SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek
DANEVELL OBEREREZH
2025-2026
Degas a reer da soñj e oa bet krouet SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek e miz Mezheven 2024, e Karaez, evel
kevredigezh hervez lezenn 1añ a viz Gouere 1901, evit bezañ ul lec’h eskemm etre skrivagnerien ha skrivagnerezed a fell dezho
diorren ar c’hrouiñ e brezhoneg, evit reiñ skoazell dezho en o oberoù ha da
zifenn o lazioù, hag ivez evit gas war-raok anaoudegezh al lennegezh e
brezhoneg hag al lenn hag ar skrivañ lennegel evit an dud.
Bez ‘ ez eus 16 den emezellet.
Emvodoù ha raktresoù bet e 2025 ha 2026
Tri c’hraf
pennañ a zo bet pledet ganto er bloaz-mañ:
·
Embann un dastumad danevelloù a vremañ, e ditl Eost
·
Kas
war-raok un taol-sikour d’al lennegezh vrezhonek
·
Sevel
ur gwir blog/lec’hienn evit SKRIV!
Bruderezh evit an teskad danevelloù Gwalarn 2025
Div abadenn a zo bet: d’an 12 a viz Du 2025 en
egor Ouest-France e Roazhon e galleg ha d’an 13 a viz Du e Skol an Emsav e
brezhoneg. Kinniget e oa gant Fulup Lannuzel, skrivagner, Cédric Choplin, kelenner
skol-veur e Roazhon 2, ha Bernez Rouz,
kazetenner hag istorour.
A-fet kementad e oa bet moullet gant Al Liamm
400 skouerenn er penn kentañ, 100 skouerenn e miz Du 2025, ha 100 skouerenn
c'hoazh e miz Mae 2026. Ha chom a ra 79 skouerenn.
Teskad danevelloù a vremañ divyezhek Eost
Evel warlene gant an teskad Gwalarn 2025
ez eus bet savet un dastumad danevelloù divyezhek a vremañ anvet Eost da
vezañ embannet gant embannadurioù Goater. Unnek danevell a zo bet dibabet. An
troidigezhioù a zo bet frouezh ul labour stroll evel ma oa bet graet gant an
dastumad kent. Embannet eo bet da-geñver Gouel Broadel ar Brezhoneg e dibenn Mezheven 2026 e Mellag.
1000 skouerenn a oa bet moullet, 110 a zo bet gwerzhet. Bruderezh a vo graet
gant JM Goater e saloñsoù Karaez, Plistin ha Gwenrann.
Emvod dre vizio Miz Meurzh 2026
Divizet e oa bet aozañ un daol-grenn war al
lennegezh e Gouel Broadel ar Brezhoneg 2026. Breud a zo bet diwar-benn an tem
end-eeun hag ar skrivagnerien a ve pedet. A-hend-all ez eus anv da sikour ar
skrivañ dre ouestlañ ur sammad arc’hant publik evit raktresoù hag
a c’houlenn bezañ prientet ervat ha frejoù (beaj, prenadennoù, enklaskoù war al
lec’h, eskemmoù gant arbennigourien…).
Emvod dre vizio Miz Ebrel 2026
Resisaet eo aoz an daol-grenn, an dibab eus ar
re a gemero perzh enni, an animatour a c’hellfe ivez enrollañ ha filmañ an abadenn.
Savet ez eus ur c’hinnig kentañ a-fet sikour an aozerien lennegezh, gant ar pal
mont e darempred gant ar Rannvro. Meneg ez eus ivez eus roll an
dresourien el levrioù evit ar yaouankiz, dezho da genlabourat da vat gant ar
skrivagerien.
Gouel Broadel ar Brezhoneg e
Mellag d’ar 28 a viz Mezheven 2026
Kinniget e oa bet gant SKRIV! an
abadenn “Penaos kas al lennegezh vrezhonek war-raok? “ gant Anton Burel,
animatour, ar skrivagerien ha skrivagnerezed Fulup Lannuzel, Jerom Ollivry,
Tinaig Maugard, Mael Granig ha Malo Bouëssel du Bourg. Klasket ez eus bet respont d’ar goulenn:
penaos emañ kont e gwirionez gant an embann, al lenn hag ar skrivañ e brezhoneg
? Ha petra a ranker gwellaat
pe krouiñ evit kas hol lennegezh war-raok. Un ugent bennak a dud a oa er sal.
