SKRIV! hag ar festival Bae al Levrioù
Evel bep bloaz e vez dalc'het e Montroulez ar festival Bae al Levrioù en-dro d'al lennegezh evit ar yaouankiz.
Evit ar 17vet BAL en deus kinniget SKRIV! aozañ un daol-grenn a-zivout an embann levrioù evit ar re yaouank : petra a bilj pe ne blij ket dezho, petra ra diouer dezho, petra a c'hellfe bezañ kinniget dezho…
Aozet e oa bet ur goulennaoueg gant Youenn Filip, skolaer, ha kaset d'an holl skolioù e Bro Montroulez, peadra da lañsiñ ha da voueta ar gaoz. Estreget Youenn e oa deuet Maina Ily (levrierez), Clyde Glugy-Belmont (skolaer), Gwenola Coic (kelennerez) ha Laurence Lavrand (skrivagnerez). Kaset an abadenn en-dro gant Kristian Braz, jubennet e galleg gant Riwanon Kallag. Ha roet ar gaoz da meur a zen er saliad. Enrollet eo bet an abadenn en he fezh gant Arvorig FM. Enjoy!
