SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek
Blog : https://skrivagnerienbzg.blogspot.com/
DANEVELL OBEREREZH 2024-2025
War-lerc’h eskemmoù dre ar
genrouedad (40 den) hag un emvod kentañ e miz Meurzh 2024, e voe krouet SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek
e miz Mezheven 2024, e Karaez, evel kevredigezh hervez lezenn 1añ a
viz Gouere 1901, evit bezañ ul lec’h eskemm etre skrivagnerien ha skrivagnerezed a
fell dezho diorren ar c’hrouiñ e brezhoneg, evit reiñ skoazell dezho en o
oberoù ha da zifenn o lazioù, hag ivez evit gas war-raok anaoudegezh al
lennegezh e brezhoneg hag al lenn hag ar skrivañ lennegel evit an dud.
Meur a abeg a zo bet da
grouidigezh ar gevredigezh :
• Ar c’hoant hag an ezhomm da
gejañ. Pouezus eo en em anaout gwelloc’h ha sevel raktresoù boutin. Ober traoù
a-gevret a zo an daore gwellañ da dreuzkas ar skiant-prenañ d’ar remziadoù
yaouank.
• An ezhomm da vezañ stummet : war
ar yezh end-eeun, met dreist-holl war ar sevel danevelloù pe romantoù, war al
lennegezh vrezhonek klasel, war an doare da zegas perzhioù mat ar yezh komzet .
Ezhomm a zo da lakaat en o sav dalc’hoù
stummañ arbennik hag atalieroù skrivañ.
• An ezhomm da vezañ anavezet hag
anzavet. Ret eo gwellaat an darempredoù
gant an diavaez : gant an embannerien, gant an aozadurioù foran (Rannvro,
h.a.), ar skolioù, ar saloñsoù, al lennadennoù… ledan eo an dachenn. Ezhomm a
vo eus sikour an holl, peurgetket ar re yaouank. Unan eus ar c’hudennoù a vo da ziskoulmañ
eo ar skoazell da reiñ d’ar c’hrouiñ
lennegel (penaos/petra/piv arc’hantaouiñ) evit broudañ ar skrivagnerien hag ar
skrivagnerezed da sevel oberennoù a dalvoudegezh.
Bez ‘ ez eus 25 den o deus
emezellet betek-henn.
Emvodoù ha raktresoù bet e
2024 ha 2025
Miz Gwengolo 2024
Emvod dre vizio e-lec’h ma’ z eo
bet divizet kemer perzh en darvoud Kant vloaz Gwalarn dre sevel un
antologiezh divyezhek danevelloù savet gant skrivagnerien Gwalarn. Anv a zo bet
ivez da aozañ un dalc’h stummañ hag a badfe un devezh.
Miz Meurzh 2025
Emvod e ti SKED e Brest da-geñver digoridigezh diskouezadeg Kant
vloaz Gwalarn. Ur breud a zo bet evit gouzout ha mat e oa treiñ oberoù
brezhonek e galleg. An darn vrasañ eus an izili a soñj dezho ez eo un dra
talvoudus. Aet eo war-raok an antologiezh a-benn neuze (15 danevell
dibabet ; 9 troer). Kaset e oa bet al lodenn c’hallek d’an embanner
dibabet. Ne chome mui nemet al lodenn vrezhonek da frammañ, ul labour bet graet
neuze gant an embanner dreist-holl. Divizet e oa bet ivez sevel ur raklavar, ur
rakskrid hag ur golo.
Ul labour frouezhus a zo bet
graet gant an droerien. Reoù ne oant ket boas ouzh an treiñ, met bennozh d’an
eskemmoù etre an dud eo bet gwellaet an traoù ha kemeret plijadur zoken. Talvoudus
e vo ar skiant-prenet-se evit an amzer da zont mar bez oberoù all da dreiñ.
A-du’rall e stader hon eus poan o
tesachañ merc’hed ha tud yaouank davedomp ha re gozh eo oad keitat izili SKRIV!
Miz Eost 2025
Emvod ar c’huzul-merañ dre
vizio
Moullet eo bet an antologiezh
divyezhek Gwalarn 100 vloaz/100ans, Danevelloù/Nouvelles, gant Al Liamm.
Tennet ez eus bet 400 skouerenn. Krog eo ar brudañ : Gouel broadel
ar Brezhoneg e miz Gouere, abadennoù radio gant Arvorig.fm. Reoù all
a zo da zont : e Roazhon en egor Ouest-France d’an 22 a viz Du
2025, e Skol an Emsav d’an 23 a viz Du 2025, un abadenn gant ti
Dialogues e Brest e 2026 (deiziad da dermenañ).
Kemer a raio perzh ivez
SKRIV ! e Foar al levrioù aozet gant La Baie des Livres Montroulez
d’an 21/22/23 a viz Du 2025. Kinniget e vo ur raktres lennegezh evit ar
yaouankiz gant BDL, SKRIV !, KLT, e stumm un daol-grenn e brezhoneg
(jubennet e galleg). Evit se eo bet aozet ur c’houlennaoueg er skolioù
divyezhek evit anaout gwelloc’h ezhommoù ha c’hoantoù ar re yaouank e-keñver al
levrioù.
Klozadur
Kaset ez eus bet ur raktres a
zoare gant SKRIV ! a-zivout Kant vloaz Gwalarn. Emeur o sevel unan all e dibenn 2025 diwar-benn al
lennegezh evit ar yaouankiz. Dav eo anzav evelkent n’eo ket bet savet an holl
raktresoù a oa bet anv anezho er penn kentañ evel ar stummadur diabarzh war al
lennegezh. Ar blog n’eo ket deuet
c’hoazh da vezañ ur benveg gwall implijet hag anavezet gant an holl. N’eus ket bet gallet sachañ reoù yaouank da gemet
perzh en hon obererezh. Hemañ a vez renet gant daou zen hepken peurliesañ. Mar
fell dimp gwelout SKRIV ! o c’hoari ar roll lakaet er statudoù ha seveniñ
ar palioù meneget enno eo poent ma c’hellfe ur skipailh ledanoc’h magañ buhez
hor c’hevredigezh.
Fulup Lannuzel