jeudi 15 octobre 2026

 

Rentañ-kont emvod ar c’huzul-merañ,  dre visio d’an 9 a viz Here 2026

Bezant : Malo Bouëssel du Bourg (MB), Kristian Braz (KB), Fanny Chaufin (FC), Fulup Lannuzel (FL), Bernez Rouz (BR)

Ar rentañ-kont-mañ a zo un dezrevell eus ar c’hrafoù hag an divizoù kemeret e-pad an emvod.

Blog

Lakaet e vo ar blog en-linenn adalek an 12 a viz Here. KB a savo ur gemennadenn skouer+ skeudenn+ URL ar blog ( https://skriv.netlib.re/ )+ chomlec’h postel (skriv.esv@gmail.com ) hag a vo kaset d’an aozadurioù-mañ: FC: Facebook e brezhoneg, bodad-lenn Pleuwigner; MB: Brezhoweb, Ya!, BRETONS, Al Liamm, bodadoù-lenn Roazhon ha Kawan; FL: Bremañ; KB: ar radioioù brezhonek, bodad-lenn Montroulez; BR: Le Télégramme, bodad-lenn Kemper, Tiez ar Vro.

Savet e vo ur merk-pajenn evit brudañ al lec’hienn (FC), hag a c’hello bezañ  ingalet ha roet da skouer d’ar re a bren levrioù an izili er saloñsoù.

FL ha KB a gemero perzh e saloñsoù Karaez ha Plistin gant Goater, digarez da vrudañ al lec’hienn ha skignañ ar merk-pajenn.

Termenet eo listenn al lec’hiennoù « mignoned » a vo lakaet war marz dehoù ar bajenn degemer (sl. https://skriv.netlib.re/).

Evit ar varzhoniezh hag ar c’hoariva e vint lakaet diouzh  ma’z eus anv eus traoù skrivet, lennet pe abadennoù, en ivinelloù “Skrivagerien, Lenn dre selaou, Darvoudoù”.

Degas a reer da soñj e oa bet termenet an dud e karg eus an ivinelloù e-kerzh an emvod kent, bezet: :  Skrivagnerien + A-zivout skrivañ (FL) ; Yaouankiz (FC) ; Taolioù from + Lennegezh dre selaou (KB) ; Darvoudoù (BR ). FC a raio war-dro an evezhiadennoù (“commmentaires « ) da heul ar pennadoù.

FL a laka ar gaoz war an doare da sevel el lec’hienn traoù berr + traoù hiroc’h gant ur merk evel “Evit gouzout muioc’h”. FC a respont e c’hello bezañ graet gant skoazell war-eeun Yohann.

An holl a zo a-du evit ma ve lakaet al lec’hienn en implij diouzhtu ha gwellaet tamm-ha-tamm. E vo gellet kaout un dra kempennoc’h,  ken a-fet danvez, ken a-fet stumm, da c’houde, bennozh da skoazell arc’hant ar rannvro (sl. pelloc’h).

Ur emvod-kelaouiñ gant kazetennerien a vo graet a-benn tri miz p’hor bo gwelet penaos e troio an traoù gant al lec’hienn.

Goulenn yalc’had gant ar rannvro

Goude an emvod frouezhus bet e Montroulez gant Kaourintine Hulaud, bezprezidantez, ha Gwenvael Jequel, rener servij,  KB en deus savet ur rakvudjed evit 2026 (6400 € gant ur skoaziad 4000 € a-berzh ar Rannvro) ha leuniet an teuliad yalc’had. Talvezout a raio da gentañ-penn evit ar blog, ar skoazell d’an aozerien ha d’ar stummañ. Evit ar skoazell d’an aozerien e kemero perzh izili SKRIV! er bodad dibab, hag a vo savet diwar skouer an hini a dalvez evit an treiñ.