samedi 23 août 2025
jeudi 14 août 2025
Rentañ-kont emvod dre vizio kuzul-merañ SKRIV !
d’ar
Sadorn 2 a viz Eost 2025 da 14 eur 00
Izili bezant : Fulup Lannuzel, Malo
Bouëssel du Bourg, Kristian Braz, Bernez Rouz, Paol ar Meur
Izili digarezet : Laurence Lavrand, Jakez-Erwan Mouton
Pemp kraf a oa war ar roll :
- Raktres antologiezh divyezhek
danevelloù Gwalarn - stad an traoù
- Kinnig raktres « Lennegezh evit ar yaouankiz »
- Raktres SKRIV ! evit
Redadeg 2026
- Deiziadiñ an emvod-meur
- Adlañsañ ar blog
Kavet e vo amañ un diverrañ eus ar breud gant an divizoù bet
kemeret.
1.
Raktres antologiezh divyezhek danevelloù Gwalarn - stad an traoù
Moullet eo bet al levr. Tennet ez eus bet 400 skouerenn
anezhañ. Prest e oa evit Gouel Broadel ar Brezhoneg ha KEAV. Roet e oa 40
skouerenn da Fulup Lannuzel e GBB. Ingalet ez eus bet 2 skouerenn da bep troer ; chom a ra
neuze 22 skouerenn gant SKRIV!. An dalc’h eo bremañ gouzout penaos e vo tu da
vrudañ al levr.
Ret e vo goulenn digant Jerom Olivry ha kaset ez eus bet
skouerennoù d’ar gazetennerien. Hervez Bernez Rouz e vo diaes brudañ al levr er-maez
eus ar metoù brezhonek. Marteze en Télégramme, Armen, Bretons, Le Peuple
Breton. Soñjal a ra Kristian Braz ez eo d’an embanner da blediñ gant ar
bruderezh-se, ha da SKRIV! da sikour evel-just. Fulup Lannuzel a lavar en deus
savet ur pennad evit an niverenn da zont eus Bremañ, ha graet ur
pennad-kaoz gant Manu Mehu en RBI er sizhun tremen.
Kristian Braz a ginnig e ve klasket gwerzhañ ar skouerennoù a
chom ganeomp. Bernez Rouz a lavar e ve mat tennet gounid eus an diskouezadeg Kant
Vloaz Gwalarn hag a zo o treiñ dre Vreizh a-bezh evit se. E c’hellfed
gwerzhañ skouerennoù e-ser ar prezegennoù a vez graet neuze. E Kemper, d’an 13
a viz Gwengolo e vo unan, unan all e miz
Du e Bro-Dreger hag ivez e Karaez, e saloñs al levrioù.
A-hend-all e vo un abadenn war Gwalarn e saloñs al
levrioù e Karaez gant Erwan Hupel, met ret e vo kaout tud all, un den eus
SKRIV! en o zouez, evel ma’z eus bet e GBB. Un doare e vo da reiñ brud d’ hor
c’hevredigezh ivez.
Petra ober gant ar skouerennoù a zo gant FL avat ?
Koustus-bras e vefe o c’has dre ar post. Fulup Lannuzel a ginnig un doare
« trok ». Goulenn digant Al Liamm (Tudual Huon a zo o chom e
Kemper) pourchas 22 skouerenn da v-Bernez Rouz, ha Fulup Lannuzel a restaolfe
ar skouerennoù a zo gantañ da Al Liamm da vare saloñs Karaez.
Goulenn a ra Fulup Lannuzel ha raktresoù all a ve en-dro da g-
Kant Vloaz Gwalarn :
Kristian Braz a raio
ur pennad-koaz en Arvorig-fm diwar-benn an antologiezh e-kerzh an hañv.
Menegiñ a ra Bernez Rouz e vo embannet gant An Alarc’h niverenn diembann
Gwalarn (n. 166) aozet gant Roparz Hemon
e 1944. Bez’ e vo ivez adembannidigezh Geotenn ar Werc’hez gant
Jakez Riou en ur stumm divyezhek, brezhoneg/iwerzhoneg, gant Al Liamm.
Bez ‘ ez eus ivez oberoù klok Jakez Kerrien, met ne vo ket prest evit saloñs
Karaez avat. Erfin e vo gouestlet da w-Gwalarn niverenn an hañv ar
gelaouenn Al Liamm.
