vendredi 16 janvier 2026

 

Rentañ-kont emvod-meur SKRIV !

Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek

26 a viz Here 2025 e Karaez

 

Bezant : Fulup Lannuzel (FL), Bernez Rouz (BR), Patrice Marquand (PM), Kristian Braz (KB), Laurence Lavrand(LL), Jorj Abherve-Gwegen (JAG), Iwan Couée (IC), Malo Bouëssel du Bourg (MBB)

Digarezet : Filip Oillo, Herve Lossec, Iwan ar Fur, Paskal Hervio, Jakez-Erwan Mouton, Mikael Madeg, Loeiza an Duigoù, Mai Ewen.

1-     Stad ar c’hontoù d’an 9 a viz Here 2025

KB a ziskouez taolenn an dispignoù hag ar gounidoù :

 

DISPIGNOÙ

 

GOUNIDOÙ

Skodennoù

 

 

170 (kont CMB)

 

 

 

90 (Hello Asso)

Mizoù Post (levr Gwalarn)

35,6

 

 

Mizoù Boued (emvod Brest)

53,75

 

 

HOLLAD

89,35

 

260

 

Chom a ra neuze 170,65 er c’hef.

Degemeret eo stad ar c’hontoù. Divizet ez eus mirout ar skodenn-vloaz da 10 dre zen. An izili bezant a gemer tro eus an emvod evit paeañ o skodenn evit 2026.

2-     Danevell obererezh 2024-2025

FL  a ra un addispleg eus an danevell obererezh bet kaset d’an holl izili a-raok an emvod (sl. ar skrid-se evit ar munudoù). Pouezañ a ra  war ar raktres kaset da benn gant SKRIV !, al levr antologiezh danevelloù  Gwalarn, 100 vloaz/100 ans, embannet gant Al Liamm. Ul labour plijus ha frouezhus (15 danevell, 9 troer). An holl o deus kavet dudi ha prenet skiant war an treiñ. Un dra fetis eo bet hag a glot gant unan eus palioù ar gevredigezh : ober traoù asambles. Degas a ra da soñj pegen diziouerus eo bet ivez roll an embanner ha hini ar reizherez paeet gant Al Liamm evit gwellaat al lodenn c’hallek e keñverioù ‘zo.

MBB a ginnig kenderc’hel gant ar pal-se, ha  sevel un dastumad skridoù divyezhek brezhoneg/galleg. KB a soñj dezhañ e ve mat ober unan diwar an danevelloù a vremañ, ar wech-mañ, goude bezañ graet unan war traoù bet embannet er c‘hantved diwezhañ, gant ma ve kavet un embanner evel-just. Digor e ve d’an izili o deus paeet o skodenn, d’ar skrivagnerien ha d’ar skrivagnerezed da ginnig pep a zanevell en ur resisaat ha prest ez int da dreiñ o-unan o danevell pe mar kavont gwelloc’h e ve troet gant un den all. Evit al levr kentañ, lakaomp e ve reoù all da c’houde, e ve dibabet 10 pe 12 danevell en holl. Ar mont en-dro eus ar raktres-se a vo spisaet war-lerc’h.

Evit a sell ar brudañ eus al levrioù divyezhek  e kinnig BR mont war-zu ar bodadoù-lenn, niverus a-walc’h bremañ e Breizh hag ar strolladoù brezhonegerien (tud ha n’o devez ket tro bepred da gomz brezhoneg kenetrezo, reoù bet er-maez eus ar vro, c’hoant ganto da adstagañ gant ar yezh), evel ma kaver er Vro-Vigoudenn da skouer.

FL a ra anv eus ar bruderezh a zo bet graet pe a vo graet evit an antologiezh (Gouel Broadel ar Brezhoneg, abadennoù radio, abadennoù da zont e Roazhon gant Ouest-France ha Skol an Emsav, e ti Dialogues e Brest e 2026. E Kemper e oa bet unan ivez, eme BR, el levraoueg, met aozet fall a-walc’h, ne oa ket kalz a dud. Diwar se e sav ur breud da c’houzout penaos aozañ gwelloc’h ar bruderezh. Soñjal a ra d’an dud e ve mat implij rouedad Tiez-ar-Vro evit se. BR a ginnig ober war-dro ha kas keloù d’an aozadurioù-se. Ar blog a ve un doare mat ivez  evit brudañ ar pezh hon eus graet hag a reomp gant ma vo gwellaet avat.

