dimanche 3 novembre 2024

 

Rentañ-kont emvod SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek e Karaez da-geñver Saloñs al levrioù d’ar 27 a viz Here 2024

 

Bezant : Fulup Lannuzel, Laurence Lavrand, Kristian Bras, Paol ar Meur, Jakez-Erwan Mouton, Bernez Rouz, Jil Penneg, Jorj Abherve-Gwegen, Loeiza An Duigou.

Peder c’hraf a oa war ar roll :

Kavet e vo amañ un diverrañ eus ar breud gant an divizoù bet kemeret.

 

1- Niver an izili

Bez’ ez eus bremañ 22 ezel, bezet : Fulup Lannuzel, Kristian Braz, Jakez-Erwan Mouton, Paol Ar Meur, Bernez Rouz, Laurence Lavrand, Malo Bouessel du Bourg, Yvon Gourmelon, Filip Oillo, Yann-Ber Kemener, Herve Lossec, Mai  Ewen, Jil Penneg, Jorj Abherve-Gwegen, Iwan ar Fur, GG Gwenn, Uisant Crequer, Mikael Madeg, Paskal Hervio, Loeiza an Duigou, Patrick Drean, Iwan Couée.

2- Raktres antologiezh divyezhek danevelloù Gwalarn

Asantet en deus Al Liamm embann an antologiezh (emziviz gant Tudual Huon e-kerzh ar saloñs).

Graet e vo al labour treiñ gant SKRIV ! a-raok kas an traoù d’an embanner. Klask a raimp mont ar pellañ gwellañ en aozidigezh an testennoù. A bouez eo e ve galleg reizh an troidigezhioù. Mat e ve kaout ur difazier gallek er-maez eus SKRIV !: fiziout se pe en embanner, pe en ur c’helenner/ez gallek, pe e kevredigezh difazierien Breizh. O vezañ ma n’emañ ket a-unan an dud vezant, e tivizer gwelout se diwezhatoc’h.

Evit danevell Ur barr-avel gant Jakez Riou e kinniger ober un droidigezh nevez, disheñvel neuze diouzh an hini bet graet gant Youenn Drezen e 1947. Loeiza an Duigou a zo asant d’hec’h ober.

Bernez Rouz eo a droio Termaji war an blasenn gant Jakez Riou ha Jil Penneg Ar falz lizher gant Roc’halan.

Divizet ez eus tennañ Yun (re hir)  gant JaKez Riou ha Kalon an oan gant Youenn Drezen (ne vez ket kavet dispar gant lod) diouzh ar roll.

Daoust ma’z eus kalzik traoù a-benn bremañ, n’eo ket klok-echu ar roll, mar bez kavet « perlezennoù all ».  Gant ma vint berr e c’hellint bezañ ouzhpennet.

Loeiza, Jil ha Bernez a zo prest da genlabourat etrezo evit eskemm ha reizhañ o zroidigezhioù, memes tra gant Laurence ha Paol. Un doare e vo da gaout ur sell disheñvel war labour an-unan.

Lakaet e vo an holl destennoù brezhonek e peurunvan.

Evit an anvioù-tud pe an anvioù-lec’h e ve mat soñjal aesaat an traoù evit al lenner gallek (da skouer Yann ar C’herneis = Yann Kerneis) ; a-hend-all e c’hello bezañ implijet notennoù e traoñ ar bajenn evit displegañ resisoc’h an traoù, pe da nebeutañ lakaat ar gerioù-se e lizherennoù stouet.  Ar pal eo aesaat ar gomprenezon.

Evit ar gwirioù war skridoù ‘zo e vo gwelet gant an embanner.

Degas a reomp da soñj en deus asantet Erwan Hupel sevel ar rakskrid.

Evit ar skridoù brezhonek orin e vo da bep troer da ginnig anezhañ e skritur peurunvan. Roet e vo neuze d’an embanner hollad ar skridoù brezhonek hag hollad ar skridoù gallek war un dro.

