mardi 25 août 2026

 

Rentañ-kont emvod ar c’huzul-merañ,  dre visio d’an 18 a viz Eost 2026

Bezant : Malo Bouëssel du Bourg (MB), Kristian Braz (KB), Fanny Chaufin (FC), Fulup Lannuzel (FL), Bernez Rouz (BR)

Digarezet : Laurence Lavrand, Paol ar Meur

Daou graf a oa war ar roll :

BLOG/LEC’HIENN

A-zivout kudenn ar webmaster e soñj da FC e ve gwell ober un devezh stummañ evit gallout boueta al lec’hienn ni-hon-unan. Hervez MB, daou pe dri ac’hanomp a c’hellfe ober. Da ziwall ez eus, en ul lec’hienn ma ne c’hoarvez netra, den ned a da welout. KB a lavar e tle al lec’hienn kinnig ur seurt “panorama” eus al lennegezh vrezhonek, gant dielloù e-barzh, hag ur blog e-kichen e-lec’h ma c’hellfe an dud  eskemm. Ur wech sklaeriet ar palioù a glaskomp tizhout, eme FL, (sl. ar pajennoù power point savet gantañ diwar skouer Literature Ireland, bet kaset da izili ar c’huzul-merañ a-raok an emvod-mañ) e ve ret termenañ an holl gefridioù hon eus c’hoant da gaout, da lavarout an ivinelloù[1] hag ar rubrikennoù a vo e-barzh, ha kinnig an dra-se da dud evel Yohann Rios pe Gwenn Meynier, evit gouzout penoas ez aio en-dro ha pegement e kousto.

FC a ginnig e ve lakaet pep hini ac’hanomp e karg eus ur bajenn. Hi a vefe e karg eus Al lennegezh evit ar yaouankiz ; KB e karg eus ar podkastoù (ur bern traoù en deus dija war an danvez-se); evit ar rentaioù-kont eus al levrioù e c’hellfed goulenn digant Sarah Chedifer ober war o zro, evit ar skridvarnouriezh dre vras a c’hellfe bezañ bouetaet gant tud all ivez. FC a yelo e darempred ganti evit gouzout ha prest e vefe d’ober. Bez ‘ e c’hello bezañ graet “pontoù” gant ar pezh a vez graet gant aozadurioù all ( evel ar pezh a ra MB evit Al Liamm da skouer). MB a c’houlenno gant Tudu AL ha posubl e vefe ober ul liamm etre lec’hienn SKRIV ! hag ar pennadoù-barn a gaver e-barzh AL ha war lec’hienn AL.

Mat e ve, eme FC, kaout ur bajenn levrioù aodio, levrioù lennet, ha gellout selaou anezho ha pellgargañ war al lec’hienn. Menegiñ a ra e vo e festival sinema Douarnenez ur skipailh a ra podkastoù e brezhoneg (Chuchumuchu, Heklev…); e c’hellfemp komz ganto eus hor raktres. SKRIV! a ve, eme MB, ur seurt porched, kentoc’h eget adober pep tra. Dav e vo gouzout peseurt teknik a vo dibabet (You tube, vidéo…). Sevel ul listenn eus an holl liammoù gant al lec’hiennoù pe blogoù all, ha goude resisaat an traoù gant an hini a raio war o zro ent teknikel. An dalc’h, eme KB, eo kaout un nebeud traoù evit pep rann eus al lec’hienn evit loc’hañ, goude e vo bouetaet ingal.

BR a c’houlenn ha ne vefe ket ur blog kentoc’h eget ul lec’hienn a ve da sevel. KB a respont ez eo ur blog un dra ma kaver pennadoù an eil war-lerc’h egile, tra ma’z eo ledanoc’h, founnusoc’h ha kempleshoc’h ul lec’hienn, gant meur a ivinell, e-lec’h ma vez sanailhet titouroù e-leizh, d’an dud da vont e-barzh evel ma plij dezho. Piv a raio war he zro, eme BR? Bez’ ez eus hiziv an deiz blogoù a zo tost-tre da lec’hiennoù hep tremen dre ur webmaster. Arabat e ve kaout ul lec’hienn vrav a chomfe digemm e-pad mizioù hep kinnig netra nevez…

Mankout a ra ivez un ivinell evit al « lennegezh vev », al lec’hioù ma c’heller kejañ gant skrivagnerien (festivalioù, saloñsoù…). Hervez KB e ve kentoc’h roll ar blog kinnig se, un doare forom, ul lec’h eskemm. Degas a ra soñj he doa kinniget FC lakaat e vab, Yohann, da gempenn hor blog gant ur prenestr “eskemmoù” a yafe en-dro. Kement-se a c’hellfe bezañ graet adalek bremañ hep gortoz sevel al lec’hienn/blog nevez.

