Emvod kentañ SKRIV !
Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek
Karaez 14/03/24
Bezant : Paol ar Meur, Laurence Lavrand , Gege
Gwenn, Jakez-Erwan Mouton, Fulup Lannuzel, Mikael Madeg, Yann-Ber Kemener,
Pierrette Kermoal ha Gwenael Maze, Sarah Chedifer, Pascal Hervio, Filip Oillo,
Laetitia Fitamant, Kristian Braz, Fanny Chauffin.
Digarezet : Loeiza an Duigou, Malo Bouessel du Bourg, Yann-Fulup Dupuy, Iwan ar Fur, Loeiz Gwilhou, Jil Penneg, Paskal an Intañv, Jorj Abherve-Gwegen.
Diouzh ar mintin :
K Braz a zispleg e berr gomzoù orin ar raktres SKRIV !
pa oa bet lakaet war wel diwar eskemmoù
etre eñ ha F Lannuzel an ezhomm da vodañ
skrivagnerien pe danvez skriverien : lec'h-eskemm ebet, darempredoù diaes
a-wechoù gant embannerien pe aozadurioù ‘zo, an ezhomm bras da yaouankaat ha
benelaat kumuniezh ar skriverien…
Mont a ra F Lannuzel dre ar munud en e rentañ-kont eus ar mennozhioù dastumet diwar an eskemmoù kaset gant an oberourien dre ar genrouedad (sl. testenn er blog) ; diwar se e sav ur c’hendiviz puilh etre ar berzhidi :
· Ezhomm kejañ : emañ an holl berzhidi a-du gant ar mennozh-mañ ha gant ar redi treuzkas a skiant-prenet d'ar rummadoù yaouankañ
·
An ezhomm stummadur :
o
dav lenn ha studial an oberennoù meur hag al
lennegezh dre vras. (P Kermoal)
o
ezhomm da varrekaat war ar yezh (F Oillo + ar
braz eus an dud). Un doare forom strishaet d’an izili a c’hellfe bezañ er blog
evit barrekaat pep hini pa vank ur ger bennak pe ur droienn bennak.
o ezhomm da gaout difazierien a-vicher (K Braz). Er c’hendivizoù e laka anat reoù ‘zo e ve gwelloc’h komz eus kuzulierien.
·
Stad en embann : koshaet ar skriverien /
diouer a verc'hed. Penaos ober ?
o
Arnod 20 vloaz PAV/PAY (F Chauffin) : penaos lakaat lod
eus ar re yaouank da skrivañ en-dro ?
o
Aozañ stummadurioù berr er skolioù (K Braz)
Penaos tennañ gounit eus ar steuñv Pass Culture (Adage) evit paeañ an
animatourien ?
·
Re nebeut a lennerien : penaos desachañ ar
re yaouank ?
o
penaos lakaat mediaouegoù da brenañ levrioù
brezhoneg ? (K Braz)
o
penaos lakaat ar gelennerien da gompren
talvoudegezh al lennegezh vrezhonek ? Kinniget ez eus mont da gejañ gant kelennerien (chom a ra an doare
da spisaat).
o
Labourat dre diriad diwar an emglevioù bro (skouer Kemperle gant F
Chauffin)
·
Peseurt binvioù implij ?
o
Ur blog zo bet krouet (K Braz), kudennoù
teknikel a chom atav. Dav eo degas tud all barrekoc'h, marteze e-touez tud
yaouankoc’h n’int ket bet evit dont hiziv ; mont da c'houde war ul
lec'hienn fonnusoc'h ? (F Oillo)
o
Ha mat eo treiñ diwar ar brezhoneg ? Evit P
Kermoal ez eo arabat ober e galleg.
o
Levrioù divyezhek (yezhoù keñver-ha-keñver,
dreist-holl evit an deskerien ; sevel un dastumad bloaz ? Ur mennozh
mat evit an darn vrasañ.
o
Skridvarnerezh : un dra ret ; penaos
mont pelloc'h ha gwellaat ? (gw. pennad Sarah Chedifer en endervezh)
o
Sikour ar Rannvro evit chomadennoù lennegel (P
Hervio ar bloaz-mañ)
o
Ar radio,
ur benveg dreist evit skignañ lennegezh (dreist-holl evit an dud pell
diouzh bed al lennegezh hag ar skrid) ; Testeni L Fitamant gant al
lennegezh dre radio e Radio Kerne. Sevel enrolladennoù a galite a zo ret-holl
evit sachañ selaouerien.
