vendredi 14 juin 2024

Rentañ-kont emvod meur diazezañ ar gevredigezh SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien vrezhonek, Karaez d'an 8 a viz Mezheven 2024


 

Bezant : Malo Bouessel du Bourg, Yvon Gourmelon, Philippe Lannuzel, Laurence Lavrand, Christian Le Bras, Paul Le Meur, Jean-Yves Mouton, Bernez Rouz.

Digarezet : Mich Beier, Sten Charbonneau, Loeiza an Duigoù, Yann-Fulub Dupuy, Laetitia Fitamant, Iwan ar Fur, Jorj Abherve Gwegen, Paskal Hervio, Erwan Hupel, Yann-Ber Kemener, Pierrette Kermoal.

D’an 8 a viz Mezheven, da 14 eur, eo bodet e Ti ar Vro Karaez emvod meur diazezerien ar gevredigezh evit sevel ar gevredigezh anvet :

SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek

An emvod meur a laka Kristian Braz da brezidant an dalc’h ha Fulup Lannuzel da sekretour an dalc’h. Degas a ra da soñj ar prezidant roll an devezh :

·        Krouidigezh ar gevredigezh hervez lezenn 1901 (breud war ar statudoù, darbenn, ha dibab an atebeien)

·        Raktres Gwalarn 2025 , penaos e c'hellfe SKRIV! kemer perzh ennañ ?

1- Statudoù ha krouidigezh ar gevredigezh

E berr gomzoù e tegas da soñj ar prezidant abegoù krouidigezh ar gevredigezh ha rentañ a ra kont eus raktres ar statudoù. Ur breud a sav neuze etre ar berzhidi war ar c’hrafoù-se. Ar c’hemmoù-mañ a zo degaset d’ar raktres diskouezet e-pad an emvod :

Mellad 2 : ouzhpennañ « et également, de promouvoir la connaissance de la littérature bretonne et la pratique de la lecture et de l'écriture littéraire auprès du public ».

Ouzhpennañ ar sez : « Ti ar Vro, 6 place des Droits de l’Homme, 29270 Carhaix-Plouguer », ha « L’adresse de gestion est située chez Christian Le Bras demeurant à 17 Keranheroff 29690 La Feuillée. »

Mellad 7 : lemel an termen « actifs ».

Mellad 10 : lakaat e 1) « Les cotisations des adhérents » ha lemel « et des cotisations » e dibenn ar frazenn.

Mellad 11 : ouzhpennañ goude « Les décisions sont prises à la majorité des voix des membres présents ou représentés » : « (un pouvoir maximum par personne présente) ».

Mellad 12 : lemel « « de la moitié plus un des membres de l’association » et lakaat en e lec’h « du conseil d’administration ». Ouzhpennañ goude extraordinaire : « composée par les membres présents ou représentés (un pouvoir maximum par personne présente) ». Lemel « ou pour des actes portant sur des immeubles. »

Mellad 13 : e-lec’h « X à Y » lakaat « 3 à 9 membres ».

Mellad 14 : lakaat en e lec’h : « Le conseil d’administration élit parmi ses membres un bureau composé du/de la président.e, secrétaire et trésorier.e. Le bureau est chargé de la mise en œuvre des décisions du CA et de l'AG. »

Mellad 18 : skarzhañ.

Goude ar breud-se ez eo degemeret ar statudoù a-unvouezh.

Divizet eo a-unvouezh krouidigezh ar gevredigezh anvet : SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek. Ar sez anezhi a zo lakaet e Ti ar Vro, 6 plasenn Gwirioù an den, 29270 Karaez ; ar chomlec’h merañ a zo Kristian Braz, 17 keranheroff 29690, Ar Fouilhez.

Prezidant an dalc’h a c’houlenn piv a venn mont da izili ar c’huzul-merañ. Degas a ra da soñj e c’hoarvez hemañ eus 3 da 9 ezel, hervez mellad 13 ar statudoù. An holl dud vezant a zo anvet evel izili ar c’huzul-merañ a-unvouezh, nemet Yvon Gourmelon ha na c’hoanta ket kemer perzh ennañ, bezet :

Malo Bouessel du Bourg

Philippe Lannuzel

Laurence Lavrand

Christian Le Bras

Paul Le Meur

Jean-Yves Mouton

Bernez Rouz

Meneget ez eus e chom daou blas da gemer c’hoazh pa c’hell bezañ 9 den er c’huzul-merañ.


