dimanche 3 novembre 2024

 

Rentañ-kont emvod SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek e Karaez da-geñver Saloñs al levrioù d’ar 27 a viz Here 2024

 

Bezant : Fulup Lannuzel, Laurence Lavrand, Kristian Bras, Paol ar Meur, Jakez-Erwan Mouton, Bernez Rouz, Jil Penneg, Jorj Abherve-Gwegen, Loeiza An Duigou.

Peder c’hraf a oa war ar roll :

Kavet e vo amañ un diverrañ eus ar breud gant an divizoù bet kemeret.

 

1- Niver an izili

Bez’ ez eus bremañ 22 ezel, bezet : Fulup Lannuzel, Kristian Braz, Jakez-Erwan Mouton, Paol Ar Meur, Bernez Rouz, Laurence Lavrand, Malo Bouessel du Bourg, Yvon Gourmelon, Filip Oillo, Yann-Ber Kemener, Herve Lossec, Mai  Ewen, Jil Penneg, Jorj Abherve-Gwegen, Iwan ar Fur, GG Gwenn, Uisant Crequer, Mikael Madeg, Paskal Hervio, Loeiza an Duigou, Patrick Drean, Iwan Couée.

2- Raktres antologiezh divyezhek danevelloù Gwalarn

Asantet en deus Al Liamm embann an antologiezh (emziviz gant Tudual Huon e-kerzh ar saloñs).

Graet e vo al labour treiñ gant SKRIV ! a-raok kas an traoù d’an embanner. Klask a raimp mont ar pellañ gwellañ en aozidigezh an testennoù. A bouez eo e ve galleg reizh an troidigezhioù. Mat e ve kaout ur difazier gallek er-maez eus SKRIV !: fiziout se pe en embanner, pe en ur c’helenner/ez gallek, pe e kevredigezh difazierien Breizh. O vezañ ma n’emañ ket a-unan an dud vezant, e tivizer gwelout se diwezhatoc’h.

Evit danevell Ur barr-avel gant Jakez Riou e kinniger ober un droidigezh nevez, disheñvel neuze diouzh an hini bet graet gant Youenn Drezen e 1947. Loeiza an Duigou a zo asant d’hec’h ober.

Bernez Rouz eo a droio Termaji war an blasenn gant Jakez Riou ha Jil Penneg Ar falz lizher gant Roc’halan.

Divizet ez eus tennañ Yun (re hir)  gant JaKez Riou ha Kalon an oan gant Youenn Drezen (ne vez ket kavet dispar gant lod) diouzh ar roll.

Daoust ma’z eus kalzik traoù a-benn bremañ, n’eo ket klok-echu ar roll, mar bez kavet « perlezennoù all ».  Gant ma vint berr e c’hellint bezañ ouzhpennet.

Loeiza, Jil ha Bernez a zo prest da genlabourat etrezo evit eskemm ha reizhañ o zroidigezhioù, memes tra gant Laurence ha Paol. Un doare e vo da gaout ur sell disheñvel war labour an-unan.

Lakaet e vo an holl destennoù brezhonek e peurunvan.

Evit an anvioù-tud pe an anvioù-lec’h e ve mat soñjal aesaat an traoù evit al lenner gallek (da skouer Yann ar C’herneis = Yann Kerneis) ; a-hend-all e c’hello bezañ implijet notennoù e traoñ ar bajenn evit displegañ resisoc’h an traoù, pe da nebeutañ lakaat ar gerioù-se e lizherennoù stouet.  Ar pal eo aesaat ar gomprenezon.

Evit ar gwirioù war skridoù ‘zo e vo gwelet gant an embanner.

Degas a reomp da soñj en deus asantet Erwan Hupel sevel ar rakskrid.

Evit ar skridoù brezhonek orin e vo da bep troer da ginnig anezhañ e skritur peurunvan. Roet e vo neuze d’an embanner hollad ar skridoù brezhonek hag hollad ar skridoù gallek war un dro.