- Kinnig raktres « Lennegezh evit ar yaouankiz »
Kristian
Braz a zispleg an darempredoù en deus skoulmet gant La Baie des Livres
Montroulez hag a aozo ur foar al levrioù evit ar re yaouank d’an 21/22/23 a viz Du 2025. Un daol-grenn e
brezhoneg a vo gant SKRIV !/KLT/BDL da-geñver ar foar-se. Jubennet e vo e
galleg gant Sten Charbonneau. Graet e vo ur c’houlennaoueg evit gouzout pere eo
ar c‘hoantoù hag an ezhommoù e-touez ar re yaouank hag ar vistri-skol (a-benn
kreiz miz Gwengolo). Ur skolaer hag ur c’henner skolaj a zo o kenlabourat gant
Kristian Braz, hag ivez Gwenola Coïc (Strollad HEKLEV ; gwelout al
lec’hienn gaer aozet ganto). Mar gra berzh an abadenn, e soñjer lañsañ ur
genskrivadeg skridoù evit ar re yaouank ha prizioù da vont ganti.
Fulup
Lannuzel a ra anv eus ar c’hudennadur en deus savet war ar perag hag ar penaos
eus seurt lennegezh. Pouezañ a ra war ar rummadoù oad diseurt a zo :
bugale vihan, kennarded, kennarded vras, disheñvel an ezhommoù ganto. Anat eo
da skouer ne vez krouet hogozik netra evit ar re etre 3 ha 7 vloaz e
brezhoneg ; n’eus nemet troidigezhioù. Paol ar Meur a lavar en deus savet
skridoù evit ar re yaouank, met barnet
int bet evel skridoù evit an dud deuet kentoc’h.
Kristian
Braz a resisa ez eo arabat kaout re a dud war al leurenn. Un animatour (KB), ur
skrivagner pe zaou, un embanner, un treser a ve dereat.
An holl a gav mat-tre ar mennozh-se. Hervez Bernez Rouz avat
eo ret diwall rak re a genstrivadegoù ha prizioù a vez, kement-se o tisteraat
ster ar prizioù a-benn ar fin.
Kristian Braz a resisa n’eo ket skridoù savet gant ar re
yaouank ez eus anv anezho, met eus skrivagnerien a skriv evit ar re yaouank.
Dibabet e ve daou pe dri anezho e pep rummad oad hag e ve klasket mont pelloc’h
ha stummañ anezho a-hed ar bloaz. Sevel a raio un tamm skrid evit displegañ ar
raktres, hag a vo kaset da izili ar c’huzul-merañ dindan dek devezh.
- Raktres SKRIV ! evit Redadeg 2026
Fulup
Lannuzel a c’houlenn ha bez ‘ ez eo ar raktres-se a ve kinniget evit bezañ
arc’hantaouet gant Ar Redadeg 2026 ?
Respont a ra kristian Braz ez eo se a zo e kont. Malo
Bouëssel du Bourg a soñj dezhañ ez eo
mat-kaer ar raktres-se hag e c’hellfe bezañ degeremeret gant Ar Redadeg
gant ma vo termenet resis an hentenn, an ezhommoù pleustrek, an dasparzh anezho,
al lec’h ma vo ar stummadur (…). Fulup Lannuzel a veneg tem ar redadeg : Bevañ, bodañ,
bezañ, triskell gerioù redadeg 2026. Ne zlefe ket bezañ diaes klenkañ ar
raktres ennañ. An termen lakaet evit kas ar raktresoù a zo an 30 a viz
Gwengolo ; chom a ra neuze daou viz da sevel hon hini.
Kristian Braz a soñj dezhañ ez eo a bouez liammañ ar raktres
ouzh ar genskrivadeg hag ar stummañ a vo graet a-hed ar bloaz. Evit al lec’h e
vo gwelet gant BDL pe KLT.
Mat e ve da izili SKRIV! en em soñjal a-raok sevel ar goulenn
d’ar Redadeg : piv vefe prest da gregiñ e-barzh/da zegas e/he varregezh ?
