lundi 2 novembre 2026

 

Rentañ-kont emvod-meur SKRIV !

Emglev ar skrivagnerien vrezhonek

25 a viz Here e Karaez

Bezant : Fulup Lannuzel (FL), Fanny Chauffin (FC), Bernez Rouz (BR), Patrice Marquand (PM), Kristian Braz (KB), Laurence Lavrand (LL), Malo Bouëssel du Bourg (MBB)

Digarezet : Filip Oillo, Paol ar Meur, Iwan ar Fur, Mikael Madeg.

1- Stad ar c’hontoù

KB  a ziskouez taolenn an dispignoù hag ar gounidoù (stad ar c’hef 10 2025/10 2026):

DISPIGNOÙ

 

GOUNIDOÙ

 

Mizoù-hent

103

skodennoù

120

Predoù

26

Gwerzh levrioù

104

Bruderezh

43

Ademezelañ

20

Helloasso

60

Dilerc’h 2025

260

KLT

40

 

 

Hollad

272

 

504

 

An dispignoù a c’hoarvez dreist-holl eus mizoù-hent ha predoù, emezeladur da g-KLT Montroulez, hag aozadur ur merk-pajenn evit ober bruderezh d’al lec’hienn SKRIV! Kollet ez eus 20 € diwar  diaesterioù gant Helloasso. Chom a ra neuze 232 € er c’hef.

Degemeret eo stad ar c’hontoù. Divizet ez eus mirout ar skodenn-vloaz da 10€ dre zen. An izili bezant a gemer tro eus an emvod evit paeañ o skodenn evit 2027.

2-Danevell obererezh 2025-2026

FL  a ra un addispleg eus an danevell obererezh bet kaset d’an holl izili a-raok an emvod (sl. ar skrid-se evit ar munudoù). Pouezañ a ra  war ar raktresoù kaset da benn gant SKRIV !, al levr antologiezh danevelloù  Eost embannet gant Goater, savidigezh al lec’hienn nevez eus SKRIV! bennozh da skoazel FC ha Yohann Rios. KB a ro munudoù diwar-benn teuliad “an taol-sikour d’al lennegezh vrezhonek” kinniget gant SKRIV! hag an eskemmoù gant ar Rannvro.

Diwar se e  sav emzivizoù etre an dud bezant:

·         Klasket e vo kaout skouerioù ouzhpenn digant Goater, evit skignañ anezho er bodadoù-lenn da skouer.

·         Tennet e vo gounid eus an emvod-kelaouiñ evit al lec’hienn, rakwelet a-benn tri miz, evit ober bruderezh evit an teskad Eost.

·         Ur breud a zo a-zivout anv al lec’hienn, rak meur a Skriv  a zo war ar genrouedad, ha ne zegouezher ket war-eeun gant hon hini, un afer a zaveenniñ (« référencement»). FL a ginnig lakaat SKRIV!omp evit al lec’hienn en ur zerc’hel SKRIV! evit anv ar gevredigezh. A-benn ar fin ez eus divizet lezel an traoù evel m’emaint ha gortoz dibenn ar bloaz evit divizout petra ober.

·         BR a soñj dezhañ e ve mat kaout meneg al levrioù brezhonek troet e yezhoù all war al lec’hienn. Divizet ez eus neuze krouiñ un ivinell nevez  Treiñ  evit se (KB a vo e karg anezhi). Divizet ez eus ivez e c’hello bezañ degemeret troerien er gevredigezh SKRIV !.

·         KB a lavar ez eo bet kadarnaet ur sammad 4000 € gant ar rannvro evit 2026.

·         Daou zalc’h stummañ a vo e dibenn 2026, unan gant KB e Montroulez d’an 21 a viz Du, hag unan all gant FC (lennegezh evit ar yaounkiz) e Kemperle d’an 12 a viz Kerzu. E soñj emeur goulenn 30 € digant ar berzhidi evit kemer perzh.

