Rentañ-kont emvod ar c’huzul-merañ, dre visio d’ar 27 a viz Gouere 2026
Bezant : Malo Bouëssel du
Bourg (MB), Kristian Braz (KB), Fanny Chaufin (FC), Fulup Lannuzel (FL), Paol
ar Meur (PaM)
Digarezet : Laurence Lavrand
Ur c’hraf a oa war ar roll :
GOULENN YALC’HAD DIGANT AR
RANNVRO[1]
FL a veneg pegen diaes eo klask
leuniañ
an teuliad goulenn yalc’had skouer a gaver war lec’hienn ar Rannvro, hag a glot
mat gant kevredigezhioù bras. En em c’houlenn a ra ha ne ve ket gellet ober
gant doareoù un tammig eeunoc’h. Hervez KB, ez eo arabat bezañ chalet gant se, ma
ne c’heller ket respont diouzhtu war bep tra e vo respontet diwezhatoc’h.
Gantañ eo bet krouet al liamm gant an teuliad-se, hag e kaso anezhañ d’an holl
re ha n’o deus ket bet anezhañ. Marteze a-walc’h ivez e vo tu d’ober gant un doare all, kalz
simploc’h, evel m’en doa graet c’hoazh er bloavezhioù tremen.
Goulenn a ra ouzh ar re all petra
a soñjont diwar-benn ar pezh en deus kinniget, ur yalc’had 7500 €,
evit un teuliad ennañ da dra bennañ, sevel ul lec’hienn, pe e lakaat da sevel
kentoc’h, en ur lakaat war wel ar pezh a reomp, un doare forom ivez etre an
dud. MB a resisa pegen diaes eo sevel ur seurt benveg, rak ma ne vez ket maget
ingal, e vo marv kerkent ha ganet. Kement-se a ouzomp, a respont KB, met ne
vezomp ket gwelet na klevet e neblec’h
evit ar mare. Setu perak e ve mat kinnig poltredoù skrivagnerien, danvez
skridoù lakaet war wel, ar pal o vezañ gwellaat hor skridoù deomp.
Hervez FC, an doare da gehentiñ
hiziv ned a ket dre ret dre al lec’hiennoù internet, kentoc’h dre bajennoù Instagram
pe Facebook. Dispign 7500 € evit sevel ul lec’hienn internet na
vo lennet gant den ebet koulz lavaret, n’eo ket dre ret ar pezh a zo d’ober.
Hervezi e ve gwelloc’h goprañ un den, oc’h ober war-dro ur blog,
marc’hadmatoc’h, gant ur bern liammoù gant an diavaez, ha gouest da grouiñ
liammoù etre an dud, ar pezh a rofe c’hoant da lenn pe da selaou an den-mañ-‘n
den. Ober ul lec’hienn brav ha kempenn, n’eo ket sur e vo gweladennet kalz
a-hend-all. Kentoc’h goulenn digant ar Rannvro kaout ur gopr evit ur bloaz,
evel un taol-esae. Bez ‘ e c’heller soñjal ivez en ul lec’hienn berzhiañ, ne
vern piv a c’hellfe leuniañ ar bajenn-mañ-’r bajenn, evel wikipedia, ur seurt
merour. An dalc’h eo gouzout hag ober a reomp un dra boblek pe skiantel, pe un
dra etre an daou.
FL a sav a-du gant FC : ret
eo kaout un den yaouank boas ouzh an holl vinvioù nevez-se. Da lavarout eo, eme
MB, ur webmaster, unan hag a oar brezhoneg ouzhpenn. KB a respont ez eo
dres evit se e c’houlennomp ur yalc’had, evit paeañ unan bennak pe un
embregerezh gouest da staliañ an traoù, deomp-ni da voueta war-lerc’h. Pouezañ
a ra MB war ar ret ma’z eo ober liammoù gant Instagram, Facebook,
h.a, h.a. FC a soñj dezhi e ve
mat ober un emvod gant tud evel Johann Rios pe Gwenn Meynier, anezho
stlennegerien, en ur ziskleriañ
dezho hon ezhommoù (ret e vo labourat a-raok avat evit o zermenañ)
hag int a lavaro penaos e vo staliet ha pegement e kousto. Evel-se e welimp ez
eo aesoc’h da sevel eget na gredomp. A-du emañ an holl gant kinnig FC.
Kaout ur skouer evit gwelout
sklaeroc’h a ve mat. Kinnig a ra FC al lec’hienn petitepoche.fr/collection/
(lennegezh evit ar yaouankiz), ha p’hor befe ezhommoù disheñvel evel-just.
FC a c’houlenn ha bez’ ez eus un
deiziad resis evit kas ar respont d’ar rannvro. KB a respont ez eo miz
Gwengolo. Hag amzer a-walc’h hor bo d’ober se ac’hann di ? Hervez KB e ve
mat mont e darempred gant an dud meneget gant FC, hag eskemm dre bostel
etretant.
Mard eo ar pal gwellaat an doare
da skrivañ e ve mat lakaat ar gaoz war an atalieroù skrivañ pe studi, hervez
MB. KB a lavar ez eus bet anv eus se en emvod gant ar Rannvro, hag ivez eus ar
sikour d’ar skrivagnerien (raktres levr, mizoù-hent…). FL a ginnig kentoc’h
ober un devezh studi pe zaou a-raok kinnig
an atalieroù skrivañ, kalz diesoc’h da sevel. Mont goustad neuze, ha
diwar ar skiant-prenet mont pelloc’h da
c’houde. MB a veneg e ve dedennus stummañ ar stummerien a-raok stummañ ar re
all.