Anv a zo eus an termen da lakaat d’al labour. Evel-just ez eo Saloñs Karaez 2025 an disoc’h. Met bez ‘ e rank an traou prest a-raok se. Bernez Rouz a veneg neuze e vo lusket an traoù da vat a-fet Diskouezadeg Gwalarn a droio e tiez ar vro, e SKED Brest d’ar 1a viz Meurzh 2025. Diwar se ez eus divizet e vo mat d’an troidigezhioù bezañ graet evit dibenn ar bloaz-mañ, miz Kerzu. E fin miz C’hwevrer e vo mat dastum an holl skridoù kempenn mui-pe-vui (kas anezho da sekretour SKRIV !). E miz Mae e vo daveet ar « pakad » da Al Liamm.

Meneget ez eus kudenn an arc’hant da gaout diwar-bouez al labour-se. Dre ma vez roet diwar vremañ ur yalc’had da bep skrivagner e kinnigomp ma vo graet evit STRIV ! er gevrat a vo sinet gant Al Liamm evit embann an antologiezh.

Kinniget ez eus ivez ober testennoù enrollet e brezhoneg (mouezh hep kinkladur), un doare da kinnig un diraez nevez d’ar skridoù evit an deskerien (hag ar re all…). Da resisaat evel-just piv ha penaos e vo graet ( dre studioioù radioù lec’hel da skouer pe doareoù all..). E c’hellfe bezañ e stumm ur QR code e-barzh al levr. Da welout gant an embanner ivez.

(Sl. ar roll disoc’h evit dasparzh an troidigezhioù er pezh stag)

3. Raktres danevelloù doare Gwalarn

N’eus ket bet kinnigoù war an danvez- se estreget hini Jorj Abherve-Gwegen. A-benn ar fin e kinnig Bernez Rouz ma ve klasket lakaat se kentoc’h e dalc’h gant priz Langleiz. Roet e ve ar priz d’an danevell gwellañ war an tem-se. Mont a raio e darempred gant atebeien ar priz evit gwelout ha bez’ e c’hell ar c’hinnig-se bezañ kaset da benn. Ne vo  ket mui  ur raktres SKRIV !

 

4.  Aozañ un dalc’h stummañ

Anv a oa bet ganeomp eus aozañ dalc’hioù stummañ. Mikael Madeg, Kristian Bras, Fulup Lannuzel, ha Pierrette Kermoal o doa graet kinnigoù (sl. rentañ-kont emvod kentañ SKRIV ! e Karaez 14/03/24). Gouzout penaos ober ha pegeit e padfe, aze emañ an dalc’h avat. Fulup Lannuzel a veneg ar c’hendivizoù en deus bet er Saloñs gant Pierrette Kermoal (n’eo ket gwall entanet war a seblant) ha gant Mikael Madeg. Hemañ a ve prest d’ober un dra bennak war ar sevel romantoù e stumm ur c’hendiviz gant an dud (padelezh=1 eur hanter). Kristian Braz, diouzh e du, a rafe, emezañ e-pad an emvod, unan war ar sevel danevelloù e stumm ur « boelladenn » bleustrek (padelezh=1 eur hanter). Neuze ez eus amañ ur penn-devezh stummañ a c’heller lakaat en e sav.

Bernez Rouz a ginnig neuze koublañ se gant emvod  SKED Brest d’ar 1añ a viz Meurzh 2025, pa vo lusket Diskouezadeg Gwalarn. Diouzh ar mintin e ve prezegennoù an darvoud, d’endervezh ar stummadur a-berzh SKRIV !

Ret e vo en em soñjal pelloc’h war se, evit kaout ur program diazezet ervat. Gouzout piv a vo an « deskerien », izili SKRIV !, pe digoroc’h war an diavaez, skivagnerien hepken, pe danvez skrivagnerien… Chom a ra an traoù da resisaat c’hoazh. Kinniget ez eus ober un emvod dre vizio e deroù miz Genver.

