Rentañ-kont emvod ar c’huzul-merañ, dre visio d’an 9 a viz Here 2026
Bezant :
Malo Bouëssel du Bourg (MB), Kristian Braz (KB), Fanny Chaufin (FC), Fulup
Lannuzel (FL), Bernez Rouz (BR)
Ar
rentañ-kont-mañ a zo un dezrevell eus ar c’hrafoù hag an divizoù kemeret e-pad
an emvod.
Blog
Lakaet e vo ar
blog en-linenn adalek an 12 a viz Here. KB a savo ur gemennadenn skouer+
skeudenn+ URL ar blog ( https://skriv.netlib.re/ )+ chomlec’h postel (skriv.esv@gmail.com
) hag a vo kaset d’an aozadurioù-mañ: FC: Facebook e brezhoneg, bodad-lenn
Pleuwigner; MB: Brezhoweb, Ya!, BRETONS, Al Liamm, bodadoù-lenn Roazhon
ha Kawan; FL: Bremañ; KB: ar radioioù brezhonek, bodad-lenn
Montroulez; BR: Le Télégramme, bodad-lenn Kemper, Tiez ar Vro.
Savet e vo ur
merk-pajenn evit brudañ al lec’hienn (FC), hag a c’hello bezañ ingalet ha roet da skouer d’ar re a bren
levrioù an izili er saloñsoù.
FL ha KB a
gemero perzh e saloñsoù Karaez ha Plistin gant Goater, digarez da vrudañ al
lec’hienn ha skignañ ar merk-pajenn.
Termenet eo
listenn al lec’hiennoù « mignoned » a vo lakaet war marz dehoù ar
bajenn degemer (sl. https://skriv.netlib.re/).
Evit ar
varzhoniezh hag ar c’hoariva e vint lakaet diouzh ma’z eus anv eus traoù skrivet, lennet pe
abadennoù, en ivinelloù “Skrivagerien, Lenn dre selaou, Darvoudoù”.
Degas a reer
da soñj e oa bet termenet an dud e karg eus an ivinelloù e-kerzh an emvod kent,
bezet: : Skrivagnerien
+ A-zivout skrivañ (FL) ; Yaouankiz (FC) ; Taolioù
from + Lennegezh dre selaou (KB) ; Darvoudoù (BR ).
FC a raio war-dro an evezhiadennoù (“commmentaires « ) da heul
ar pennadoù.
FL a laka ar
gaoz war an doare da sevel el lec’hienn traoù berr + traoù hiroc’h gant ur merk
evel “Evit gouzout muioc’h”. FC a respont e c’hello bezañ graet gant skoazell
war-eeun Yohann.
An
holl a zo a-du evit ma ve lakaet al lec’hienn en implij diouzhtu ha gwellaet
tamm-ha-tamm. E vo gellet kaout un dra kempennoc’h, ken a-fet danvez, ken a-fet stumm, da
c’houde, bennozh da skoazell arc’hant ar rannvro (sl. pelloc’h).
Ur
emvod-kelaouiñ gant kazetennerien a vo graet a-benn tri miz p’hor bo gwelet
penaos e troio an traoù gant al lec’hienn.
Goulenn
yalc’had gant ar rannvro
Goude
an emvod frouezhus bet e Montroulez gant Kaourintine Hulaud, bezprezidantez, ha
Gwenvael Jequel, rener servij, KB en
deus savet ur rakvudjed evit 2026 (6400 € gant ur skoaziad 4000 € a-berzh ar
Rannvro) ha leuniet an teuliad yalc’had. Talvezout a
raio da gentañ-penn evit ar blog, ar skoazell d’an aozerien ha d’ar stummañ.
Evit ar skoazell d’an aozerien e kemero perzh izili SKRIV! er bodad dibab, hag
a vo savet diwar skouer an hini a dalvez evit an treiñ.