Anv a zo eus an termen da lakaat d’al labour. Evel-just ez eo Saloñs Karaez 2025 an disoc’h. Met bez ‘ e rank an traou prest a-raok se. Bernez Rouz a veneg neuze e vo lusket an traoù da vat a-fet Diskouezadeg Gwalarn a droio e tiez ar vro, e SKED Brest d’ar 1a viz Meurzh 2025. Diwar se ez eus divizet e vo mat d’an troidigezhioù bezañ graet evit dibenn ar bloaz-mañ, miz Kerzu. E fin miz C’hwevrer e vo mat dastum an holl skridoù kempenn mui-pe-vui (kas anezho da sekretour SKRIV !). E miz Mae e vo daveet ar « pakad » da Al Liamm.

Meneget ez eus kudenn an arc’hant da gaout diwar-bouez al labour-se. Dre ma vez roet diwar vremañ ur yalc’had da bep skrivagner e kinnigomp ma vo graet evit STRIV ! er gevrat a vo sinet gant Al Liamm evit embann an antologiezh.

Kinniget ez eus ivez ober testennoù enrollet e brezhoneg (mouezh hep kinkladur), un doare da kinnig un diraez nevez d’ar skridoù evit an deskerien (hag ar re all…). Da resisaat evel-just piv ha penaos e vo graet ( dre studioioù radioù lec’hel da skouer pe doareoù all..). E c’hellfe bezañ e stumm ur QR code e-barzh al levr. Da welout gant an embanner ivez.

(Sl. ar roll disoc’h evit dasparzh an troidigezhioù er pezh stag)

3. Raktres danevelloù doare Gwalarn

N’eus ket bet kinnigoù war an danvez- se estreget hini Jorj Abherve-Gwegen. A-benn ar fin e kinnig Bernez Rouz ma ve klasket lakaat se kentoc’h e dalc’h gant priz Langleiz. Roet e ve ar priz d’an danevell gwellañ war an tem-se. Mont a raio e darempred gant atebeien ar priz evit gwelout ha bez’ e c’hell ar c’hinnig-se bezañ kaset da benn. Ne vo  ket mui  ur raktres SKRIV !

 

4.  Aozañ un dalc’h stummañ

Anv a oa bet ganeomp eus aozañ dalc’hioù stummañ. Mikael Madeg, Kristian Bras, Fulup Lannuzel, ha Pierrette Kermoal o doa graet kinnigoù (sl. rentañ-kont emvod kentañ SKRIV ! e Karaez 14/03/24). Gouzout penaos ober ha pegeit e padfe, aze emañ an dalc’h avat. Fulup Lannuzel a veneg ar c’hendivizoù en deus bet er Saloñs gant Pierrette Kermoal (n’eo ket gwall entanet war a seblant) ha gant Mikael Madeg. Hemañ a ve prest d’ober un dra bennak war ar sevel romantoù e stumm ur c’hendiviz gant an dud (padelezh=1 eur hanter). Kristian Braz, diouzh e du, a rafe, emezañ e-pad an emvod, unan war ar sevel danevelloù e stumm ur « boelladenn » bleustrek (padelezh=1 eur hanter). Neuze ez eus amañ ur penn-devezh stummañ a c’heller lakaat en e sav.

Bernez Rouz a ginnig neuze koublañ se gant emvod  SKED Brest d’ar 1añ a viz Meurzh 2025, pa vo lusket Diskouezadeg Gwalarn. Diouzh ar mintin e ve prezegennoù an darvoud, d’endervezh ar stummadur a-berzh SKRIV !

Ret e vo en em soñjal pelloc’h war se, evit kaout ur program diazezet ervat. Gouzout piv a vo an « deskerien », izili SKRIV !, pe digoroc’h war an diavaez, skivagnerien hepken, pe danvez skrivagnerien… Chom a ra an traoù da resisaat c’hoazh. Kinniget ez eus ober un emvod dre vizio e deroù miz Genver.

 

Ar sekretour,

Fulup Lannuzel