mercredi 5 août 2026

 

Rentañ-kont emvod ar c’huzul-merañ,  dre visio d’ar 27 a viz Gouere 2026

Bezant : Malo Bouëssel du Bourg (MB), Kristian Braz (KB), Fanny Chaufin (FC), Fulup Lannuzel (FL), Paol ar Meur (PaM)

Digarezet : Laurence Lavrand

Ur c’hraf a oa war ar roll :

GOULENN YALC’HAD DIGANT AR RANNVRO[1]

FL a veneg pegen diaes eo klask leuniañ an teuliad goulenn yalc’had skouer a gaver war lec’hienn ar Rannvro, hag a glot mat gant kevredigezhioù bras. En em c’houlenn a ra ha ne ve ket gellet ober gant doareoù un tammig eeunoc’h. Hervez KB, ez eo arabat bezañ chalet gant se, ma ne c’heller ket respont diouzhtu war bep tra e vo respontet diwezhatoc’h. Gantañ eo bet krouet al liamm gant an teuliad-se, hag e kaso anezhañ d’an holl re ha n’o deus ket bet anezhañ. Marteze a-walc’h ivez  e vo tu d’ober gant un doare all, kalz simploc’h, evel m’en doa graet c’hoazh er bloavezhioù tremen.

Goulenn a ra ouzh ar re all petra a soñjont diwar-benn ar pezh en deus kinniget, ur yalc’had 7500 , evit un teuliad ennañ da dra bennañ, sevel ul lec’hienn, pe e lakaat da sevel kentoc’h, en ur lakaat war wel ar pezh a reomp, un doare forom ivez etre an dud. MB a resisa pegen diaes eo sevel ur seurt benveg, rak ma ne vez ket maget ingal, e vo marv kerkent ha ganet. Kement-se a ouzomp, a respont KB, met ne vezomp ket gwelet na  klevet e neblec’h evit ar mare. Setu perak e ve mat kinnig poltredoù skrivagnerien, danvez skridoù lakaet war wel, ar pal o vezañ gwellaat hor skridoù deomp.

Hervez FC, an doare da gehentiñ hiziv ned a ket dre ret dre al lec’hiennoù internet, kentoc’h dre bajennoù Instagram pe Facebook. Dispign 7500 evit sevel ul lec’hienn internet na vo lennet gant den ebet koulz lavaret, n’eo ket dre ret ar pezh a zo d’ober. Hervezi e ve gwelloc’h goprañ un den, oc’h ober war-dro ur blog, marc’hadmatoc’h, gant ur bern liammoù gant an diavaez, ha gouest da grouiñ liammoù etre an dud, ar pezh a rofe c’hoant da lenn pe da selaou an den-mañ-‘n den. Ober ul lec’hienn brav ha kempenn, n’eo ket sur e vo gweladennet kalz a-hend-all. Kentoc’h goulenn digant ar Rannvro kaout ur gopr evit ur bloaz, evel un taol-esae. Bez ‘ e c’heller soñjal ivez en ul lec’hienn berzhiañ, ne vern piv a c’hellfe leuniañ ar bajenn-mañ-’r bajenn, evel wikipedia, ur seurt merour. An dalc’h eo gouzout hag ober a reomp un dra boblek pe skiantel, pe un dra etre an daou.

FL a sav a-du gant FC : ret eo kaout un den yaouank boas ouzh an holl vinvioù nevez-se. Da lavarout eo, eme MB, ur webmaster, unan hag a oar brezhoneg ouzhpenn. KB a respont ez eo dres evit se e c’houlennomp ur yalc’had, evit paeañ unan bennak pe un embregerezh gouest da staliañ an traoù, deomp-ni da voueta war-lerc’h. Pouezañ a ra MB war ar ret ma’z eo ober liammoù gant Instagram, Facebook, h.a, h.a. FC  a soñj dezhi e ve mat ober un emvod gant tud evel Johann Rios pe Gwenn Meynier, anezho stlennegerien, en ur ziskleriañ  dezho  hon ezhommoù (ret e vo labourat a-raok avat evit o zermenañ) hag int a lavaro penaos e vo staliet ha pegement e kousto. Evel-se e welimp ez eo aesoc’h da sevel eget na gredomp. A-du emañ an holl gant kinnig FC.

Kaout ur skouer evit gwelout sklaeroc’h a ve mat. Kinnig a ra FC al lec’hienn petitepoche.fr/collection/ (lennegezh evit ar yaouankiz), ha p’hor befe ezhommoù disheñvel evel-just.

FC a c’houlenn ha bez’ ez eus un deiziad resis evit kas ar respont d’ar rannvro. KB a respont ez eo miz Gwengolo. Hag amzer a-walc’h hor bo d’ober se ac’hann di ? Hervez KB e ve mat mont e darempred gant an dud meneget gant FC, hag eskemm dre bostel etretant.

 

Mard eo ar pal gwellaat an doare da skrivañ e ve mat lakaat ar gaoz war an atalieroù skrivañ pe studi, hervez MB. KB a lavar ez eus bet anv eus se en emvod gant ar Rannvro, hag ivez eus ar sikour d’ar skrivagnerien (raktres levr, mizoù-hent…). FL a ginnig kentoc’h ober un devezh studi pe zaou a-raok kinnig  an atalieroù skrivañ, kalz diesoc’h da sevel. Mont goustad neuze, ha diwar ar skiant-prenet  mont pelloc’h da c’houde. MB a veneg e ve dedennus stummañ ar stummerien a-raok stummañ ar re all.