A-du ‘rall ez eo prest MBB da sevel ur pennad brudañ a-zivout obererezh SKRIV ! evit Al Liamm. Goulenn a raio MBB ha prest e vefe Al Liamm da embann an eil levrenn danevelloù troet kinniget gant SKRVI !.

Raktres Lennegezh evit ar yaouankiz

KB a zo bet pedet gant La Baie des Livres Montroulez evit kemer perzh e Foar al Levrioù (21/22/23 a viz Du 2025). Ul lodenn vrezhonek a vo hag aozet un daol-grenn war al lennegezh evit ar yaouankiz, 7 den  war al leurenn, skolaerien, kelennerien, skrivagnerien evel LL, un embanner. Lañset ez eus ur c’houlennaoueg er skolioù (petra a vez lennet, a blij d’ar skolidi, petra a c’hortozont…). C’hoant o deus an aozerien (Baie des Livres, KLT, SKRIV !) sevel da c’houde ur genskrivadeg danevelloù. Anv a zo ivez e c’hellfe SKRIV !  aozañ un devezh-studi pe zaou evit heñchañ an dud, un doare staj. SKRIV ! a c’hellfe kemer perzh en ur bodad-lenn, un doare juri da varn ar skridoù). Miret e ve ar genskrivadeg d’an dud a zo boas da skrivañ evit ar re yaouank.

Dezastum a ra FL an danevell obererezh hag ar c’hudennoù diziskoulm:

·         Ur raktres (antologiezh divyezhek bet kaset da benn)

·         Ur raktres war ober (Lennegezh evit ar yaouankiz)

·         Ar stummadur diabarzh (n’eo ket bet graet)

·         Ar blog a chom da glokaat  a-fet stumm hag a-fet danvez. Mat e ve kaout un den  barrek diouzh an dra-se. Ur wech ma’z afe an ostilh en-dro e ve prest meur a hini da vagañ anezhañ (KB, FL,…). Stadañ a ra BR e vez kalz traoù, lec’hiennoù war ar genrouedad, pep hini en e gorn, evit e blijadur, hep na ve gouezet gant den a-wechoù. An dalc’h a ve neuze sevel  un ostilh a feson, ent teknikel, gouest da vodañ kement tra  a c’hell bezañ graet war an dachenn. Aze emañ skod ar c’hoari gant SKRIV ! mar deuomp a-benn da sevel ur blog gwirion. FL a c’houlenn ha bez ‘ e c’hellfed implij an arc’hant a zo er c’hef evit se. Ne ve ket posupl hervez ar re all. Evit KB ez eo kentoc’h da ober gant tud a youl vat, hag a ve digollet memestra. Ne vern penaos, lakaomp hor befe ur raktres blog mat e c’hellfemp goulenn ur yalc’had, da skouer digant Ar Redadeg.

·         FL a veneg n’en deus ket gellet SKRIV ! desachañ reoù yaouank en hon obererezh.

·         Kaset eo bet an traoù e-barzh SKRIV ! gant daou zen (KB, FL) koulz lavaret. Mat e ve ingalañ muioc’h al labour etre izili ar c’huzul-merañ.

 

3-     Neveziñ ar c’huzul-merañ

FL a zegas da soñj n’eus nemet 7 den er c’huzul-merañ, tra ma rankfe bezañ 9 den hervez ar statudoù. Ouzhpenn-se e tle bezañ nevezet un drederenn eus ar c’huzul-merañ bep bloaz. Kinnig a ra neuze BR  e ve graet an neveziñ en doare-mañ : bep bloaz ez afe kuit tri den, disheñvel bep bloaz, gant ma ve posupl dezho dont en-dro mard eo asant an emvod-meur. A-du emañ an izili bezant gant an doare-se d’ober.

Neuze ez a er-maez MBB, KB, FL, hag addilennet ez int kerkent.