- Deiziadiñ an emvod-meur
A-du emañ
an holl evit ma ve graet an emvod-meur e Karaez da-geñver saloñs al levrioù e
fin miz Here. Bernez a yelo e darempred gant aozerien ar festival evit resisaat
an deiz hag an eur (a priori e ve d’ar Sul vintin 26 a viz Here).
Kerkent ha ma vo gouezet e vo kaset keloù da izili SKRIV !.
- Adlañsañ ar blog
Santet e
vez an ezhomm da nevesaat ar blog. Hervez Kristian Braz e ve ur mab da Fanny Chauffin barrek diouzh
se. Ouzhpenn-se ez eo Fanny ezelez eus hor c’hevredigezh ha kemer a raio perzh
en abadenn Montroulez. Dav e vo mont e
darempred ganto evit luskañ an nevesaat-se.
Un dra
a-bouez eo kaout ur media eskemm ha kelaouiñ a-zoare. Goulenn a reer ivez
digant pep ezel eus SKRIV! klask hag anavezout a rafe un den gouest war an
dachenn-se.
Rentañ-kont
savet gant Fulup Lannuzel
Sekretour
SKRIV! d’ar 4 a viz Eost 2025
mardi 4 février 2025
Kemer a reomp tro eus abadenn Digoradur bloavezh Gwalarn*
a vo graet e ti SKED, 201, straed Jean-Jaurès, Brest, evit kouviañ ac’hanoc’h da gemer perzh
e :
Emvod SKRIV ! Emglev ar
Skrivagnerien Vrezhonek
d’ar Sadorn 1añ a viz Meurzh 2025 e ti SKED Brest da 10 eur 15
Daoù graf a vo gwelet e-pad an emvod-se. Da gentañ e
vo klasket tennañ kentel eus al labour renet evit sevel antologiezh
divyezhek danevelloù Gwalarn , ul labour renet asambles abaoe ouzhpenn tri
miz a-benn bremañ. Digor eo d’an
izili**, peurgetket d’an holl droerien o deus roet o amzer hag o gouiziegezh
d’ar mell labour-se. Talvezout a ra ar boan eskemm kenetrezomp evit nad afe ket
ar striv-se da goll hag evit ma c’hellfe chom bev ha ledet ar skiant-prenet-se.
Da c’houde e klaskimp
divrazañ
raktresoù SKRIV ! evit 2025 (dalc’hioù stummañ en o zouez). Merzet hon eus ez eo
dibaot ar merc’hed hag ar re yaouank en hon touez. Dav e ve kas an traoù
war-raok evit tizhout ur c’hempouez gwelloc’h. Ha poent eo sevel ur programm
evit reiñ korf d’ar raktresoù diniver a oa bet graet anv anezho en hon emvodoù
kent.
An amzeriadur a roomp amañ dindan a zo kement ha reiñ da
c’houzout. Ar pal eo kaout divizoù founnus etrezomp
10 eur 15 Degemer
an dud
10 eur 30 1.
Eskemm etre an droerien (60’)
Goulennet e vo digant an
droerien lavarout, e berr gomzoù, penaos o deus kaset da benn al labour treiñ : diaesterioù,
diskoulmoù, mont-dont gant ar reizherien, skiant-prenet… Lusket e vo ar gaoz gant K. Braz hag
a raio anv ivez eus teir zroidigezh disheñvel eus ar memes pennad (berr) gant
Stevenson (e galleg) a-raok treiñ anezhañ asambles e brezhoneg.
11 eur 30 3. Eskemm diwar-benn program ar
bloavezh 2025 (60 ‘)
Ezhomm a zo da resisaat linennoù-stur
SKRIV ! evit 2025, peseurt obererezh a fell dimp kas da benn, evel an
dalc’hioù stummañ a zo bet
meneget c‘hoazh, hag a chom da resisaat ken e-keñvet stumm ken e-keñver danvez.
Lusket e vo ar gaoz gant F. Lannuzel
12 eur 30 Kinnig a reomp d’ar re o devo c’hoant ur
predig yen war al lec’h (paeet gant SKRIV !)
*Digoret e vo diskouezadeg Gwalarn da ziv eur goude
merenn, al lid digeriñ da deir eur, ha goude un daol
grenn gant Erwan Hupel, Tristan Loarer, Pierrette Kermoal, Tudual Huon.