 

Ar sekretour,

Fulup Lannuzel

 

 

 

 

Raktres antologiezh danevelloù divyezhek Gwalarn (27 10 2024)

Roll labour resisaet en emvod SKRIV! e Karaez d’an 27 a viz Here

 

Oberour

 Titl

Troer

Niver ar pajennoù er skrid orin

R Hemon

Mari Stuart

K Braz

7

R Hemon

An toueller

F Lannuzel

5

Meavenn

Merc’hed Brest

F Lannuzel

3

Meavenn

Div zanevell verr tennet eus Pa c’houez avel Walarn GW. 43 1932 :

Ar c’hentañ toull, An-den-a-ouie-ar-brezhoneg

JE Mouton

 

 

 

 

5

4

Abeozen

Reder foarioù

M Madeg

8

Abeozen

Ur c’higer (Dremm an Ankoù)

K Braz

4

F Kervella

Drailhoù diwezhañ ar pardon

GW.60 1933

F Lannuzel

4

J Riou

Ur barr-avel

 

L an Duigou

4

J Riou

Termaji war ar blasenn

 

B Rouz

4

Y Drezen

Mintin glas

GW. 12 1927

Ar c’hloc’h aour

 

J Abherve-Gwegen

J Abherve-Gwegen

3

 

10

Roc’halan

Ar fals lizher

J Penneg

9

Y ar Gov

Al laer dienn

L Lavrand

14

J Konan

Lannevern e kañv

E Hupel

15

 

 

Hollad

99

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 


 

 

lundi 30 septembre 2024

 

Rentañ-kont emvod dre vizio kuzul merañ SKRIV !
d’ar Sadorn 28 a viz Gwengolo 2024 da 14 eur 00

Izili bezant : Fulup Lannuzel, Malo Bouëssel du Bourg, Kristian Braz, Jakez-Erwan Mouton, Bernez Rouz

Ezelez digarezet : Laurence Lavrant

Kendivizoù founnus a zo bet etre an dud. Ne restomp amañ nemet an divizoù a zo bet kemeret da heul ar breud-se.

·         Follenn emezellañ : adober anezhi gant un tu ma vo dipleget gwelloc’h abegoù ha pal SKRIV ! Un torkad anezho a vo lakaet e stand Kuzul ar Brezhoneg e Karaez da-geñver Gouel al levrioù (kas keloù da KAB a-raok, FL)

·         Niver an izili (paeet ganto o skodenn) : bez’ ez eus 17 den  o deus paaet. Ret eo soñjal ez omp bet e darempred gant 40 den. Neuze e chom labour d’ober  da duta muioc’h, tud yaouank dreist-holl. Klasket e vo ober e Karaez. Er c’hef ez eus bremañ 210 €. K Braz a zegas da soñj e c’hell an izili implij an arc’hant-se evit kefridioù hag a dennfe da vont en-dro SKRIV !

·         Raktres Gwalarn : kinnig a ra an izili bezant mont e darempred adalek bremañ gant tri zi-embann, Al Liamm, Al Lanv, An Alarc’h, evit goulenn diganto ha prest e vefent da embann an antologiezh diyezhek (F Lannuzel a gaso ur postel dezho), kuit a resisaat an traoù ganto e Karaez. B Rouz en deus savet ur roll klok eus danevelloù Gwalarn. Ennañ e c’hello an holl izili dibab testennoù a yelo da glokaat ar roll a zo bet savet c’hoazh. Kinniget ez eus lakaat  ivez manifesto Gwalarn brezhonek-gallek e-barzh hag ur rakstrid a c’hellfe bezañ savet gant Erwan Hupel. Ret e vo frammañ al labour e doare ma vo prest an antologiezh evit an embanner a-benn Mae-Mezheven 2025.

·         Raktres Gwalarn : ur breud a zo evit gouzout peseurt bodad barn sevel evit frammañ ar raktres. Divizet ez eus reiñ d’ ar c’huzul merañ ar roll-se. Ouzhpennet e vo tud all diouzh ret, evel Erwan Hupel hag un den eus an ti-embann dibabet. E vo gellet mont en-dro gant ur stroll bihanoc’h eget ar c’huzul merañ, mar bez kavet spletus ur wech sklaeraet an traoù.