Graet eo tro an daol evit gwelout ha prest eo daou zen ouzhpenn da vont er c’huzul-merañ. Patrice Marquant  a lavar mont. Kinnig a ra LL goulenn digant Fanny Chauffin mont er c‘huzul-merañ ivez (asantet he deus da c’houde).

Setu  ar c‘huzul-merañ nevez :

Malo Bouëssel du Bourg

Kristian Braz

Fanny Chauffin

Fulup Lannuzel

Laurence Lavrand

Patrice Marquant

Paol ar Meur

Jakez-Erwan Mouton

Bernez Rouz

 

4-     Raktresoù evit an dazont

·         Kas pelloc’h ar brudañ e Tiez-ar-Vro hag er strolladoù brezhonegerien (BR)

·         Kemer perzh en aozadur ar genskrivadeg danevelloù evit ar yaouankiz (KB)

·         Sevel un teskad  danevelloù diyvezhek brezhoneg/galleg a vremañ, evel ma’z eo meneget a-us (KB, FL)

 

SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek

 Blog : https://skrivagnerienbzg.blogspot.com/

 

DANEVELL OBEREREZH 2024-2025

War-lerc’h eskemmoù dre ar genrouedad (40 den) hag un emvod kentañ e miz Meurzh 2024, e voe krouet  SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek e miz Mezheven 2024, e Karaez, evel kevredigezh hervez lezenn 1añ a viz Gouere 1901, evit bezañ ul lec’h eskemm etre skrivagnerien ha skrivagnerezed a fell dezho diorren ar c’hrouiñ e brezhoneg, evit reiñ skoazell dezho en o oberoù ha da zifenn o lazioù, hag ivez evit gas war-raok anaoudegezh al lennegezh e brezhoneg hag al lenn hag ar skrivañ lennegel evit an dud.

Meur a abeg a zo bet da grouidigezh ar gevredigezh :

• Ar c’hoant hag an ezhomm da gejañ. Pouezus eo en em anaout gwelloc’h ha sevel raktresoù boutin. Ober traoù a-gevret a zo an daore gwellañ da dreuzkas ar skiant-prenañ d’ar remziadoù yaouank.

• An ezhomm da vezañ stummet : war ar yezh end-eeun, met dreist-holl war ar sevel danevelloù pe romantoù, war al lennegezh vrezhonek klasel, war an doare da zegas perzhioù mat ar yezh komzet . Ezhomm a zo da  lakaat en o sav dalc’hoù stummañ arbennik hag atalieroù skrivañ.

• An ezhomm da vezañ anavezet hag anzavet. Ret eo gwellaat  an darempredoù gant an diavaez : gant an embannerien, gant an aozadurioù foran (Rannvro, h.a.), ar skolioù, ar saloñsoù, al lennadennoù… ledan eo an dachenn. Ezhomm a vo eus sikour an holl, peurgetket ar re yaouank.  Unan eus ar c’hudennoù a vo da ziskoulmañ eo  ar skoazell da reiñ d’ar c’hrouiñ lennegel (penaos/petra/piv arc’hantaouiñ) evit broudañ ar skrivagnerien hag ar skrivagnerezed da sevel oberennoù a dalvoudegezh.

Bez ‘ ez eus 25 den o deus emezellet betek-henn.

Emvodoù ha raktresoù bet e 2024 ha 2025

Miz Gwengolo 2024

Emvod dre vizio e-lec’h ma’ z eo bet divizet kemer perzh en darvoud Kant vloaz Gwalarn dre sevel un antologiezh divyezhek danevelloù savet gant skrivagnerien Gwalarn. Anv a zo bet ivez da aozañ un dalc’h stummañ hag a badfe un devezh.

Miz Meurzh 2025

Emvod e ti SKED  e Brest da-geñver digoridigezh diskouezadeg Kant vloaz Gwalarn. Ur breud a zo bet evit gouzout ha mat e oa treiñ oberoù brezhonek e galleg. An darn vrasañ eus an izili a soñj dezho ez eo un dra talvoudus. Aet eo war-raok an antologiezh a-benn neuze (15 danevell dibabet ; 9 troer). Kaset e oa bet al lodenn c’hallek d’an embanner dibabet. Ne chome mui nemet al lodenn vrezhonek da frammañ, ul labour bet graet neuze gant an embanner dreist-holl. Divizet e oa bet ivez sevel ur raklavar, ur rakskrid hag ur golo.