** Ha d’ar re a zo prest da emezelañ da-geñver an emvod.
Follenn vrudañ SKRIV! /doare da emezelañ
Emglev
ar Skrivagnerien Vrezhonek
Blog : https://skrivagnerienbzg.blogspot.com/
SKRIV ! gant pik estlamm, mar plij ! rak c'hoant hon eus e vefe
c'hoazh tu da gontañ ar bed dre ar brezhoneg. Ar pezh a dalv skrivañ muioc'h,
ha gwelloc'h dreist-holl, evit ma vefe desachet al lennerien. Setu perak hon
eus roet ar brall da Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek, ur
gevredigezh hervez lezenn ar 1añ a viz Gouere 1901.
Pal ar gevredigezh-mañ eo bezañ ul lec’h eskemm etre
skrivagnerien ha skrivagnerezed - a vremañ pe da zont - a fell dezho diorren ar
c’hrouiñ e brezhoneg, ha reiñ skoazell dezho en o oberoù ha da zifenn o lazioù,
hag ivez da gas war-raok anaoudegezh al lennegezh e brezhoneg hag al lenn hag
ar skrivañ lennegel evit an dud.
Diazezet eo sez ar gevredigezh e Ti ar Vro, 6 plasenn Gwirioù Mab-den, 29270 Karaez.
Meur a abeg a zo bet
d’ar raktres a fell dimp kas da benn :
• Ar c’hoant hag an ezhomm da gejañ kenetrezomp.
Pouezus eo en em anaout gwelloc’h ha sevel raktresoù boutin kenetrezomp. Ober
traoù a-gevret a zo an daore gwellañ da dreuzkas ar skiant-prenañ d’ar
remziadoù yaouank.
• An ezhomm da vezañ stummet : ar stummadur a vo
unan eus hon obererezhioù diazez. War ar
yezh end-eeun, met dreist-holl war ar sevel danevelloù pe romantoù, war al
lennegezh vrezhonek klasel, war an doare da zegas perzhioù mat ar yezh komzet .
Mennet omp da lakaat en o sav dalc’hoù
stummañ arbennik hag atalieroù skrivañ.
• An ezhomm da vezañ anavezet hag anzavet. Ret eo
gwellaat an darempredoù gant an diavaez
: gant an embannerien, gant an aozadurioù foran (Rannvro, h.a.), ar skolioù, ar
saloñsoù, al lennadennoù… ledan eo an dachenn.
Ezhomm hor bo eus sikour an holl, peurgetket ar re yaouank. Unan eus ar c’hudennoù a vo da ziskoulmañ eo ar skoazell da reiñ d’ar c’hrouiñ lennegel
(penaos/petra/piv arc’hantaouiñ) evit broudañ ar skrivagnerien hag ar
skrivagnerezed da sevel oberennoù a dalvoudegezh.
Evit emezelañ kit war HelloAsso : https://www.helloasso.com/associations/skriv-emglev-ar-skrivagnerien-vrezhonek/adhesions/skriv-emezellin
Pe leuniañ ar follenn amañ dindan :
FOLLENN
EMEZELAÑ
SKRIV !
Emglev ar skrivagnerien vrezhonek
Sez : Ti ar Vro, 6 plasenn
Gwirioù an Den, 29270 Karaez
Kevredigezh
hervez lezenn ar c’hentañ a viz Gouere 1901
Da leuniañ gant
an ezel :
Anv-bihan :………………………………………Anv :………………………………………………..
Chomlec’h :……………………………………………………………………………………………….
Kod post :………………………………….Kêr :……………………………………………………….
Pellgomz :………………………………… Chomlec’h postel :…………………………………
Disklêriañ a ran e fell din dont da vezañ
ezel(ez) eus ar gevredigezh SKRIV !