Hervez ar statudoù ez eo nevezet ar c’huzul-merañ hervez an doare a oa bet embreget warlene[1]: neuze ez a er-maez LL, BR, FC, hag addilennet ez int kerkent.

Setu ar c’huzul-merañ nevez:

Malo Bouëssel du Bourg

Kristian Braz

Fanny Chauffin

Fulup Lannuzel

Laurence Lavrand

Patrice Marquant

Paol ar Meur

Bernez Rouz

 

3-Raktresoù evit ar bloaz a zeu

A-zivout ar blog  e sav ur goulenn: degemer anezhañ pe ober un dra all. A-du emañ an holl evit ma vo kendalc’het er stumm m’emañ (https://skriv.netlib.re/), gant ma vo gwellaet tamm-ha-tamm. Evit se e raio SKRIV! ur gevrat merañ da Yohann Rios (300 €), da sikour ar verourien da ziskoulmañ ar c’hudennoù a c’hell sevel e mererezh ar blog. A-du an holl gant ar c’hinnig-se.

A-fed bruderezh e vo kendalc’het gant ar pezh a zo bet boulc’het, dreist-holl war ar rouedadoù sokial, Facebook brezhonek, hag Instagram (FC a yelo e darempred gant Julia, tresourez evit Keit Vimp Bev, oberiant war an dachenn-se).

KB a ginnig gwellaat an ivinell Skrivagnerien: ober “poltredoù” buhezekoc’h dre sevel atersadennnoù aodio-video pe respontoù da c’houlennoù war o doare da welout al lennegezh, un doare d’ober anaoudegezh resisoc’h ganto (KB a savo ur roll goulennoù da gas d’ar skrivagnerien).

Pouezus eo ivez e ve muioc’h a dud o kas pennadoù d’ar blog, peurgetket evit an ivinell Taolioù from.

LL en em c’houlenn ha ne ve ket mat kaout un dra bennak evit degemer ar re a venn skrivañ testennoù hep bezañ re varrek atav, un doare d’o broudañ da vont da vat war an dachenn. E c’hellfe an ivinell A-zivout skrivañ  degemer an dra-se.

Mat e ve aozañ un « Nozvezh al lennegezh » e brezhoneg diwar skouer ar pezh a vez graet  e miz Genver e Frañs evit ar galleg. Dodenn ar bloaz-mañ eo ar “vugaleaj”. Kinnig a ra SKRIV! ober se e miz Meurzh da-geñver « Miz ar brezhoneg ». Mat e ve kemer harp war un aozadur bennak evel ur vediaoueg, un Ti-ar-Vro pe un davarn, hag enrollañ an abadenn, hag a ve skignet war hol lec’hienn. Anv a zo d’ober se e Roazhon, Montroulez ha Kawan.

 

Ur breud a zo bet ivez war an doare da implij an arc’hant a zeufe digant ar Rannvro.

FC a soñj dezhi e ve mat kaout ur sammad evit prenañ levrioù (un dek bennak lakaomp) digant an embannerien evit o skignañ war-lerc’h er bodadoù-lenn da skouer.

Meneg a zo ivez da aozañ ur chomadenn en anv SKRIV! e-giz  ma ra Al Liamm da skouer. Hervez lod n’eo ket un dra aes da ober, ha chastreüs a-walc’h an teuliad da sevel. Divizet ez eus chom hep ober evit ar mare hag en em soñjal pelloc’h.

Un eskemm hir a zo diwar-benn “ar skoazell d’an aozerien evit krouiñ oberoù lennegel ken evit ar re yaouank ken evit an dud vras”, a ve arc’hantaouet gant ur sammad 7 500  € (1 500 € evit pep krouer mar bez 5 anezho). Ar mont en-dro a ve awenet gant ar pezh a vez graet evit an treiñ gant an OPAB. Stadañ a reer hon eus ket termenet mat a-walc’h argerzh ar mont en-dro c’hoazh. Dav e vo d’en ober a-barzh mont e darempred gant ar Rannvro.