Setu penaos e wel KB an traoù : displegañ penaos kinnig un istor bennak, sevel un tamm aergelc’h en-dro d’an danevell, kement-se a badfe ur mintinvezh. Goude lein, lakaat an dud da labourat war ar pezh a zo bet gwelet da vintin. Prest eo da ober. Diouzh he zu e ra anv FC eus ar pezh a oa bet graet e Kemper gant Livre et Lecture en Bretagne, gant Lukian Kergoat, Thierry Magnier hag ur plac’h eus metoù ar sinema ; bez’ e oa 25 den, lakaet an dud da skrivañ war draoù kreñv, poelladennoù eeun, pennadoùigoù buhez, tri devez stummañ war daou viz. Plijus e oa bet. N’eo ket sur neuze ez eo ar stummadur evit tud a oar skrivañ dija a ve dedennus a-walc’h.

KB a soñj dezhañ memestra  ez eus ezhomm da  zeskiñ d’an dud kelenn pe ambroug ar re all da skrivañ evel ma venege MB, mar fell deomp aozañ ur stummadur a feson war hiroc’h dermen. FL a c’hellfe klokaat emell KB gant diazezoù an danevellouriezh (tudennoù, gouzout piv a gomz hag eus pellec’h, roll ar poltrediñ...), e-pad un eurvezh hanter, peadra da zifraostañ ar gudenn. KB ha FL a ambrougfe an dud  goude lein gant poelladennoù eeun.

FC a laka-hi ar pouez war ar c’hrouiñ kentoc’h eget war un doare kentel war al lennegezh. Ar pep gwellañ eo loc’h diwar raktresoù hiniennel (ar pezh a ro c’hoant da skrivañ), a-hend-all ne vo ket dedennet-bras an dud hervezi. N’eo ket pal KB na FL ober ur gentel lennegezh avat, kentoc’h reiñ armoù da vont aesoc’h er skrivañ. Hevez MB ez eo dre ar c’hrouiñ end-eeun  e vez degaset ar « c’hentelioù », da lavarout eo ar c’hrouiñ da gentañ ha diwar se un tamm kentel diouzh an ezhomm.

KB a laka ar gaoz war al lennegezh evit ar yaouankizoù, un dra meneget ivez e-ser an emvod gant ar Rannvro. Dres, en em c’houlenn a ra MB ha ne ve ket mat bukañ an devezh studi war ar skrivañ evit ar re yaouank. Skrivañ evit ar grennarded n’eo ket skrivañ dre vras, un dra diaes eo. KB a zo a-du gantañ, rak ret eo ivez ober e doare ma ne ziskrokfe ar re yaouank diouzh al lenn. Hervez FC e ve mat mat kaout testennoù ispisial, evel romantoù deskoniañ, ar pezh a vevont pa’z eont eus ar vugaleaj d’an oad-gour ( evel da skouer  Kest gant Kristian ar Bras, An dervenn gant Mich Beyer pe E kambr ar stered gant Gege Gwenn).

Evit klozañ e lavar FC e ranker bremañ termenañ ar pezh a vo e-barzh al lec’hienn : ar palioù, da betra e servijo al lec’hienn, penaos e vo implijet, piv a labouro war beseurt tachenn ha.ha, peseurt ivinelloù (« onglets ») a vo, a-raok mont e darempred gant an dud he doa meneget a-us. Diwar se e vo gouezet pegement e koustfe ul lec’hienn savet ganto. Ar memes tra evit an devezh(-ioù) studi (petra, piv, penaos, pelec’h ?). Kement-se e stumm div bajennad. Evit ar pelec’h e lavar KB ez eo ezel SKRIV ! eus Ti ar Vro Montroulez, gant ur savadur kaer nevez-flamm. A c’hell bezañ, met bez ‘ e c’heller soñjal ivez en un doare digreizennetoc’h, ober ur wech e Montroulez, ur wech e Gwened, pe Kemper…

MB a veneg erfin n’eo an arc’hant roet gant ar Rannvro nemet un dregantad  eus hollad an dispignoù. Ne vo ket roet an arc’hant-holl hor bo ezhomm ; evit kaout 7500 e ve ret goulenn 15 000 € ! Pe goulenn digant an dud, dre crownfounding, eme KB, evel m’eo bet graet gant Diouzhtu (levrioù elektronek) pe Lennomp (levrioù rakprenet).

A-du emañ an holl gant kinnig FC, da lavarout en em soñjal ha kinnig pep hini diouzh e du peadra da sevel an div bajennad meneget a-us, a-raok kas war-raok an teuliad (lec’hienn + devezh(-ioù) studi). Evit ar Rannvo e vo gwelet diwezhatoc’h penaos ober.

Graet e vo un emvod all eus ar c’huzul-merañ d’ar Meurzh 18 a viz Eost dre visio da 11 eur.



[1] Goude an emvod gant ar Rannvro (24 06 2026) ma oa bezant KB ha FC.