Graet ez eus bet bruderezh ivez evit an teskad Eost.
Emvod gant ar Rannvro e Roazhon d’ar 24 a viz Mezheven
2026
Degemeret eo bet Fanny Chauffin ha Kristian
bras gant Kaourintine Hulaud (bezprezidantez evit yezhoù Breizh) ha Gwenvael Jequel
(rener servijoù yezhoù Breizh) evit komz eus an teuliad « Taol-sikour d’al
lennegezh vrezhonek » kinniget gant SKRIV !. Pevar c’hraf a oa bet
lakaet ar pouez warno : ar skoazell d’ar skrivagnerien, reiñ lañs d’ar
skrivañ evit ar grennarded/tud yaouank etre 16-19 vloaz, brudañ an aozerien,
stummañ war ar skrivañ. Kaourintine Hulaud he deus urzhiet an oberezezhioù
evel-henn :
1. Skoazell d’ar skrivañ ervit ar re
yaouank
2. Skoazell d’an aozerien
3. Stummañ
4. Brudañ
Un emvod frouezhus eo bet ha bez’ e c’heller soñjal e vo graet un degemer
mat gant ar Rannvro evit ur goulenn yalc’had a-berzh SKRIV!
Emvod dre vizio Miz Gouere 2026
Gouestlet eo an emvod d’ar goulenn yalc’had digant
ar Rannvro. Pouezet ez eus war roll ur blog/lec’hienn a zoare ( ur yalc’had
7500 € a oa bet goulennet), a zlefe bezañ ur
gwir “panorama” eus al lennegezh vrezhonek. Termenañ a ranker petra a vo
e-barzh al blog/lec’hienn : ar palioù, da betra e servijo, penaos e vo
implijet, piv a labouro war beseurt tachenn ha.ha, peseurt ivinelloù
(« onglets ») a vo, a-raok mont e darempred gant an dud a vicher (aoz
ha priz). E tlefe ar raktres-se bezañ
prest evit miz Gwengolo.
Emzivizoù a zo ivez diwar-benn an
atalieroù-skrivañ. Ret e vo termenañ evit piv a vo graet hag evit petra
(lennegezh dre vras pe evit ar re yaouank), peseurt padelezh ha hentenn (
« poelladennoù » pe/ha krouiñ...). Evit al lec’hioù ez eo
meneget Ti ar Vro Montroulez, gant ur savadur kaer nevez-flamm. Bez ‘ e c’helllfe bezañ digreizennet, ober ur wech e Montroulez, ur
wech e Gwened, pe Kemper…
Emvodoù dre vizio Miz Eost ha
Gwengolo 2026
A-benn ar fin ez eus divizet
klask sevel diouzhtu ur blog/lec’hienn gant skoazell Fanny Chauffin ha Yohann
Rios. Evit kas da benn kement-se eo ret : 1) sevel an danvez a zo ezhomm; 2)
kaout ur blog etreoberiat[1]
3) gwelout penaos e vo bouetaet al lec’hienn/blog en ur doare emren (kaout meur
a verour).
Ar blog/lec’hienn a zlefe bezañ
savet evit tud a oar traoù war al lennegezh met ivez evit reoù na ouzont tra koulz lavaret war al
lennegezh vrezhonek, live mann, un doare « lennegezh evit ar re
null » ; ur rikour e ve hol lec’hienn/blog evit meur a seurt rumm, gant
ar pal reiñ c’hoant da vont pelloc’h en anaouedezh al lennegezh, koulz an
oberoù hag an aozerien.
Termenet ez eus ur merour evit
pep ivinell, dezhañ da deurel evezh evit ma vo
bouetaet ingal ar pajennoù : Skrivagnerien
+ A-zivout skrivañ (Fulup L) ; Yaouankiz (Fanny
C) ; Taolioù from + Lennegezh dre selaou (Kristian B) ;
Darvoudoù (Bernez R ). Fanny C a raio war-dro an evezhiadennoù (“commmentaires « )
da heul ar pennadoù, hervez reolennoù a vo da resisaat. Ur stumm kentañ eus ar
blog/lec’hienn-se a c’heller gwelout dre vont war https://skriv.netlib.re/ . E tlefe ar blog bezañ war ziskouez a-benn kreiz miz Here.