FC a veneg e vo hanter-kant vloaz Diwan e 2027. Ha ne ve ket mat aozañ un gevezadeg skrivañ da-geñver an darvoud-se ?

Evit an dalc’hioù stummañ e soñjer e ve mat paeañ ar stummerien 300€ pe 500 € (mar beze meur a hini e vo an hanter), hep kontañ ar mizoù-hent ha kement ‘zo. A-du an holl.

Hervez MBB e ve mat skoazellañ ar re o deus c’hoant da skrivañ hep bezañ re en o aez hag a c’hellfe bezañ paeroniet gant skrivagnerien arroutet ervat. A-du an holl gant ar mennozh-se. MBB a raio war-dro ar “baeroniezh”-se . Ober a raio ur c‘hinnig hag a vo lakaet er blog e-barzh an ivinell A-zivout skrivañ.

 

Evit dezastum, setu ar pezh a zo bet divizet evit ar rakvudjed:

·         300 € evit Yohann Rios: skoazell da vererezh ar blog ; a-du an holl.

·         300 € / 500 € evit ar stummerien dalc’hioù stummañ; a-du an holl.

·         300 € evit Nozvezh al Lenn; da resisaat.

·         ? Prenañ levrioù a vo implijet gant ar gevredigezh e mod pe vod, evit an dalc’hoù stummañ pe evit bezañ ingalet e bodadoù-lenn da skouer; da resisaat.

·         ? Chomadenn en anv SKRIV!; da welout.

A-hend-all e chom da resisaat  “ar skoazell d’an aozerien”  e stumm un destenn hag a zeskriv piv a ra petra (tennadoù an argerzh), a-raok mont e darempred gant ar Rannvro.



[1] Divizet e oa  ez afe kuit tri den gant ma ve posupl dezho dont en-dro mard eo asant an emvod-meur. A-du emañ an izili bezant gant an doare-se d’ober.

 

 

SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek


DANEVELL OBEREREZH 2025-2026

Degas a reer da soñj e oa bet krouet SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek e miz Mezheven 2024, e Karaez, evel kevredigezh hervez lezenn 1añ a viz Gouere 1901, evit bezañ ul lec’h eskemm etre skrivagnerien ha skrivagnerezed a fell dezho diorren ar c’hrouiñ e brezhoneg, evit reiñ skoazell dezho en o oberoù ha da zifenn o lazioù, hag ivez evit gas war-raok anaoudegezh al lennegezh e brezhoneg hag al lenn hag ar skrivañ lennegel evit an dud.

Bez ‘ ez eus 16 den emezellet.

Emvodoù ha raktresoù bet e 2025 ha 2026

Tri  c’hraf pennañ a zo bet pledet ganto er bloaz-mañ:

·         Embann un dastumad danevelloù a vremañ, e ditl Eost

·         Kas war-raok un taol-sikour d’al lennegezh vrezhonek

·         Sevel ur gwir blog/lec’hienn evit SKRIV!

Bruderezh evit an teskad danevelloù Gwalarn 2025

Div abadenn a zo bet: d’an 12 a viz Du 2025 en egor Ouest-France e Roazhon e galleg ha d’an 13 a viz Du e Skol an Emsav e brezhoneg. Kinniget e oa gant Fulup Lannuzel, skrivagner, Cédric Choplin, kelenner skol-veur  e Roazhon 2, ha Bernez Rouz, kazetenner hag istorour.

A-fet kementad e oa bet moullet gant Al Liamm 400 skouerenn er penn kentañ, 100 skouerenn e miz Du 2025, ha 100 skouerenn c'hoazh e miz Mae 2026. Ha chom a ra 79 skouerenn.

Teskad danevelloù a vremañ divyezhek Eost

Evel warlene gant an teskad Gwalarn 2025 ez eus bet savet un dastumad danevelloù divyezhek a vremañ anvet Eost da vezañ embannet gant embannadurioù Goater. Unnek danevell a zo bet dibabet. An troidigezhioù a zo bet frouezh ul labour stroll evel ma oa bet graet gant an dastumad kent. Embannet eo bet da-geñver Gouel  Broadel ar Brezhoneg e dibenn Mezheven 2026 e Mellag. 1000 skouerenn a oa bet moullet, 110 a zo bet gwerzhet. Bruderezh a vo graet gant JM Goater e saloñsoù Karaez, Plistin ha Gwenrann.