Ul labour frouezhus a zo bet graet gant an droerien. Reoù ne oant ket boas ouzh an treiñ, met bennozh d’an eskemmoù etre an dud eo bet gwellaet an traoù ha kemeret plijadur zoken. Talvoudus e vo ar skiant-prenet-se evit an amzer da zont mar bez oberoù all da dreiñ.

A-du’rall e stader hon eus poan o tesachañ merc’hed ha tud yaouank davedomp ha re gozh eo oad keitat izili SKRIV!

Miz Eost 2025

Emvod ar c’huzul-merañ dre vizio

Moullet eo bet an antologiezh divyezhek Gwalarn 100 vloaz/100ans, Danevelloù/Nouvelles, gant Al Liamm. Tennet ez eus bet 400 skouerenn. Krog eo ar brudañ : Gouel broadel ar Brezhoneg e miz Gouere, abadennoù radio gant Arvorig.fm. Reoù all a zo da zont : e Roazhon en egor Ouest-France d’an 22 a viz Du 2025, e Skol an Emsav d’an 23 a viz Du 2025, un abadenn gant ti Dialogues e Brest e 2026 (deiziad da dermenañ).

Kemer a raio perzh ivez SKRIV ! e Foar al levrioù aozet gant La Baie des Livres Montroulez d’an 21/22/23 a viz Du 2025. Kinniget e vo ur raktres lennegezh evit ar yaouankiz gant BDL, SKRIV !, KLT, e stumm un daol-grenn e brezhoneg (jubennet e galleg). Evit se eo bet aozet ur c’houlennaoueg er skolioù divyezhek evit anaout gwelloc’h ezhommoù ha c’hoantoù ar re yaouank e-keñver al levrioù.

Klozadur

Kaset ez eus bet ur raktres a zoare gant SKRIV ! a-zivout Kant vloaz Gwalarn. Emeur  o sevel unan all e dibenn 2025 diwar-benn al lennegezh evit ar yaouankiz. Dav eo anzav evelkent n’eo ket bet savet an holl raktresoù a oa bet anv anezho er penn kentañ evel ar stummadur diabarzh war al lennegezh. Ar blog  n’eo ket deuet c’hoazh da vezañ ur benveg gwall implijet hag anavezet gant an holl. N’eus  ket bet gallet sachañ reoù yaouank da gemet perzh en hon obererezh. Hemañ a vez renet gant daou zen hepken peurliesañ. Mar fell dimp gwelout SKRIV ! o c’hoari ar roll lakaet er statudoù ha seveniñ ar palioù meneget enno eo poent ma c’hellfe ur skipailh ledanoc’h magañ buhez hor c’hevredigezh.

Fulup Lannuzel

jeudi 8 janvier 2026

 

SKRIV! hag ar festival Bae al Levrioù


Evel bep bloaz e vez dalc'het e Montroulez ar festival  Bae al Levrioù en-dro d'al lennegezh evit ar yaouankiz.

Evit ar 17vet BAL en deus kinniget SKRIV! aozañ un daol-grenn a-zivout an embann levrioù evit ar re yaouank : petra a bilj pe ne blij ket dezho, petra ra diouer dezho, petra a c'hellfe bezañ kinniget dezho… 

Aozet e oa bet ur goulennaoueg gant Youenn Filip, skolaer, ha kaset d'an holl skolioù e Bro Montroulez, peadra da lañsiñ ha da voueta ar gaoz. Estreget Youenn e oa deuet Maina Ily (levrierez), Clyde Glugy-Belmont (skolaer), Gwenola Coic (kelennerez) ha Laurence Lavrand (skrivagnerez). Kaset an abadenn en-dro gant Kristian Braz, jubennet e galleg gant Riwanon Kallag. Ha roet ar gaoz da meur a zen er saliad. Enrollet eo bet an abadenn en he fezh gant Arvorig FM. Enjoy!

https://arvorigfm.bzh/emission/trouz-er-ger/#podcast=77655