Paeañ a ran va
skodenn evit ar bloavezh o ren, bezet ur sav 10 € gant ur chekenn war
anv SKRIV ! Emglev ar skrivagnerien
vrezhonek da gas dre ar post da sez
ar gevredigezh :
Ti ar Vro, 6 plasenn Gwirioù an Den,
29270 Karaez
Graet d’an
(deiziad) e (lec’h) :
Sinadur an ezel(ez) :
Antologiezh divyezhek danevelloù Gwalarn : stad an traoù
Lusket e oa bet al labour ouzhpenn tri miz 'zo. Troet ez eus bet e galleg pemzek danevell eus mare Gwalarn. Darev eo al labour ha kaset e vo a-barzh nemeur d'an embanner Al Liamm. Un avantur eo he deus roet tro da eskemmoù frouezhus etrezomp. Ra vo trugarekaet an droerien evit an amzer gouestlet ganto (treiñ ha reizhañ). Un degasadenn a zoare e vo da berzh-mat Bloavezh Gwalarn 2025.
|
Urzh |
Skrivagner |
Danevell |
Titl e
galleg |
Troer |
|
1 |
Abeozen |
Ur c’higer |
Un boucher |
K. Braz |
|
2 |
Abeozen |
Reder foarioù |
Coureur de
foires |
M. Madeg |
|
3 |
Drezen Y. |
Ar c’hloc’h
aour |
La cloche d’or |
J.
Abherve-Gwegen |
|
4 |
Drezen Y. |
Mintin glas |
Matinée
bucolique |
J.
Abherve-Gwegen |
|
5 |
Gow Y. ar |
Al laer dienn |
Le voleur de
crême |
L.Lavrand |
|
6 |
Hemon R. |
Mari Stuart |
Mari Stuart |
K. Braz |
|
7 |
Hemon R. |
An toueller |
Le séducteur |
F. Lannuzel |
|
8 |
Kongar D.K./ Kervella F. |
Drailhennoù
diwezhañ
ar pardon |
Les dernières
bribes du pardon |
F. Lannuzel |
|
9 |
Konan J. |
Lannevern e
kañv |
Lannevern en
deuil |
E.Hupel |
|
10 |
Meavenn |
Merc’hed Brest |
Les femmes de
Brest |
F. Lannuzel |
|
11 |
Meavenn |
Ar c’hentañ
toull |
La première
cassure |
J.E. Mouton |
|
12 |
Meavenn |
An den a ouie
ar brezhoneg |
L’homme qui
savait le breton |
J.E. Mouton |
|
13 |
Riou J. |
Termaji war
ar blasenn |
Des saltimbanques
sur la place |
B. Rouz |
|
14 |
Riou J. |
Ur barr-avel |
Un coup de
vent |
F. Lannuzel |
|
15 |
Roc’halan/ An
Diuzet A. |
Ar fals
lizher |
La fausse lettre |
J. Penneg |
dimanche 3 novembre 2024
Rentañ-kont emvod SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek e
Karaez da-geñver Saloñs al levrioù d’ar 27 a viz Here 2024
Bezant :
Fulup Lannuzel, Laurence Lavrand, Kristian Bras, Paol ar Meur, Jakez-Erwan
Mouton, Bernez Rouz, Jil Penneg, Jorj Abherve-Gwegen, Loeiza An Duigou.
Peder c’hraf
a oa war ar roll :
- 1. Niver an izili
- 2.
Raktres
antologiezh divyezhek danevelloù Gwalarn
- 3. Raktres danevelloù doare Gwalarn
- 4. Aozañ un dalc’h stummañ
Kavet e vo
amañ un diverrañ eus ar breud gant an divizoù bet kemeret.
1- Niver an izili
Bez’ ez eus
bremañ 22 ezel, bezet : Fulup Lannuzel, Kristian Braz, Jakez-Erwan Mouton, Paol Ar Meur, Bernez
Rouz, Laurence Lavrand, Malo Bouessel du Bourg, Yvon Gourmelon, Filip Oillo, Yann-Ber
Kemener, Herve Lossec, Mai Ewen, Jil Penneg,
Jorj Abherve-Gwegen, Iwan ar Fur, GG Gwenn, Uisant Crequer, Mikael Madeg,
Paskal Hervio, Loeiza an Duigou, Patrick Drean, Iwan Couée.
2- Raktres antologiezh divyezhek
danevelloù Gwalarn
Asantet en
deus Al Liamm embann an antologiezh (emziviz gant Tudual Huon e-kerzh ar
saloñs).