Emvod dre vizio Miz Meurzh 2026

Divizet e oa bet aozañ un daol-grenn war al lennegezh e Gouel Broadel ar Brezhoneg 2026. Breud a zo bet diwar-benn an tem end-eeun hag ar skrivagnerien a ve pedet. A-hend-all ez eus anv da sikour ar skrivañ  dre ouestlañ ur sammad arc’hant publik evit raktresoù hag a c’houlenn bezañ prientet ervat ha frejoù (beaj, prenadennoù, enklaskoù war al lec’h, eskemmoù gant arbennigourien…).

Emvod dre vizio Miz Ebrel 2026

Resisaet eo aoz an daol-grenn, an dibab eus ar re a gemero perzh enni, an animatour a c’hellfe ivez enrollañ ha filmañ an abadenn. Savet ez eus ur c’hinnig kentañ a-fet sikour an aozerien lennegezh, gant ar pal mont e darempred gant ar Rannvro. Meneg ez eus ivez eus roll an dresourien el levrioù evit ar yaouankiz, dezho da genlabourat da vat gant ar skrivagerien.

Gouel Broadel ar Brezhoneg e Mellag d’ar 28 a viz Mezheven 2026

Kinniget e oa bet gant SKRIV! an abadenn “Penaos kas al lennegezh vrezhonek war-raok? “ gant Anton Burel, animatour, ar skrivagerien ha skrivagnerezed Fulup Lannuzel, Jerom Ollivry, Tinaig Maugard, Mael Granig ha Malo Bouëssel du Bourg.  Klasket ez eus bet respont d’ar goulenn: penaos emañ kont e gwirionez gant an embann, al lenn hag ar skrivañ e brezhoneg ? Ha petra a ranker gwellaat pe krouiñ evit kas hol lennegezh war-raok. Un ugent bennak a dud a oa er sal. Graet ez eus bet bruderezh ivez evit an teskad Eost.

Emvod gant ar Rannvro e Roazhon d’ar 24 a viz Mezheven 2026

Degemeret eo bet Fanny Chauffin ha Kristian bras gant Kaourintine Hulaud (bezprezidantez evit yezhoù Breizh) ha Gwenvael Jequel (rener servijoù yezhoù Breizh) evit komz eus an teuliad « Taol-sikour d’al lennegezh vrezhonek » kinniget gant SKRIV !. Pevar c’hraf a oa bet lakaet ar pouez warno : ar skoazell d’ar skrivagnerien, reiñ lañs d’ar skrivañ evit ar grennarded/tud yaouank etre 16-19 vloaz, brudañ an aozerien, stummañ war ar skrivañ. Kaourintine Hulaud he deus urzhiet an oberezezhioù evel-henn :

1.      Skoazell d’ar skrivañ ervit ar re yaouank

2.      Skoazell d’an aozerien

3.      Stummañ

4.      Brudañ

Un emvod frouezhus eo bet ha  bez’ e c’heller soñjal e vo graet un degemer mat gant ar Rannvro evit ur goulenn yalc’had a-berzh SKRIV!

Emvod dre vizio Miz Gouere 2026

Gouestlet eo an emvod d’ar goulenn yalc’had digant ar Rannvro. Pouezet ez eus war roll ur blog/lec’hienn a zoare ( ur yalc’had 7500 € a oa bet goulennet), a zlefe bezañ ur gwir “panorama” eus al lennegezh vrezhonek. Termenañ a ranker petra a vo e-barzh al blog/lec’hienn : ar palioù, da betra e servijo, penaos e vo implijet, piv a labouro war beseurt tachenn ha.ha, peseurt ivinelloù (« onglets ») a vo, a-raok mont e darempred gant an dud a vicher (aoz ha priz). E tlefe ar raktres-se  bezañ prest evit miz Gwengolo.

