañ kement tra  a c’hell bezañ graet war an dachenn. Aze emañ skod ar c’hoari gant SKRIV ! mar deuomp a-benn da sevel ur blog gwirion. FL a c’houlenn ha bez ‘ e c’hellfed implij an arc’hant a zo er c’hef evit se. Ne ve ket posupl hervez ar re all. Evit KB ez eo kentoc’h da ober gant tud a youl vat, hag a ve digollet memestra. Ne vern penaos, lakaomp hor befe ur raktres blog mat e c’hellfemp goulenn ur yalc’had, da skouer digant Ar Redadeg.

·         FL a veneg n’en deus ket gellet SKRIV ! desachañ reoù yaouank en hon obererezh.

·         Kaset eo bet an traoù e-barzh SKRIV ! gant daou zen (KB, FL) koulz lavaret. Mat e ve ingalañ muioc’h al labour etre izili ar c’huzul-merañ.

 

3-     Neveziñ ar c’huzul-merañ

FL a zegas da soñj n’eus nemet 7 den er c’huzul-merañ, tra ma rankfe bezañ 9 den hervez ar statudoù. Ouzhpenn-se e tle bezañ nevezet un drederenn eus ar c’huzul-merañ bep bloaz. Kinnig a ra neuze BR  e ve graet an neveziñ en doare-mañ : bep bloaz ez afe kuit tri den, disheñvel bep bloaz, gant ma ve posupl dezho dont en-dro mard eo asant an emvod-meur. A-du emañ an izili bezant gant an doare-se d’ober.

Neuze ez a er-maez MBB, KB, FL, hag addilennet ez int kerkent.

Graet eo tro an daol evit gwelout ha prest eo daou zen ouzhpenn da vont er c’huzul-merañ. Patrice Marquant  a lavar mont. Kinnig a ra LL goulenn digant Fanny Chauffin mont er c‘huzul-merañ ivez (asantet he deus da c’houde).

Setu  ar c‘huzul-merañ nevez :

Malo Bouëssel du Bourg

Kristian Braz

Fanny Chauffin

Fulup Lannuzel

Laurence Lavrand

Patrice Marquant

Paol ar Meur

Jakez-Erwan Mouton

Bernez Rouz

 

4-     Raktresoù evit an dazont

·         Kas pelloc’h ar brudañ e Tiez-ar-Vro hag er strolladoù brezhonegerien (BR)

·         Kemer perzh en aozadur ar genskrivadeg danevelloù evit ar yaouankiz (KB)

·         Sevel un teskad  danevelloù diyvezhek brezhoneg/galleg a vremañ, evel ma’z eo meneget a-us (KB, FL)