Graet e vo
al labour treiñ gant SKRIV ! a-raok kas an traoù d’an embanner. Klask a
raimp mont ar pellañ gwellañ en aozidigezh an testennoù. A bouez eo e ve galleg
reizh an troidigezhioù. Mat e ve kaout ur difazier gallek er-maez eus
SKRIV !: fiziout se pe en embanner, pe en ur c’helenner/ez gallek, pe e
kevredigezh difazierien Breizh. O vezañ ma n’emañ ket a-unan an dud vezant, e
tivizer gwelout se diwezhatoc’h.
Evit
danevell Ur barr-avel gant Jakez Riou e kinniger ober un droidigezh
nevez, disheñvel neuze diouzh an hini bet graet gant Youenn Drezen e 1947.
Loeiza an Duigou a zo asant d’hec’h ober.
Bernez Rouz
eo a droio Termaji war an blasenn gant Jakez Riou ha Jil Penneg Ar
falz lizher gant Roc’halan.
Divizet ez
eus tennañ Yun (re hir) gant
JaKez Riou ha Kalon an oan gant Youenn Drezen (ne vez ket kavet dispar
gant lod) diouzh ar roll.
Daoust ma’z
eus kalzik traoù a-benn bremañ, n’eo ket klok-echu ar roll, mar bez kavet « perlezennoù
all ». Gant ma vint berr e
c’hellint bezañ ouzhpennet.
Loeiza, Jil
ha Bernez a zo prest da genlabourat etrezo evit eskemm ha reizhañ o
zroidigezhioù, memes tra gant Laurence ha Paol. Un doare e vo da gaout ur sell
disheñvel war labour an-unan.
Lakaet e vo
an holl destennoù brezhonek e peurunvan.
Evit an
anvioù-tud pe an anvioù-lec’h e ve mat soñjal aesaat an traoù evit al lenner
gallek (da skouer Yann ar C’herneis = Yann Kerneis) ; a-hend-all e c’hello
bezañ implijet notennoù e traoñ ar bajenn evit displegañ resisoc’h an traoù, pe
da nebeutañ lakaat ar gerioù-se e lizherennoù stouet. Ar pal eo aesaat ar gomprenezon.
Evit ar
gwirioù war skridoù ‘zo e vo gwelet gant an embanner.
Degas a
reomp da soñj en deus asantet Erwan Hupel sevel ar rakskrid.
Evit ar
skridoù brezhonek orin e vo da bep troer da ginnig anezhañ e skritur peurunvan.
Roet e vo neuze d’an embanner hollad ar skridoù brezhonek hag hollad ar skridoù
gallek war un dro.
Anv a zo eus
an termen da lakaat d’al labour. Evel-just ez eo Saloñs Karaez 2025 an disoc’h.
Met bez ‘ e rank an traou prest a-raok se. Bernez Rouz a veneg neuze e vo
lusket an traoù da vat a-fet Diskouezadeg Gwalarn a droio e tiez ar vro,
e SKED Brest d’ar 1añ a viz Meurzh 2025. Diwar
se ez eus divizet e vo mat d’an troidigezhioù bezañ graet evit dibenn ar
bloaz-mañ, miz Kerzu. E fin miz C’hwevrer e vo mat dastum an holl skridoù
kempenn mui-pe-vui (kas anezho da sekretour SKRIV !). E miz Mae e vo
daveet ar « pakad » da Al Liamm.
Meneget ez
eus kudenn an arc’hant da gaout diwar-bouez al labour-se. Dre ma vez roet diwar
vremañ ur yalc’had da bep skrivagner e kinnigomp ma vo graet evit STRIV !
er gevrat a vo sinet gant Al Liamm evit embann an antologiezh.
Kinniget ez
eus ivez ober testennoù enrollet e brezhoneg (mouezh hep kinkladur), un doare
da kinnig un diraez nevez d’ar skridoù evit an deskerien (hag ar re all…). Da
resisaat evel-just piv ha penaos e vo graet ( dre studioioù radioù lec’hel da
skouer pe doareoù all..). E c’hellfe bezañ e stumm ur QR code e-barzh al levr. Da welout gant an
embanner ivez.
(Sl. ar roll
disoc’h evit dasparzh an troidigezhioù er pezh stag)
3.