Emzivizoù a zo ivez diwar-benn an atalieroù-skrivañ. Ret e vo termenañ evit piv a vo graet hag evit petra (lennegezh dre vras pe evit ar re yaouank), peseurt  padelezh ha hentenn ( « poelladennoù » pe/ha krouiñ...). Evit al lec’hioù ez eo meneget Ti ar Vro Montroulez, gant ur savadur kaer nevez-flamm.  Bez ‘ e c’helllfe bezañ  digreizennet, ober ur wech e Montroulez, ur wech e Gwened, pe Kemper…

Emvodoù dre vizio Miz Eost ha Gwengolo 2026

A-benn ar fin ez eus divizet klask sevel diouzhtu ur blog/lec’hienn gant skoazell Fanny Chauffin ha Yohann Rios. Evit kas da benn kement-se eo ret : 1) sevel an danvez a zo ezhomm; 2) kaout ur blog etreoberiat[1] 3) gwelout penaos e vo bouetaet al lec’hienn/blog en ur doare emren (kaout meur a verour).

Ar blog/lec’hienn a zlefe bezañ savet evit tud a oar traoù war al lennegezh met ivez  evit reoù na ouzont tra koulz lavaret war al lennegezh vrezhonek, live mann, un doare « lennegezh evit ar re null » ; ur rikour e ve hol lec’hienn/blog evit meur a seurt rumm, gant ar pal reiñ c’hoant da vont pelloc’h en anaouedezh al lennegezh, koulz an oberoù hag an aozerien.

Termenet ez eus ur merour evit pep ivinell, dezhañ da deurel evezh evit ma vo bouetaet ingal ar pajennoù :  Skrivagnerien + A-zivout skrivañ (Fulup L) ; Yaouankiz (Fanny C) ; Taolioù from + Lennegezh dre selaou (Kristian B) ; Darvoudoù (Bernez R ). Fanny C a raio war-dro an evezhiadennoù (“commmentaires « ) da heul ar pennadoù, hervez reolennoù a vo da resisaat. Ur stumm kentañ eus ar blog/lec’hienn-se a c’heller gwelout dre vont war https://skriv.netlib.re/ . E tlefe ar blog bezañ war ziskouez a-benn kreiz miz Here.

A-benn ar fin e oa bet kavet gwelloc’h gortoz ma ve aet pelloc’h ar raktres a-raok goulenn ur yalc’had. Ne vern penaos n’eo ket an doare goulenn yalc’had digant ar rannvro tre diouzh doare ur gevredigezh evel SKRIV! Klasket e vo gwelout ha n’eus ket un doare eeunoc’h da sevel seurt teuliad.

Emvod gant ar Rannvro e Montroulez d’an 2 a viz Here 2026.

Kejet en deus Kristian Braz gant Kaourintine Hulaud ha Gwenvael Jequel. Kadarnaet eo  bet ar goulenn yalc’had a-berzh SKRIV! gant ma vo gellet sevel un teuliad buan a-walc’h.

Emvod dre vizio Miz Here 2026

Divizet ez eus lakaat ar blog en-linenn adalek an 12 a viz Here. Graet ez eus ur gemennadenn skouer da gas d’an aozadurioù-mañ: FC: Facebook e brezhoneg, bodad-lenn Pleuwigner; MB: Brezhoweb, Ya!, BRETONS, Al Liamm, bodadoù-lenn Roazhon ha Kawan; FL: Bremañ; KB: ar radioioù brezhonek, bodad-lenn Montroulez; BR: Le Télégramme, bodad-lenn Kemper, Tiez ar Vro. Termenet eo listenn al lec’hiennoù « mignoned » a vo lakaet war marz dehoù ar bajenn degemer.

