lundi 2 novembre 2026

 

Rentañ-kont emvod-meur SKRIV !

Emglev ar skrivagnerien vrezhonek

25 a viz Here e Karaez

Bezant : Fulup Lannuzel (FL), Fanny Chauffin (FC), Bernez Rouz (BR), Patrice Marquand (PM), Kristian Braz (KB), Laurence Lavrand (LL), Malo Bouëssel du Bourg (MBB)

Digarezet : Filip Oillo, Paol ar Meur, Iwan ar Fur, Mikael Madeg.

1- Stad ar c’hontoù

KB  a ziskouez taolenn an dispignoù hag ar gounidoù (stad ar c’hef 10 2025/10 2026):

DISPIGNOÙ

 

GOUNIDOÙ

 

Mizoù-hent

103

skodennoù

120

Predoù

26

Gwerzh levrioù

104

Bruderezh

43

Ademezelañ

20

Helloasso

60

Dilerc’h 2025

260

KLT

40

 

 

Hollad

272

 

504

 

An dispignoù a c’hoarvez dreist-holl eus mizoù-hent ha predoù, emezeladur da g-KLT Montroulez, hag aozadur ur merk-pajenn evit ober bruderezh d’al lec’hienn SKRIV! Kollet ez eus 20 € diwar  diaesterioù gant Helloasso. Chom a ra neuze 232 € er c’hef.

Degemeret eo stad ar c’hontoù. Divizet ez eus mirout ar skodenn-vloaz da 10€ dre zen. An izili bezant a gemer tro eus an emvod evit paeañ o skodenn evit 2027.

2-Danevell obererezh 2025-2026

FL  a ra un addispleg eus an danevell obererezh bet kaset d’an holl izili a-raok an emvod (sl. ar skrid-se evit ar munudoù). Pouezañ a ra  war ar raktresoù kaset da benn gant SKRIV !, al levr antologiezh danevelloù  Eost embannet gant Goater, savidigezh al lec’hienn nevez eus SKRIV! bennozh da skoazel FC ha Yohann Rios. KB a ro munudoù diwar-benn teuliad “an taol-sikour d’al lennegezh vrezhonek” kinniget gant SKRIV! hag an eskemmoù gant ar Rannvro.

Diwar se e  sav emzivizoù etre an dud bezant:

·         Klasket e vo kaout skouerioù ouzhpenn digant Goater, evit skignañ anezho er bodadoù-lenn da skouer.

·         Tennet e vo gounid eus an emvod-kelaouiñ evit al lec’hienn, rakwelet a-benn tri miz, evit ober bruderezh evit an teskad Eost.

·         Ur breud a zo a-zivout anv al lec’hienn, rak meur a Skriv  a zo war ar genrouedad, ha ne zegouezher ket war-eeun gant hon hini, un afer a zaveenniñ (« référencement»). FL a ginnig lakaat SKRIV!omp evit al lec’hienn en ur zerc’hel SKRIV! evit anv ar gevredigezh. A-benn ar fin ez eus divizet lezel an traoù evel m’emaint ha gortoz dibenn ar bloaz evit divizout petra ober.

·         BR a soñj dezhañ e ve mat kaout meneg al levrioù brezhonek troet e yezhoù all war al lec’hienn. Divizet ez eus neuze krouiñ un ivinell nevez  Treiñ  evit se (KB a vo e karg anezhi). Divizet ez eus ivez e c’hello bezañ degemeret troerien er gevredigezh SKRIV !.

·         KB a lavar ez eo bet kadarnaet ur sammad 4000 € gant ar rannvro evit 2026.

·         Daou zalc’h stummañ a vo e dibenn 2026, unan gant KB e Montroulez d’an 21 a viz Du, hag unan all gant FC (lennegezh evit ar yaounkiz) e Kemperle d’an 12 a viz Kerzu. E soñj emeur goulenn 30 € digant ar berzhidi evit kemer perzh.

Hervez ar statudoù ez eo nevezet ar c’huzul-merañ hervez an doare a oa bet embreget warlene[1]: neuze ez a er-maez LL, BR, FC, hag addilennet ez int kerkent.

Setu ar c’huzul-merañ nevez:

Malo Bouëssel du Bourg

Kristian Braz

Fanny Chauffin

Fulup Lannuzel

Laurence Lavrand

Patrice Marquant

Paol ar Meur

Bernez Rouz

 

3-Raktresoù evit ar bloaz a zeu

A-zivout ar blog  e sav ur goulenn: degemer anezhañ pe ober un dra all. A-du emañ an holl evit ma vo kendalc’het er stumm m’emañ (https://skriv.netlib.re/), gant ma vo gwellaet tamm-ha-tamm. Evit se e raio SKRIV! ur gevrat merañ da Yohann Rios (300 €), da sikour ar verourien da ziskoulmañ ar c’hudennoù a c’hell sevel e mererezh ar blog. A-du an holl gant ar c’hinnig-se.

