mercredi 20 mars 2024

Dafar evit studi an danevellouriezh (lodenn gentañ)

 

Diazezoù an danevellouriezh-1 (emvod Karaez 14 03 24) 

Gouzout a rit neuial ? Fiskal ! C’hoant hoc’h eus marteze da zeskiñ neuial gwelloc’h evit mont pelloc’h, hep skuizhañ re, gant muioc’h a blijadur. Ar memes tra a c’heller lavarout a-fet skrivañ : c’hoant ganeoc’h da vezañ en hoc’h aez pa savit un danevell pe ur romant ? An danevellouriezh a zo graet evidoc’h.

An danevellouriezh, daoust petra an diaoul eo ? Arz ha pleustr an danevellañ eo, anezhañ un teskad teknikoù a c’heller deskiñ hag a roio  an tu deoc’h da gaout kalz nebeutoc’h a boan pa viot o skrivañ. Anv a zo d’ober dibaboù o devo ul levezon vras war ho toare da skridaozañ ha dreist-holl war an doare ma vo degemeret an destenn gant al lenner. Gwelloc’h eo gouzout se a-raok sevel ar skrid eget en em gavout da c’houde paket el lagenn abalamour ma ne glot ket hoc’h istor gant ar pezh ho poa ijinet…

Lavaromp diouzhtu ne c’hello ket kemer plas  an awen. Houmañ, evel ma oar an holl, a c’hwezh e-lec’h ma kar, da vare ma kar, hag en doare ma kar. Met un tamm sikour e vo teknikoù an danevellouriezh evit ober al lez d’an awen !  

Displegañ a ran amañ en ur grennañ anezho an diazezoù kentañ eus an arz hag ar pleustr-se diwar-bouez skouerioù resis tennet eus hol lennegezh pe eus lennegezhioù estren. E c’heller kregiñ gant :

1.      Ar stiadur[1]  a zo savlec’h an daneveller, an hini a gomz, a gont, e-keñver an dudenn ; respont a ra d’ar goulenn : piv a wel ha penaos e wel ? Tri derez stiadur a zo :

o   Ar stiadur mann pe an daneveller hollouiziek : gwelout ha gouzout a ra an daneveller pep tra, gouest eo da vont e-barzh spered an tudennoù, en ur ziskuilhañ traoù ha na ouzont ket zoken. Amañ ez eo sell ar skrivagner a zo trec’h.

Skouer : Nenn Jani gant Roparz Hemon pe Skol-louarn Veig Trebern gant Youenn Drezen

o   Ar stiadur diabarzh : ne oar an daneveller nemet ar pezh a oar hag a wel an dudenn-mañ-‘ dudenn. Mont a ra e diabarzh bred[2] an dudenn. Amañ ez eo sell dibarek  an dudenn a zo trec’h.

Skouer : E Penn ar Wern gant Kristian Braz

o   Ar stiadur diavaez : Ne wel an daneveller nemet doare diavaez an tudennoù, evel ur c’hamera oc’h enrollañ ur senenn. Gouzout a ra an daneveller nebeutoc’h eget ar pezh a oar an tudennoù. Ne c’hell lenn en o soñjoù. Amañ ez eo al lenner a zo lakaet en entremar.

Skouer : Hills Like White Elephants gant Ernest Hemingway pe deroù Kaour ar Barzh, galeour, gant Fulup Lannuzel.

 

2.      Dibab gour an danevellañ a zo diazez. Diwar an dibab-se ez eus efedoù disheñvel war al lenner. Diforc’h a c’heller dreist-holl implij ar gour kentañ, me, hag an trede gour eñ/hi.

o   Me : kontañ un istor er c’hentañ gour a grou diouzhtu ur « vouezh » kreñv ha personel a c’hell al lenner en em hevelebiñ buan outi. Diaes eo avat kaout un tamm pellder e-keñver an istor.

Skouer : E Penn ar Wern gant Kristian Braz, War an treuzoù gant Pierrette Kermoal, Dispac’h gant Mikael Madeg.

o   Eñ/hi : amañ ez eo ar « vouezh » gwanoc’h, met bez’ en deus an daneveller (ar skrivagner) muioc’h a dro evit degas traoù ouzhpenn eget savboent an dudenn-mañ-‘n dudenn. Souploc’h eo, met n’eo ket ken kreñv an hevelebiñ.

Skouerioù : Nenn Jani gant Roparz Hemon, Skol-louarn Veig Trebern, gant Youenn Drezen.

o   Te : ober gant an eil gour, te, a zo kalz rouesoc’h. Un arver skoemp a-walc’h eo rak ne oar ket ervat al lenner piv a zo e kont, an daneveller, an dudenn, al lenner zoken… Goulenn a ra un ampartiz vras a-berzh ar skrivagner.

Skouer : Dindan an traezh, ar bili, gant Filip Oillo.

 

3.      Peder elfenn an danevellañ : an ober, ar c’hendivizoù, an deskriv, an diverrañ. 

o   An ober : senenn e-lec’h ma c’hoarvez darvoudoù a-leizh, e-lec’h ma fiñv an dud hag an traoù, da skouer un emgann pe ur breud taer.

o   Ar c’hendivizoù : eskemmoù etre an tudennoù evel en ur pezh-c’hoari. Perzhek[3]  e tle bezañ, - arabat komz eus ar glav hag an amzer gaer,- dre reiñ da gompren gwelloc’h temz-spered an tudennoù.

o   An deskriv : bez ‘ez eo ur skeudenniñ dre ar skiantennoù[4] eus ar bed diavaez hag a-wechoù eus ar bed diabarzh. Lakaat a reer e kemm al loadur[5], deskriv an egor (pezhioù, maezioù, kêrioù, gweledvaoù…) hag ar poltred , deskriv doare diavaez an tudennoù (korf, dilhad…). Amañ e liver ar bed hag an dud gant gerioù. En tu all d’ar paouez en dezrevell e c’hell an deskriv degas gwirionezoù soutil war an tudennoù.

o   An displegañ : pep tra ne c‘hell ket bezañ diskouezet en un istor. Alese roll an displegañ, da lavarout kontañ un darn eus an istor e berr gerioù, da skouer en ur lavarout en ur frazenn ar pezh a zo c’hoarvezet e-korf daou vloavezh. An displegañ a zo evel simant an istor etre an darvoudoù bras anezhañ.

En un danevell pe en ur romant e vez implijet ar peder elfenn a-bep-eil. Int eo a ro lusk ha kellusk d’an danevellañ. An div gentañ a zo herrek ; reiñ a reont startijenn d’an istor. An div ziwezhañ a ya war o fouezig ; gorrekaat a reont an darvoudoù. Ur skrivagner ampart a oar pouezañ war ar peder fedalenn-se  a-benn derc’hel evezh al lenner a-hed ar skrid hep e skuizhañ ha hep e lakaat da gousket…

Skouer : Itron Varia Garmez gant Youenn Drezen

Bez ‘ez eus kalz teknikoù all, evel ar prezeg ameeun dieub, an unangomz diabarzh, an doare da sevel an tudennoù (…) hag a vo gwelet diwezhatoc’h.

                                                                                                                                  Fulup Lannuzel



[1] Stiadur : Gl. : focalisation

[2] Bred : Gl. : psychisme.

[3] Perzhek : Gl. : pertinent.

[4] Skiantenn : Gl. :sens ; gweled, kleved, blasa, c’hwesha, stekiñ, kempouez ar c’horf,  evit ar bed diabarzh ; hag embrederiañ evit ar bed diabarzh.

[5] Loadur : Gl. : décor.