Savet e vo ur merk-pajenn evit brudañ al lec’hienn (FC), hag a c’hello bezañ  ingalet ha roet da skouer d’ar re a bren levrioù an izili er saloñsoù. FL ha KB a gemero perzh e saloñsoù Karaez ha Plistin gant Goater, digarez da vrudañ al lec’hienn ha skignañ ar merk-pajenn.

Gwellaet e vo ar blog tamm-ha-tamm. E vo gellet kaout un dra kempennoc’h,  ken a-fet danvez, ken a-fet stumm, da c’houde, bennozh da skoazell arc’hant ar rannvro (sl. pelloc’h). Un  emvod-kelaouiñ gant kazetennerien a vo graet a-benn tri miz.

Da heul an emvod frouezhus a zo bet e Montroulez gant Kaourintine Hulaud, bezprezidantez, ha Gwenvael Jequel, rener servij, Kristian Braz en deus savet ur rakvudjed evit 2026 (6400 € gant ur skoaziad 4000 € a-berzh ar Rannvro) ha leuniet an teuliad yalc’had. Talvezout a raio da gentañ-penn evit ar blog, ar skoazell d’an aozerien ha d’ar stummañ. Evit ar skoazell d’an aozerien e kemero perzh izili SKRIV! er bodad dibab, hag a vo savet diwar skouer an hini a dalvez evit an treiñ.

Dalc’hoù stummañ

Daou zalc’h stummañ a zo rakwelet. Unan e Montroulez e Ti ar Vro d’an 21 a viz Du gant Kristian Braz  war an arvezioù diseurt da gemer e kont pa skriver lennegezh ; unan all gant Fanny Chauffin e kreisteiz ar vro war al lennegezh evit ar yaouankiz en diskaramzer. Klasket e vo ober bruderezh miz a-raok da nebeutañ (rouedadoù sokial, kelaouenn Ya!...).

Klozadur

Kaset ez eus bet ur raktres a zoare gant SKRIV ! gant an teskad Eost. Ar blog/lec’hienn en ur stumm nevez a zo bet war-raok, ha soñjal a c’heller e vo gellet kinnig un dra gaer a-barzh nemeur e-tailh da vrudañ al lennegezh vrezhonek.

Hon obererezh a zlefe avat bezañ rannet etre muioc’h a dud. Mar fell dimp gwelout SKRIV ! o c’hoari ar roll lakaet er statudoù ha seveniñ ar palioù meneget enno eo poent ma c’hellfe ur skipailh ledanoc’h magañ buhez hor c’hevredigezh.             

Fulup Lannuzel Sekretour SKRIV !



[1] « interactif »

 Okitanegerien Itali hag ar Premio Ostana : ur skouer evit Breizh ?

Ur pennad embannet er Peuple Breton (Gwengolo 2025)

Ostana,

ou le « miracle » occitan

« Es sus la talvèra qu’es la libertat. » La talvèra, la lisière, les marges, où se trouve la liberté, comme l’a écrit Joan Bodon1. Les marges : 12 vallées piémontaises, occitanophones ; en leur centre, Ostana, au pied du mont Viso, aux sources du Pô. Une commune de moins de 100 habitants, étalée entre 1 100 et 1 600 mètres d’altitude, qui a inversé la spirale du déclin en un modèle de renouveau architectural, agricole, touristique, culturel et social ; avec comme moteur une occitanité résolument ouverte sur le monde. ➤ Par Kristian Braz

Le vigoureux réveil occitan du début des années 1970, avec ses chanteurs, ses écrivains, le Larzac... fut un − bref − intermède où une partie de la gauche française se voulait fédéraliste ! À l’université d’été occitane de 1972, Ines Cavalcanti, qui a toujours parlé « a nòsta mòda » dans son Val Maira, découvre avec émerveillement que, comme ces artistes et intellectuels, elle parle une langue prestigieuse, l’occitan, et qu’elle partage avec eux un vaste territoire qui transcende les frontières. Elle va désormais consacrer son énergie au renou- veau de sa langue et de son pays mon- tagnard.