A-fed bruderezh e vo kendalc’het gant ar pezh a zo bet boulc’het, dreist-holl war ar rouedadoù sokial, Facebook brezhonek, hag Instagram (FC a yelo e darempred gant Julia, tresourez evit Keit Vimp Bev, oberiant war an dachenn-se).

KB a ginnig gwellaat an ivinell Skrivagnerien: ober “poltredoù” buhezekoc’h dre sevel atersadennnoù aodio-video pe respontoù da c’houlennoù war o doare da welout al lennegezh, un doare d’ober anaoudegezh resisoc’h ganto (KB a savo ur roll goulennoù da gas d’ar skrivagnerien).

Pouezus eo ivez e ve muioc’h a dud o kas pennadoù d’ar blog, peurgetket evit an ivinell Taolioù from.

LL en em c’houlenn ha ne ve ket mat kaout un dra bennak evit degemer ar re a venn skrivañ testennoù hep bezañ re varrek atav, un doare d’o broudañ da vont da vat war an dachenn. E c’hellfe an ivinell A-zivout skrivañ  degemer an dra-se.

Mat e ve aozañ un « Nozvezh al lennegezh » e brezhoneg diwar skouer ar pezh a vez graet  e miz Genver e Frañs evit ar galleg. Dodenn ar bloaz-mañ eo ar “vugaleaj”. Kinnig a ra SKRIV! ober se e miz Meurzh da-geñver « Miz ar brezhoneg ». Mat e ve kemer harp war un aozadur bennak evel ur vediaoueg, un Ti-ar-Vro pe un davarn, hag enrollañ an abadenn, hag a ve skignet war hol lec’hienn. Anv a zo d’ober se e Roazhon, Montroulez ha Kawan.

 

Ur breud a zo bet ivez war an doare da implij an arc’hant a zeufe digant ar Rannvro.

FC a soñj dezhi e ve mat kaout ur sammad evit prenañ levrioù (un dek bennak lakaomp) digant an embannerien evit o skignañ war-lerc’h er bodadoù-lenn da skouer.

Meneg a zo ivez da aozañ ur chomadenn en anv SKRIV! e-giz  ma ra Al Liamm da skouer. Hervez lod n’eo ket un dra aes da ober, ha chastreüs a-walc’h an teuliad da sevel. Divizet ez eus chom hep ober evit ar mare hag en em soñjal pelloc’h.

Un eskemm hir a zo diwar-benn “ar skoazell d’an aozerien evit krouiñ oberoù lennegel ken evit ar re yaouank ken evit an dud vras”, a ve arc’hantaouet gant ur sammad 7 500  € (1 500 € evit pep krouer mar bez 5 anezho). Ar mont en-dro a ve awenet gant ar pezh a vez graet evit an treiñ gant an OPAB. Stadañ a reer hon eus ket termenet mat a-walc’h argerzh ar mont en-dro c’hoazh. Dav e vo d’en ober a-barzh mont e darempred gant ar Rannvro.

FC a veneg e vo hanter-kant vloaz Diwan e 2027. Ha ne ve ket mat aozañ un gevezadeg skrivañ da-geñver an darvoud-se ?

Evit an dalc’hioù stummañ e soñjer e ve mat paeañ ar stummerien 300€ pe 500 € (mar beze meur a hini e vo an hanter), hep kontañ ar mizoù-hent ha kement ‘zo. A-du an holl.

Hervez MBB e ve mat skoazellañ ar re o deus c’hoant da skrivañ hep bezañ re en o aez hag a c’hellfe bezañ paeroniet gant skrivagnerien arroutet ervat. A-du an holl gant ar mennozh-se. MBB a raio war-dro ar “baeroniezh”-se . Ober a raio ur c‘hinnig hag a vo lakaet er blog e-barzh an ivinell A-zivout skrivañ.

 

Evit dezastum, setu ar pezh a zo bet divizet evit ar rakvudjed:

·         300 € evit Yohann Rios: skoazell da vererezh ar blog ; a-du an holl.

·         300 € / 500 € evit ar stummerien dalc’hioù stummañ; a-du an holl.

·         300 € evit Nozvezh al Lenn; da resisaat.

·         ? Prenañ levrioù a vo implijet gant ar gevredigezh e mod pe vod, evit an dalc’hoù stummañ pe evit bezañ ingalet e bodadoù-lenn da skouer; da resisaat.

·         ? Chomadenn en anv SKRIV!; da welout.

A-hend-all e chom da resisaat  “ar skoazell d’an aozerien”  e stumm un destenn hag a zeskriv piv a ra petra (tennadoù an argerzh), a-raok mont e darempred gant ar Rannvro.



[1] Divizet e oa  ez afe kuit tri den gant ma ve posupl dezho dont en-dro mard eo asant an emvod-meur. A-du emañ an izili bezant gant an doare-se d’ober.