A-benn ar fin e oa bet kavet gwelloc’h
gortoz ma ve aet pelloc’h ar raktres a-raok goulenn ur yalc’had. Ne vern penaos
n’eo ket an doare goulenn yalc’had digant ar rannvro tre diouzh doare ur
gevredigezh evel SKRIV! Klasket e vo gwelout ha n’eus ket un doare eeunoc’h da
sevel seurt teuliad.
Emvod gant ar Rannvro e
Montroulez d’an 2 a viz Here 2026.
Kejet en
deus Kristian Braz gant Kaourintine Hulaud ha Gwenvael Jequel. Kadarnaet
eo bet ar goulenn yalc’had
a-berzh SKRIV! gant ma vo gellet sevel un teuliad buan a-walc’h.
Emvod dre
vizio Miz Here 2026
Divizet ez eus lakaat ar blog en-linenn adalek
an 12 a viz Here. Graet ez eus ur gemennadenn skouer da gas d’an
aozadurioù-mañ: FC: Facebook e brezhoneg, bodad-lenn Pleuwigner; MB: Brezhoweb,
Ya!, BRETONS, Al Liamm, bodadoù-lenn Roazhon ha Kawan; FL: Bremañ;
KB: ar radioioù brezhonek, bodad-lenn Montroulez; BR: Le Télégramme,
bodad-lenn Kemper, Tiez ar Vro. Termenet eo listenn al lec’hiennoù
« mignoned » a vo lakaet war marz dehoù ar bajenn degemer.
Savet e vo ur merk-pajenn evit brudañ al
lec’hienn (FC), hag a c’hello bezañ
ingalet ha roet da skouer d’ar re a bren levrioù an izili er saloñsoù.
FL ha KB a gemero perzh e saloñsoù Karaez ha Plistin gant Goater, digarez
da vrudañ al lec’hienn ha skignañ ar merk-pajenn.
Gwellaet e vo ar blog tamm-ha-tamm. E vo
gellet kaout un dra kempennoc’h, ken
a-fet danvez, ken a-fet stumm, da c’houde, bennozh da skoazell arc’hant ar
rannvro (sl. pelloc’h). Un emvod-kelaouiñ gant kazetennerien a vo graet
a-benn tri miz.
Da heul an
emvod frouezhus a zo bet e Montroulez gant Kaourintine Hulaud, bezprezidantez,
ha Gwenvael Jequel, rener servij, Kristian Braz en deus savet ur rakvudjed evit
2026 (6400 € gant ur skoaziad 4000 € a-berzh ar Rannvro) ha leuniet an teuliad
yalc’had. Talvezout a raio da gentañ-penn evit ar blog, ar skoazell d’an aozerien
ha d’ar stummañ. Evit ar skoazell d’an aozerien e kemero perzh izili SKRIV! er
bodad dibab, hag a vo savet diwar skouer an hini a dalvez evit an treiñ.
Dalc’hoù stummañ
Daou zalc’h stummañ a zo rakwelet. Unan e
Montroulez e Ti ar Vro d’an 21 a viz Du gant Kristian Braz war an
arvezioù diseurt da gemer e kont pa skriver lennegezh ; unan all gant Fanny
Chauffin e kreisteiz ar vro war al lennegezh evit ar yaouankiz en diskaramzer.
Klasket e vo ober bruderezh miz a-raok da nebeutañ (rouedadoù sokial, kelaouenn
Ya!...).
Klozadur
Kaset ez eus bet ur raktres a zoare gant
SKRIV ! gant an teskad Eost. Ar blog/lec’hienn en ur stumm nevez a
zo bet war-raok, ha soñjal a c’heller e vo gellet kinnig un dra gaer a-barzh
nemeur e-tailh da vrudañ al lennegezh vrezhonek.
Hon obererezh a zlefe avat bezañ rannet etre
muioc’h a dud. Mar fell dimp gwelout SKRIV ! o c’hoari ar roll lakaet er
statudoù ha seveniñ ar palioù meneget enno eo poent ma c’hellfe ur skipailh
ledanoc’h magañ buhez hor c’hevredigezh.
Fulup Lannuzel Sekretour SKRIV !