Les années 1970 sont aussi celles de l’exode rural. Un pays alpin « vidé par la Fiat », selon Giacomo Lombardo, issu de la diaspora montagnarde à Turin. Ostana ne compte plus que six habi- tants ! Il faut en finir avec « le monde des vaincus ». Élu maire d’Ostana en 1985 (il l’est toujours en 2025, avec interrup- tions), Giacomo lance avec ses compagnons militants un ambitieux projet de régénération, toujours en cours ; un laboratoire qui va devenir un modèle, fermement ancré dans la langue et la culture occitanes, en harmonie avec son milieu montagnard.

Que faire des maisons abandonnées ? Des ré- sidences secondaires ? Pas question. Avec l’architecte local Renato Maurino, puis l’université de Turin, un projet de « bioarchitecture » vise à préserver l’unité du village, en rénovant dans le style et avec les matériaux traditionnels (bois, pierre et lauze). Tissant des relations avec divers organismes et récoltant des subventions, ils poursuivent dans cette logique : un beau village,

certes, mais qui doit impérativement être un lieu de vie durable, en attirant des forces vives et sortant de l’isolement. L’affirmation occitane en est le socle, l’ouverture à l’international un prérequis.

L’objectif d’atteindre 100 habitants − permanents − semble en passe de se réaliser. Nombre d’initiatives durables ont vu le jour : réseau d’eau, bar-res- taurant, centre de santé, boulangerie, fromagerie, renouveau de l’élevage caprin et ovin... Création de la coopé- rative Viso a Viso, centre de découverte du milieu alpin et de conférences, réouverture de l’école en 2021, traduction, école de cinéma l’Aura en 2012, école de musique... Une véritable « industrie culturelle de minorité ». On réinstaure le rúido (travaux en commun), on installe une famille pakistanaise, on attire les énergies... Une montagne rajeunie, un lieu devenu habitable et désirable − même si le modèle reste fragile. Certains vont jusqu’à faire d’Ostana la « capitale piémontaise de la renaissance alpine ».

Son engagement occitan fait du vil- lage aujourd’hui la terra madre delle lingue madre2. La loi de 1999 – même imparfaite − accorde protection aux 12 langues traditionnelles d’Italie. Avec le soutien de la Chambra d’Òc (association culturelle où siègent Ines et Giacomo), Ostana lance en 2008 un pari fou : devenir la capitale mondiale de la scritture in lingua madre3 en lançant, avec de jeunes bénévoles – toujours présents en 2025 ! − le Premio Ostana, formule couronnée de succès. En juin dernier, j’étais l’invité (lauréat du prix spécial) du 17e Premio Ostana, en compagnie de Bernez Rouz, du Festival du livre en Bretagne, devenu partenaire, et du breton- nant irlandais Éamon Ó Ciosáin (prix de la traduction). Autres langues primées en 2025 : kurde, occitan, croate, malgache, galicien et cerma (Burkina Faso).

Littérature, traduction, musique, ciné- ma... Une volonté internationale réso- lument affirmée, un incontournable lieu de rencontre entre locuteurs de langues minorisées – dont « nos » Occitans, heureux d’échapper au carcan français, pour qui Ostana est un de ces points magiques sur la linha Imaginòt, ligne imaginaire reliant les « capitales » occitanes. Car pour eux, « le pays n’est pas un territoire, c’est la langue ».

Et la fête de se terminer au son des superbes polyphonies occitanes (sur le plan vocal, Bretons et Irlandais avaient aussi quelques arguments à faire valoir !), avant la retraversée des Alpes à l’aube, la tête pleine de rêves de linha Imaginòt celto-occitane... et au-delà − avec en fond sonore l’hymne de la•17e édition : Sensa raïtz, pas de flors2...

https://www.ethnographiques.org/2018/ Chiarini

https://www.premioostana.it/

https://www.chambradoc.it/chambraDoc. page

1. Prononcer « Boudou ».
2. Terre mère des langues mères. 3. Écriture en langue maternelle. 4. « Sans racines, pas de fleurs. »

28 Le Peuple breton | septembre 2025