jeudi 21 mars 2024

Rentañ-kont emvod kentañ SKRIV! e Karaez

 

Emvod kentañ SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek

Karaez 14/03/24

 

Bezant : Paol ar Meur, Laurence Lavrand , Gege Gwenn, Jakez-Erwan Mouton, Fulup Lannuzel, Mikael Madeg, Yann-Ber Kemener, Pierrette Kermoal ha Gwenael Maze, Sarah Chedifer, Pascal Hervio, Filip Oillo, Laetitia Fitamant, Kristian Braz, Fanny Chauffin.

Digarezet : Loeiza an Duigou, Malo Bouessel du Bourg, Yann-Fulup Dupuy, Iwan ar Fur, Loeiz Gwilhou, Jil Penneg, Paskal an Intañv, Jorj Abherve-Gwegen.

Diouzh ar mintin : 

K Braz a zispleg e berr gomzoù orin ar raktres SKRIV ! pa oa bet lakaet  war wel diwar eskemmoù etre eñ ha F Lannuzel an ezhomm da  vodañ skrivagnerien pe danvez skriverien : lec'h-eskemm ebet, darempredoù diaes a-wechoù gant embannerien pe aozadurioù ‘zo, an ezhomm bras da yaouankaat ha benelaat kumuniezh ar skriverien…

Mont a ra F Lannuzel dre ar munud en e rentañ-kont eus ar mennozhioù dastumet diwar an eskemmoù kaset gant an oberourien dre ar genrouedad (sl. testenn er blog) ; diwar se e sav ur c’hendiviz puilh etre ar berzhidi :

·         Ezhomm kejañ : emañ an holl berzhidi a-du gant ar mennozh-mañ ha gant ar redi treuzkas a skiant-prenet d'ar rummadoù yaouankañ

·         An ezhomm stummadur :

o   dav lenn ha studial an oberennoù meur hag al lennegezh dre vras. (P Kermoal)

o   ezhomm da varrekaat war ar yezh (F Oillo + ar braz eus an dud). Un doare forom strishaet d’an izili a c’hellfe bezañ er blog evit barrekaat pep hini pa vank ur ger bennak pe ur droienn bennak.

o   ezhomm da gaout difazierien a-vicher (K Braz). Er c’hendivizoù e laka anat reoù ‘zo e ve gwelloc’h komz eus kuzulierien. 

·                       Stad en embann : koshaet ar skriverien / diouer a verc'hed. Penaos ober ?

o   Arnod 20 vloaz PAV/PAY (F Chauffin) : penaos lakaat lod eus ar re yaouank da skrivañ en-dro ?

o   Aozañ stummadurioù berr er skolioù (K Braz) Penaos tennañ gounit eus ar steuñv Pass Culture (Adage) evit paeañ an animatourien ?

·         Re nebeut a lennerien : penaos desachañ ar re yaouank ?

o   penaos lakaat mediaouegoù da brenañ levrioù brezhoneg ? (K Braz)

o   penaos lakaat ar gelennerien da gompren talvoudegezh al lennegezh vrezhonek ? Kinniget ez eus mont  da gejañ gant kelennerien (chom a ra an doare da spisaat).

o   Labourat dre diriad diwar  an emglevioù bro (skouer Kemperle gant F Chauffin)

·         Peseurt binvioù implij ?

o   Ur blog zo bet krouet (K Braz), kudennoù teknikel a chom atav. Dav eo degas tud all barrekoc'h, marteze e-touez tud yaouankoc’h n’int ket bet evit dont hiziv ; mont da c'houde war ul lec'hienn fonnusoc'h ? (F Oillo)

o   Ha mat eo treiñ diwar ar brezhoneg ? Evit P Kermoal ez eo arabat ober e galleg.

o   Levrioù divyezhek (yezhoù keñver-ha-keñver, dreist-holl evit an deskerien ; sevel un dastumad bloaz ? Ur mennozh mat evit an darn vrasañ.

o   Skridvarnerezh : un dra ret ; penaos mont pelloc'h ha gwellaat ? (gw. pennad Sarah Chedifer en endervezh)

o   Sikour ar Rannvro evit chomadennoù lennegel (P Hervio ar bloaz-mañ)

o   Ar radio,  ur benveg dreist evit skignañ lennegezh (dreist-holl evit an dud pell diouzh bed al lennegezh hag ar skrid) ; Testeni L Fitamant gant al lennegezh dre radio e Radio Kerne. Sevel enrolladennoù a galite a zo ret-holl evit sachañ selaouerien.