Setu penaos e wel KB an
traoù : displegañ penaos kinnig un istor bennak, sevel un tamm aergelc’h
en-dro d’an danevell, kement-se a badfe ur mintinvezh. Goude lein, lakaat an
dud da labourat war ar pezh a zo bet gwelet da vintin. Prest eo da ober. Diouzh
he zu e ra anv FC eus ar pezh a oa bet graet e Kemper gant Livre et Lecture
en Bretagne, gant Lukian Kergoat, Thierry Magnier hag ur plac’h eus metoù
ar sinema ; bez’ e oa 25 den, lakaet an dud da skrivañ war draoù kreñv,
poelladennoù eeun, pennadoùigoù buhez, tri devez stummañ war daou viz. Plijus e
oa bet. N’eo ket sur neuze ez eo ar stummadur evit tud a oar skrivañ dija a ve
dedennus a-walc’h.
KB a soñj dezhañ memestra ez eus ezhomm da zeskiñ d’an dud kelenn pe ambroug ar re all
da skrivañ evel ma venege MB, mar fell deomp aozañ ur stummadur a feson war
hiroc’h dermen. FL a c’hellfe klokaat emell KB gant diazezoù an danevellouriezh
(tudennoù, gouzout piv a gomz hag eus pellec’h, roll ar poltrediñ...), e-pad un
eurvezh hanter, peadra da zifraostañ ar gudenn. KB ha FL a ambrougfe an
dud goude lein gant poelladennoù eeun.
FC a laka-hi ar pouez war ar
c’hrouiñ kentoc’h eget war un doare kentel war al lennegezh. Ar pep gwellañ eo
loc’h diwar raktresoù hiniennel (ar pezh a ro c’hoant da skrivañ), a-hend-all
ne vo ket dedennet-bras an dud hervezi. N’eo ket pal KB na FL ober ur gentel
lennegezh avat, kentoc’h reiñ armoù da vont aesoc’h er skrivañ. Hevez MB ez eo
dre ar c’hrouiñ end-eeun e vez degaset
ar « c’hentelioù », da lavarout eo ar c’hrouiñ da gentañ ha diwar se
un tamm kentel diouzh an ezhomm.
KB a laka ar gaoz war al
lennegezh evit ar yaouankizoù, un dra meneget ivez e-ser an emvod gant ar
Rannvro. Dres, en em c’houlenn a ra MB ha ne ve ket mat bukañ an devezh studi
war ar skrivañ evit ar re yaouank. Skrivañ evit ar grennarded n’eo ket skrivañ dre
vras, un dra diaes eo. KB a zo a-du gantañ, rak ret eo ivez ober e doare ma ne
ziskrokfe ar re yaouank diouzh al lenn. Hervez FC e ve mat mat kaout testennoù
ispisial, evel romantoù deskoniañ, ar pezh a vevont pa’z eont eus ar vugaleaj
d’an oad-gour ( evel da skouer Kest gant
Kristian ar Bras, An dervenn gant Mich Beyer pe E kambr ar stered gant Gege
Gwenn).
Evit klozañ e lavar FC e ranker
bremañ termenañ ar pezh a vo e-barzh al lec’hienn : ar palioù, da betra e
servijo al lec’hienn, penaos e vo implijet, piv a labouro war beseurt tachenn
ha.ha, peseurt ivinelloù (« onglets ») a vo, a-raok mont e darempred
gant an dud he doa meneget a-us. Diwar se e vo gouezet pegement e koustfe ul
lec’hienn savet ganto. Ar memes tra evit an devezh(-ioù) studi (petra, piv,
penaos, pelec’h ?). Kement-se e stumm div bajennad. Evit ar pelec’h e
lavar KB ez eo ezel SKRIV ! eus Ti ar Vro Montroulez, gant ur savadur kaer
nevez-flamm. A c’hell bezañ, met bez ‘ e c’heller soñjal ivez en un doare
digreizennetoc’h, ober ur wech e Montroulez, ur wech e Gwened, pe Kemper…
MB a veneg erfin n’eo an arc’hant
roet gant ar Rannvro nemet un dregantad
eus hollad an dispignoù. Ne vo ket roet an arc’hant-holl hor bo
ezhomm ; evit kaout 7500 € e ve ret goulenn 15 000 € !
Pe goulenn digant an dud, dre crownfounding, eme KB, evel m’eo bet graet gant Diouzhtu
(levrioù elektronek) pe Lennomp (levrioù rakprenet).
A-du emañ an holl gant kinnig FC,
da lavarout en em soñjal ha kinnig pep hini diouzh e du peadra da sevel an div
bajennad meneget a-us, a-raok kas war-raok an teuliad (lec’hienn + devezh(-ioù)
studi). Evit ar Rannvo e vo gwelet diwezhatoc’h penaos ober.
Graet e vo un emvod all eus ar
c’huzul-merañ d’ar Meurzh 18 a viz Eost dre visio da 11 eur.