Goulenn a ra FL petra a zo d’ober diwar-vremañ ? Hervez FC : 1) sevel an danvez a zo ezhomm; 2) kaout ur blog etreoberiat[2]; 3)en em vodañ etrezomp, ar re a vo e karg eus pep rubrikenn ha gwelout gant      Yohann penaos e vo bouetaet al lec’hienn/blog en ur doare emren hep tremen drezañ. En em vodañ e Karaez pe en ul lec’h all gant an holl dafar a vo bet dastumet a-benn nebeut.

Pouezañ a ra FC war un  dra : dav eo ijinañ ul lec’hienn evit tud ha na ouzont tra koulz lavaret war al lennegezh vrezhonek, live mann, un doare « lennegezh evit ar re null » ; tro he deus bet da welout se gant kalzik skolaerien pe gelennerien… Heñvel ar gont, eme KB, er stajoù hirv brezhonek, e-lec’h ma n’eus plas ebet evit al lennegezh. Ur rikour e ve hol lec’hienn/blog evit seurt tud ivez.

FC a zegas da soñj he doa ar Rannvro (Kaorantine Hulaud) prometet ur yalc’had evit an dud o deus ur raktres krouiñ evit ar brezhoneg. KB a respont ez eo d’ar Rannvro da c’hoari aze, roll SKRIV! o vezañ hini ar c’huzulier. A-hend-all ez eo re gemplezh ha troidellek  an doare da leuniañ an teuliad en-linenn. KB a ginnig sevel ul lizher  d’ar rannvro en ur zisplegañ fraezh ar pezh hon eus c’hoant d’ober hag an diaes ma’z eo mont dre an hent-se. Mat e ve kaout ur sammad  evit ur bloaz da gas en-dro al lec’hienn da nebeutañ, mui un dra bennak all (skoazell d'ar skrivagnerien + un devezh stumadur…). Mard a mat en-dro e ve graet un teuliad founnusoc’h a-benn bloaz. Dres, eme BR, boas eo ar Rannvro da skoazellañ traoù a zo loc’het dija, kentoc’h eget traoù dispis a c’hell mont er c’hleuz…

Distreiñ a reer  war dasparzh an traoù etrezomp. Mankout a ra un ivinell  war an troidigezhioù, ken eus ar yezhoù all d’ar brezhoneg, ken eus ar brezhoneg d’ar yezhoù all. Mat e ve kaout un dra bennak war an nevezintioù (BR), ha mat ivez renabliñ an holl tiez-embann, zoken ar re n’int ket e-barzh Kuzul ar Brezhoneg, ha kaout liammoù war-zu enno.

FC a ginnig e ve lakaet un deiziad evit an emvod gant Yohann ha Gwenn, e-kreiz Breizh (ma ve aesoc’h d’an dud), e Karaez lakaomp. BR a soñj dezhañ e c‘hellfe bezañ e Rostrenn e-lec’h m’emañ an hini a zo e penn Livre et Lecture en Bretagne, Guillaume Robic, maer ouzhpenn. FC a ginnigo daou pe dri deiziad d’ar re yaouank hon ambrougo en afer, graet e vo un doodle evit izili ar c’huzul-merañ, ha divizet un deiz resis e miz Gwengolo, goude kreiz ar miz.

STAJOU

FC a raio unan e Kemperle, diwar-benn Al Lennegezh evit ar Yaouankiz, en ur skol Diwan e-lec’h ma’z eus ur bern dafar ; er mintinvezh, ar pezh a zo diwar-vremañ, en endervezh, ar pezh a vank, a ve mat da gaout ; pred da greisteiz. E miz Kerzu moarvat, an deiziad a chom da resisaat. KB a raio unan all e Montroulez e miz Du, da-geñver abadenn  Tan Miz Du, a-zivout penaos sevel un danevell, en un doare pleustrek e Ti ar Vro, an deiziad a chom da resisaat ivez.

TRAOU ALL

BR en deus gwerzhet ar skouerennoù eus al levr Gwalarn 100 vloaz/100 ans a oa gantañ. Lakaet e vint war gont ar gevregigezh SKRIV ! MB a soñj dezhañ ez eo peurwerzhet al levr e ti Al Liamm, hag e tlefe bezañ advoullet. Emañ o vont da wiriañ gant Jerom.

KB a lavar ez eo echu gant HelloAsso goude an diaesterioù a zo bet ganto.

Divizet ez eus ober  emvod-meur ar gevredigezh SKRIV ! da-geñver saloñs al levrioù e Karaez d’ar Sul vintin 25  a viz Here 2026, 10 eur. BR a yelo e darempred gant Yann Peillet evit mirout ur sal.

 

Fulup Lannuzel

Sekretour SKRIV !



[1] « onglets »

[2] « interactif »