·
Darempredoù gant an diavaez
o
Klask diazezañ darempredoù etre SKRIV ! hag
an embannerien.
o Penaos bezañ arc'hantaouet gant an aozadurioù publik ? Ur sammad par d'an hini gouestlet d'an treiñ lennegel (war-dro 20 000€/bloaz) (K Braz) evit sikour raktresoù levrioù a galite diwar dosieroù savet aketus (enklaskoù, beajoù…) ? Chom a ra digor an traoù evit gouzout penaos e ve dibabet ar raktresoù-se ? A-du emañ an holl.
·
SKRIV ? Peseurt statudoù ?
o
Sevel ur gevredigezh hervez lezenn 1901 evit kas
hor soñjoù war-raok ha bezañ anavezet gelloc’h gant an diavaez: a-du an
holl.
o Studiañ pennad ha pennad ar raktres statudoù kinniget gant K Braz : ezhomm a zo da labourat warnañ ha da resisaat (F Oillo) ; ret e vo krouiñ ur bodad hag a labouro war se.
Ehan kreisteiz – Pred er Carrick evit 12 ac’hanomp.
D’endervezh :
·
Kaozeadennoù hiniennel (berr, 5-10mn gant
eskemmoù war-lerc'h)
o
K Braz : krouiñ bedig un danevell evit ma
c’hellfe holl elfennoù an danevell kavout o flas ennañ, dre bouezañ war ul
lec’h dibabet aketus (traoù ha tud) hag a ro tro dre gelc’hiadoù da astenn ar
skrid war boentoù all.
o
P. Kermoal : studial, lenn hag adlenn
skrivagnerien veur hon lennegezh. Arz ar skrivañ a denn d’an doare ma vez
arveret ar c’heriaoueg. Menegiñ a ra ar roll bras eus
ar « skeudenn dibarek» hag a zo evel ur broud da skrivañ ha reiñ
dafar d’ur gevelenn. Arabat ankouaat ivez , emezi, e krou pep skrivagner e
yezh.
o
S Chedifer : he skiant-prenet skridvarnerez a-hed ar
bloavezhioù a c’hell talvezout evit liesseurtaat ar skridvarnouriezh vrezhonek.
o
M Madeg : diskouez an dibaboù liesseurt a
zo pa skriver e brezhoneg hag a zo disheñvel evit
lod diouzh ar skrivañ e galleg. A bouez eo choaz an ton skrivañ ha stourm ouzh
levezon ar galleg war ar frazennadur da skouer.
o
F Lannuzel : diazezoù an
danevellouriezh : ar stiadur, gour an danevellañ (me/te/eñ/hi), ar
c’hempouez etre an ober, ar c’hendivizoù, an deskriv, an displegañ, a zo da
vezañ mestroniet evit kaout levezon war al lenner.
o
L Fitamant : lennegezh ha radio. Pa vez aterset ur
skrivagner ez eo pouezus e c’hellfe hemañ
degas traoù hag a ya en tu all d’ar skrid, evel e vuhez, e zoare da
welout al lennegezh. (+ K Braz : ezhomm mont dreist al labour
kazetennerezh ha kinnig testennoù frammet ha gwisket ha mont estreget bedig ar radio
evit se)
o
Priz ar Vugale : Ober a ra F Chauffin istor ar prizioù
PAV ha PAY. L Lavrand a ro da c’houzout
dazont ar prizioù: PAV a zo adkemeret gant an embanner Goater ;
evit PAY, e vo skoazellet gant ar rannvro ul levr bep bloaz.
o Darempredoù gant an aozadurioù publik (GG Gwenn) : ezhomm a zo da vezañ anavezet gwelloc’h evit gellet pouezañ war politikerezh lennegel ar Rannvro, ha bezañ sur ez eo ar c’hendivizer mat a zo dirazomp.
· 16.45 : Dilennet eo burev ar gevredigezh SKRIV ! Da c'hortoz ma vo termenet ar statudoù ha savet ez-ofisiel ar gevredigezh dre un emvod sevel ez eo anvet : Prezidantez Laurence Lavrand, kensekretourien K Braz ha F Lannuzel ; teñzorerez L Fitamant.
·
Un emvod all a vo aozet a-benn nebeut, hag a
c'hello bezañ graet dre vizio.