Rentañ-kont emvod ar c’huzul-merañ, dre visio d’ar 27 a viz Ebrel 2026
Bezant : Malo Bouëssel du
Bourg (MB), Kristian Braz (KB), Fanny Chaufin (FC), Fulup Lannuzel (FL), Paol
ar Meur (PaM)
Digarezet : Laurence Lavrand
Daou graf a oa war ar roll :
1) Stad an traoù e-keñver raktres an abadenn
(taol-grenn) er GBB a vo dalc’het d’ar Sul 28 e viz Even da 2 eur
2) Stad an traoù e-keñver
an taol sikour da reiñ d’ar raktresoù levrioù
1-RAKTRES AN ABADENN (TAOL-GRENN)
ER GBB
Ur respont a-du hon eus bet
digant Jerom Olivry, evel skrivagner hag embanner. Emell Priya Thorel a chom da
gadarnaat (FC).
Evit komz en anv SKRIV ! ez eo prest FL d’ober, nemet e vefe tud all. FC a
lavar e ve mat kaout daou zen a-berzh SKRIV !, unan evir mont en-dro an
diviz, unan all en anv SKRIV ! end-eeun. FL a respont ez eo Anton Burel a
raio an animatour ; ouzhpenn-se e pledo gant an enrollañ hag ar
filmañ e-kerzh an abadenn. Hervezañ e c‘hellfe ivez ur studierez hag a gustum
daremprediñ bodad-lenn Skol an Emsav e Roazhon kemer perzh en abadenn mar bez
ezhomm.
Chom a ra c’hoazh daou pe dri zen da
gaout. FC a c’houlenn ha respontet he deus Delphine Le Bras (renerez T.E.S.).
N’he deus ket graet, neuze e kas-hi ur postel diouzhtu dezhi. Mat e ve ivez
kaout un den yaouank en daol-grenn. FC a veneg Morgan (+ anv familh ?) a
zo e pevare klas Diwan Kemper, ur plac’h barrek, lennerez ampart. Kas a ra FC ur postel dezhi ivez.
Mar dastumomp ar re meneget
betek-henn ez eus 4 den : Jerom Olivry, FL, Delphine Le Bras, Morgan.
Padal e klaskomp kaout 5 pe 6 den. Chom a rafe daou zen c’hoazh da dizhout.
Menegiñ a ra MB an embanner Arnaud Elegouet (Bannoù Heol), hag a sav traoù evit
ar re yaouank. KB a zegas da soñj ez eo savet an daol-grenn evit an aozerien da
gentañ-penn, evit brudañ SKRIV ! ha levr danevelloù divyezhek embannet
gant Goater, Eost.
Meneget ez eus tud all, Loeiza an
Duigoù, Loeiza Beauvir (a ra podkastoù ivez), met hep mont pelloc’h. FC a ra
anv eus Gwenola Coïc, kelennerez war ar brezhoneg, bet kemeret perzh e Priz ar
Yaouankiz, hag he deus kaset da benn
klazik raktresoù. A-du emañ an holl e ve goulennet outi kemer perzh en abadenn.
Mat e ve kaout un den evit dastum
an holl respontoù. Neuze ez eo MB a raio evit Gwenola, Arnaud, Priya, tra ma raio FC war-dro Morgan. Mar
respont an holl dud meneget ez eus bremañ 6 den evit an daol-grenn.
MB a lavar e ve mat kaout sifroù
evit boueta an abadenn. FL a respont en deus degemeret tri respont a-berzh an
embannerien. MB a gaso da FL sifroù an OPAB. Meneget ez eus
ivez ar pezh a zo bet embannet gant ar CNL a-fet al lenn dre rummadoù oad.
2- TAOL SIKOUR DA REIÑ
D’AR RAKTRESOU LEVRIOU
KB a ra un diverrañ eus ar
c’hinnig en deus graet a-fet sikour an aozerien lennegezh da gas war-raok o
raktresoù. Savet en deus un destenn simpl ma tispleg an traoù. Kinnig a ra
klokaat anezhi evit diskouez ar skoazell diseurt dre rummad (levrioù a
c’houlenn enklaskoù, levrioù evit ar re yaouank ha oadourien yaouank, kemer
perzh e saloñsoù, skolioù, radioioù, stummadur an aozerien, ur blog a-zoare…),
gant an arc’hant a ve ezhomm bep tro. Ur bodad barn a ve savet ma’z eo an aoz
anezhañ da dermenañ c’hoazh. Kaset e vo d’ar berzhidi a-benn nebeut.
FC a soñj dezhi e ve mat mont e
darempred gant ar Rannvro, war an diazez ez eo an destenn-se. Mat e vo kaout un
teknisian hag ur politikour en emvod-se. Kendivizout a ra ar berzhidi da
c’houzout an dud da dizhout. Meneget eo evel teknisian Gwenvael Jequel, ha
Kaourintine Hulaud evel politikourez. Mar en em gav FC gant Kaourintine Hulaud
da-geñver ar Redadeg e klasko mont e darempred ganti. Menegiñ a ra KB ivez tud
eus an UDB evel Gaël Briand ha Nil Caouissin.
Mat e ve kaout un emgav e Roazhon
a-benn nebeut. KB a zle mont di d’ar 1añ a viz Even. Chom a ra an emgav-se da
aozañ (KB+FC + ?).
Arabat eo gortoz re , rak votet e vez evit ar yalc’hadoù e miz Here, hag e rank
an teuliadoù bezañ prest a-raok.
3-TRAOU ALL
MB
a soñj dezhañ e ve mat soñjal tostaat aozerien ha treserien pa weler
pouez ar mangaoù hag ar bannoù treset evit ar re yaouank hag an dud deuet. FC a veneg ar skiant-prenet gant kelaouennoù evel
Rouzig pe Louarnig. Bez’ ez eus kalz tresourien e Breizh, ha mat
e ve startaat an darempredoù etre an tresañ hag ar skrivañ, ha n’eo ket hepken
evit ar mangaoù hag an bannoù-treset met ivez evit al levrioù skeudennaouet (KB
sl. testenn meneget a-us).
Fulup Lannuzel
Sekerour SKRIV !