·         Bruderezh : kemer tro eus Gouel al levrioù evit brudañ ar gevredigezh ha kejañ gant ar muiañ a dud a c’heller. Evit se e vo klasket en em vodañ eno evit komz eus hon oberezh dre vras. B Rouz a yelo e darempred gant Charlie Grall evit gouzout peseurt deiz hag eur eo ar gwellañ (e sal ar restaorant er-maez eus ar predoù pe er sal sinema…). Ur wech gouezet e kaso F Lannuzel keloù d’an holl dud ez omp bet e darempredet ganto, dezho da gemer perzh en emvod-se. Ar gaoz a vo lakaet war an eil antologiezh a oa bet meneget diagent (skridoù a vremañ e doare Gwalarn), rak chomet omp boud war se.

·         Stummadur : anv a oa bet ivez da gas war-raok abadennoù stummañ met n’omp ket aet pelloc’h. Ar c’hraf-se a vo gellet resisaat e Karaez ivez, evit gouzout pere eo ar c’hoantoù, an ezhommoù hag ar dafar prest pe dambrest war an afer.

         Fulup Lannuzel, sekretour

samedi 15 juin 2024

Statudoù ar gevredigezh SKRIV! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek darbennet d'an 8 a viz Mezheven 2024 e Karaez

 

STATUTS de l’association SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek.

 

ARTICLE PREMIER - NOM

Il est fondé entre les adhérents·tes aux présents statuts une association régie par la loi du 1er juillet 1901 et le décret du 16 août 1901, ayant pour titre : SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek.

ARTICLE 2 - BUT OBJET

L'objet de cette association est d'être un espace d'échanges entre écrivain.es (présents ou en devenir) désirant oeuvrer au développement de la création en langue bretonne et de leur procurer un soutien dans leur pratique et dans la défense de leurs intérêts, et  également de promouvoir la connaissance de la littérature bretonne et  la pratique de la lecture et  de l'écriture littéraire auprès du public.

Le siège social est fixé à Ti ar Vro,  6 place des Droits de l’Homme, 29270 Carhaix-Plouguer. L’adresse de gestion est située chez Christian Le Bras demeurant à  17 Keranheroff 29690 La Feuillée. Il pourra être transféré par simple décision du conseil d'administration.

Article 4 - DUREE

La durée de l’association est illimitée.

ARTICLE 5 - COMPOSITION

L'association se compose de membres individuels (personnes physiques).

ARTICLE 6 - ADMISSION

Pour faire partie de l'association, il faut être présenté·e par un membre du conseil d'administration, qui statue, lors de chacune de ses réunions, sur les demandes d'admission.

ARTICLE 7 - MEMBRES – COTISATIONS

Sont membres les personnes qui sont à jour de leur cotisation annuelle.

Les montants des cotisations pour les membres sont fixés chaque année par l'assemblée générale.

ARTICLE 8. - RADIATIONS

La qualité de membre se perd par : a) La démission; b) Le décès; c) Le non paiement de la cotisation ; d) La radiation prononcée par le conseil d'administration pour motif grave, l'intéressé·e ayant été invité·e à fournir des explications devant le bureau.

ARTICLE 9. - AFFILIATION

La présente association peut adhérer à d’autres associations, unions ou regroupements par décision du conseil d’administration.

ARTICLE 10. - RESSOURCES

Les ressources de l'association comprennent : 1° Les cotisations des adhérents,  le montant des droits d'entrée aux manifestations organisées, des prestations effectuées; 2° Les subventions diverses; 3° Toutes les ressources autorisées par les lois et règlements en vigueur. (Par exemple, les dons, les abandons de défraiement pour déplacement...).

ARTICLE 11 - ASSEMBLEE GENERALE ORDINAIRE

L’assemblée générale ordinaire comprend tous les membres de l’association. Elle se réunit chaque année à une date fixée par le bureau de l'association. Une semaine au moins avant la date fixée, les membres de l'association sont convoqués par les soins du (de la) président·e ou du/de la secrétaire, par courrier postal ou électronique. L'ordre du jour figure sur les convocations.

