Merket ho peus moarvat e oa un dra a-dreuz gant ar prenestr "Darempred" : ne vez ket resevet ar mennadoù kaset ganeoc'h ! War a welan ez eo ur gudenn hag a zegouezh alies-mat gant Blogger.
Ur vezh eo memestra, pa soñjer e tle ar blogig-mañ bezañ ur forom eskemm evit mennozhioù an holl ac'hanomp. Kaer en deus ar paotr dizesk ac'hanon kempenn ar gudenn-se ne teuan ket a-benn.
Emichañs e vo en ho touez unan bennak barrekoc'h egedon, hag a c'hello diskoulmañ ar gudenn-mañ. Ma soñj deoc'h e c'hellit sikour, skrivit war-eeun din mar plij : arbrazk@gmail.com pe pellgomzit din (0769754675).