·         Darempredoù gant an diavaez

o   Klask diazezañ darempredoù etre SKRIV ! hag an embannerien.

o   Penaos bezañ arc'hantaouet gant an aozadurioù publik ? Ur sammad par d'an hini gouestlet d'an treiñ lennegel (war-dro 20 000€/bloaz) (K Braz) evit sikour raktresoù levrioù a galite diwar dosieroù savet aketus (enklaskoù, beajoù…) ? Chom a ra digor an traoù evit gouzout penaos e ve dibabet ar raktresoù-se ? A-du emañ an holl.

·         SKRIV ? Peseurt statudoù ?

o   Sevel ur gevredigezh hervez lezenn 1901 evit kas hor soñjoù war-raok  ha bezañ anavezet gelloc’h gant an diavaez: a-du an holl.

o   Studiañ pennad ha pennad ar raktres statudoù kinniget gant K Braz : ezhomm a zo da labourat warnañ ha da resisaat (F Oillo) ; ret e vo krouiñ ur bodad hag a labouro war se.

Ehan kreisteiz – Pred er Carrick evit 12 ac’hanomp.

D’endervezh :

·         Kaozeadennoù hiniennel (berr, 5-10mn gant eskemmoù war-lerc'h)

o   K Braz : krouiñ bedig un danevell evit ma c’hellfe holl elfennoù an danevell kavout o flas ennañ, dre bouezañ war ul lec’h dibabet aketus (traoù ha tud) hag a ro tro dre gelc’hiadoù da astenn ar skrid war boentoù all.

o   P. Kermoal : studial, lenn hag adlenn skrivagnerien veur hon lennegezh. Arz ar skrivañ a denn d’an doare ma vez arveret ar c’heriaoueg. Menegiñ a ra ar roll bras eus ar « skeudenn dibarek» hag a zo evel ur broud da skrivañ ha reiñ dafar d’ur gevelenn. Arabat ankouaat ivez , emezi, e krou pep skrivagner e yezh.

o   S Chedifer : he skiant-prenet skridvarnerez a-hed ar bloavezhioù a c’hell talvezout evit liesseurtaat ar skridvarnouriezh vrezhonek.

o   M Madeg : diskouez an dibaboù liesseurt a zo pa skriver e brezhoneg hag a zo disheñvel evit lod diouzh ar skrivañ e galleg. A bouez eo choaz an ton skrivañ ha stourm ouzh levezon ar galleg war ar frazennadur da skouer.

o   F Lannuzel : diazezoù an danevellouriezh : ar stiadur, gour an danevellañ (me/te/eñ/hi), ar c’hempouez etre an ober, ar c’hendivizoù, an deskriv, an displegañ, a zo da vezañ mestroniet evit kaout levezon war al lenner.

o   L Fitamant : lennegezh ha radio. Pa vez aterset ur skrivagner ez eo pouezus e c’hellfe hemañ  degas traoù hag a ya en tu all d’ar skrid, evel e vuhez, e zoare da welout al lennegezh. (+ K Braz : ezhomm mont dreist al labour kazetennerezh ha kinnig testennoù frammet ha gwisket ha mont estreget bedig ar radio evit se)

o   Priz ar Vugale : Ober a ra F Chauffin istor ar prizioù PAV ha PAY. L Lavrand a ro da c’houzout  dazont ar prizioù: PAV a zo adkemeret gant an embanner Goater ; evit PAY, e vo skoazellet gant ar rannvro ul levr bep bloaz.

o   Darempredoù gant an aozadurioù publik (GG Gwenn) : ezhomm a zo da vezañ anavezet gwelloc’h evit gellet pouezañ war politikerezh lennegel ar Rannvro, ha bezañ sur ez eo ar c’hendivizer mat a zo dirazomp.

·         16.45 : Dilennet eo burev ar gevredigezh SKRIV ! Da c'hortoz ma vo termenet ar statudoù ha savet ez-ofisiel ar gevredigezh dre un emvod sevel ez eo anvet : Prezidantez Laurence Lavrand, kensekretourien K Braz ha F Lannuzel ; teñzorerez L Fitamant.

·         Un emvod all a vo aozet a-benn nebeut, hag a c'hello bezañ graet dre vizio.


 Notenn:

Da heul un eskemm gant Jerom Olivry  a-zivout ar chommadennoù lennegel  e tegasomp ar resisadenn-mañ: 
Chomadennoù skrivañ lennegel a vez sikouret  bep bloaz gant ar Rannvro. Al lec'hioù annez eo a vez roet arc'hant dezho. Ret e ve gouzout ha bez ' e c'hellfe bezañ aozet chomadennoù e brezhoneg. Betek-henn ez eo gant Al Liamm evel ti-embann e vezont graet, evel ma vo er bloaz-mañ gant Paskal Hervio.