Le (la) président·e, assisté·e des membres du conseil, préside l'assemblée et expose la situation morale ou l’activité de l'association. Le(la) trésorier ·ère rend compte de sa gestion et soumet les comptes annuels à l'approbation de l'assemblée.

L’assemblée générale fixe le montant des cotisations annuelles et du droit d’entrée à verser par les membres bienfaiteurs. Ne peuvent être abordés que les points inscrits à l'ordre du jour.

Les décisions sont prises à la majorité des voix des membres présents ou représentés (un pouvoir maximum par personne présente). Il est procédé, après épuisement de l'ordre du jour, au renouvellement des membres sortants du conseil d'administration.

Les délibérations sont prises à main levée, sauf sur demande expresse d'un.e adhérent·e. Les décisions des assemblées générales s’imposent à tous les membres, y compris absents ou représentés.

ARTICLE 12 - ASSEMBLEE GENERALE EXTRAORDINAIRE

Si besoin est, ou sur la demande  du conseil d’administration, le président peut convoquer une assemblée générale extraordinaire, composée par les  membres présents ou représentés (un pouvoir maximum par personne présente), suivant les modalités prévues aux présents statuts et uniquement pour modification des statuts ou la dissolution. Les modalités de composition, de convocation, et de délibération sont les mêmes que pour l’assemblée générale ordinaire.

Les délibérations sont prises à la majorité des membres présents.

ARTICLE 13 - CONSEIL D'ADMINISTRATION

L'association est dirigée par un conseil d'administration de 3 à 9 membres, élus pour 3 années par l'assemblée générale. Les membres sont rééligibles.

Le conseil est renouvelé chaque année par tiers. La première et la deuxième année, les membres sortants sont désignés par tirage au sort.

En cas de vacances, le conseil pourvoit provisoirement au remplacement de ses membres. Il est procédé à leur remplacement définitif par l'assemblée générale suivante. Les pouvoirs des membres ainsi élus prennent fin à l'expiration du mandat des membres remplacés.

Le conseil d'administration se réunit au moins une fois tous les six mois, sur convocation du (de la) président·e, ou à la demande du quart de ses membres.

Les décisions sont prises à la majorité des membres présents (ou représentés). En cas de partage, la voix du (de la) président·e est prépondérante.

ARTICLE 14 – LE BUREAU

Le conseil d’administration  élit parmi ses membres un bureau composé du/de la  président.e, secrétaire et trésorier.e. Le bureau est chargé de la mise en œuvre des décisions du conseil d’administration  et de l'assemblée générale. 

 

ARTICLE 15- INDEMNITES

 

Toutes les fonctions, y compris celles des membres du conseil d’administration et du bureau, sont gratuites et bénévoles. Seuls les frais occasionnés par l’accomplissement de leur mandat peuvent être remboursés sur justificatifs. Le rapport financier présenté à l’assemblée générale ordinaire présente, par bénéficiaire, les remboursements de frais de mission, de déplacement ou de représentation.

ARTICLE - 16 - REGLEMENT INTERIEUR

Un règlement intérieur peut être établi par le conseil d'administration, qui le fait alors approuver par l'assemblée générale. Ce règlement éventuel est destiné à fixer les divers points non prévus par les présents statuts, notamment ceux qui ont trait à l'administration interne de l'association.

ARTICLE - 17 - DISSOLUTION

En cas de dissolution prononcée selon les modalités prévues à l’article 12, un ou plusieurs liquidateurs sont nommés, et l'actif net, s'il y a lieu, est dévolu à un organisme ayant un but non lucratif, conformément aux décisions de l’assemblée générale extraordinaire qui statue sur la dissolution. L’actif net ne peut être dévolu à un membre de l’association, même partiellement, sauf reprise d’un apport.


 


 Philippe Lannuzel, sécrétaire 

 Laurence Lavrand, présidente