Raktres danevelloù doare Gwalarn
N’eus ket
bet kinnigoù war an danvez- se estreget hini Jorj Abherve-Gwegen. A-benn ar fin
e kinnig Bernez Rouz ma ve klasket lakaat se kentoc’h e dalc’h gant priz
Langleiz. Roet e ve ar priz d’an danevell gwellañ war an tem-se. Mont a raio e
darempred gant atebeien ar priz evit gwelout ha bez’ e c’hell ar c’hinnig-se
bezañ kaset da benn. Ne vo ket mui ur raktres SKRIV !
4. Aozañ un dalc’h stummañ
Anv a oa bet
ganeomp eus aozañ dalc’hioù stummañ. Mikael Madeg, Kristian Bras, Fulup
Lannuzel, ha Pierrette Kermoal o doa graet kinnigoù (sl. rentañ-kont emvod
kentañ SKRIV ! e Karaez 14/03/24). Gouzout penaos ober ha pegeit e padfe, aze
emañ an dalc’h avat. Fulup Lannuzel a veneg ar c’hendivizoù en deus bet er Saloñs
gant Pierrette Kermoal (n’eo ket gwall entanet war a seblant) ha gant Mikael
Madeg. Hemañ a ve prest d’ober un dra bennak war ar sevel romantoù e stumm ur
c’hendiviz gant an dud (padelezh=1 eur hanter). Kristian Braz, diouzh e du, a
rafe, emezañ e-pad an emvod, unan war ar sevel danevelloù e stumm ur
« boelladenn » bleustrek (padelezh=1 eur hanter). Neuze ez eus amañ
ur penn-devezh stummañ a c’heller lakaat en e sav.
Bernez Rouz
a ginnig neuze koublañ se gant emvod SKED Brest d’ar 1añ a viz Meurzh 2025, pa vo
lusket Diskouezadeg Gwalarn. Diouzh ar mintin e ve prezegennoù an
darvoud, d’endervezh ar stummadur a-berzh SKRIV !
Ret e vo en
em soñjal pelloc’h war se, evit kaout ur program diazezet ervat. Gouzout piv a
vo an « deskerien », izili SKRIV !, pe digoroc’h war an diavaez,
skivagnerien hepken, pe danvez skrivagnerien… Chom a ra an traoù da resisaat
c’hoazh. Kinniget ez eus ober un emvod dre vizio e deroù miz Genver.
Ar
sekretour,
Fulup
Lannuzel
Raktres antologiezh
danevelloù divyezhek Gwalarn (27 10 2024)
Roll labour
resisaet en emvod SKRIV! e Karaez d’an 27 a viz Here
|
Oberour |
Titl |
Troer |
Niver ar pajennoù er skrid orin |
|
R Hemon |
Mari Stuart |
K Braz |
7 |
|
R Hemon |
An toueller |
F Lannuzel |
5 |
|
Meavenn |
Merc’hed Brest |
F Lannuzel |
3 |
|
Meavenn |
Div zanevell verr tennet eus Pa c’houez avel
Walarn GW. 43 1932 : Ar c’hentañ toull, An-den-a-ouie-ar-brezhoneg |
JE Mouton |
5 4 |
|
Abeozen |
Reder foarioù |
M Madeg |
8 |
|
Abeozen |
Ur c’higer (Dremm
an Ankoù) |
K Braz |
4 |
|
F Kervella |
Drailhoù diwezhañ ar
pardon GW.60 1933 |
F Lannuzel |
4 |
|
J Riou |
Ur barr-avel |
L an Duigou |
4 |
|
J Riou |
Termaji war ar
blasenn |
B Rouz |
4 |
|
Y Drezen |
Mintin glas GW. 12 1927 Ar c’hloc’h aour |
J Abherve-Gwegen J Abherve-Gwegen |
3 10 |
|
Roc’halan |
Ar fals lizher |
J Penneg |
9 |
|
Y ar Gov |
Al laer dienn |
L Lavrand |
14 |
|
J Konan |
Lannevern e kañv |
E Hupel |
15 |
|
|
|
Hollad |
99 |
-
Antologiezh divyezhek danevelloù Gwalarn : stad an traoù Lusket e oa bet al labour ouzhpenn tri miz 'zo. Troet ez eus bet e galleg pe...
-
N'eo ket pal pennañ hon emvod e Karaez sevel ur gevredigezh. Koulskoude, mat e vefe deomp en em soñjal : daoust hag un dra...