Neuze e pleder gant dilenn ar burev. Goude bezañ graet tro an daoliad ez eo anvet a-unvouezh :

Prezidantez : Laurence Lavrand

Teñzorier : Kristian Braz

Sekretour : Fulup Lannuzel


Kerkent ha ma vo diskleriet ar gevredigezh er prefeti (L. Lavrand a zo e karg eus ar gasadenn diwar an teuliad aozet gant F. Lannuzel) e vo krouet ur gont vank war anv ar gevredigezh. K. Braz, teñzorier eo a zo lakaet da atebeg war se. Dastumet ez eus bet diouzhtu 70 € da voueta ar c’hef.


Un eskemm a zo ivez war an blog. Traoù a chom da wellaat c’hoazh a-zivout ar mont en-dro. Ar pal eo krouiñ ur gwir lec’hienn. Ur galv a vo graet d’an holl evit sikour da sevel unan a-zoare.


A-hend-all e veneg Y. Gourmelon e vez roet da bep skrivagner gant an embanner un nebeud skouerennoù evit netra. Ar re-se, pe ul lodenn anezho, a c’hellfe bezañ roet d’ar gevredigezh evit sevel un doare « levraoueg ». Ur mennozh all a vefe derc’hel ur stand en anv SKRIV! e saloñs Karaez, digarez da vezañ anavezet ha dreist-holl da werzhañ al levrioù-se ha dastum arc’hant da lakaat er c’hef. Kinniget ez eus ez afe L. Lavrand e darempred gant Charly Grall evit se.

 

2- Raktres Gwalarn 2025

B. Rouz a ra un diverrañ eus an obererezh lusket diwar an dafar dastumet en-dro da zielloù Youenn Drezen. Aozet e vo un darvoud a-zivout Gwalarn da-geñver kant vloaz krouidigezh ar gelaouenn e 1925. Un diskouezadeg a vo e miz Meurzh 2025 gant levraoueg Kemper, ha « rakstalioù » gant danvez Gwalarn (dielloù diseurt, skeudennoù, traezoù, skridoù…) a vo lakaet da dreiñ e Tiez ar Vro e Breizh. Ar pezh a glasker ober eo diskouez an traoù war un ton bras, ha neket traouigoù evel ma’z eo bet graet evit Ar Seiz Breur. Pouezañ a ra war an ezhomm da dennañ kentel eus Gwalarn, ha neket hepken da lidañ an tremened. Alese ar ret ma’z eo brudañ « dazont » al lennegezh vrezhonek. Setu perak e vez anvet Spered Gwalarn 2025. Anat eo neuze en deus SKRIV ! ur roll da c’hoari aze.

Roet eo ar gomz d’an dud da reiñ o ali war ar c’hinnig-se.

K. Braz a ra anv eus an enrolladennoù radio bet graet gantañ diwar skridoù Hemon hag Abeozen, hag a c’hellfe bezañ implijet da-geñver an darvoud-se. Kinnig a ra ma ve aozet un seurt « kevezadeg » evit treiñ e brezhoneg Manifesto Gwalarn skrivet e galleg. Menegiñ a ra ivez ur genskrivadeg danevelloù doare Gwalarn hag un torkad danevelloù a ve troet e galleg.

Diwar se e sav ur c’hendiviz founnus etre ar berzhidi. F. Lannuzel a veneg un danevell verr skouerius gant Roparz Hemon, « An toueller », tennet eus Kleier eured ; K. Braz, war un ton hiroc’h, « An alouber » ; Y. Gourmelon, « Plad-nij Marijan », « Ar c’harr-nezañ », e-barzh Ho kervel a rin en noz. Unan bennak a verk avat e ve gwelloc’h kaout un torkad liesseurtoc’h gant holl skrivagnerien Gwalarn (Abeozen, Jakez Riou, Meavenn…).

Hervez K. Braz, a zo bet e festival ar Gouelan Masklet e Penmarc’h nevez ‘zo, ez eus ur goulenn evit skridoù diyezhek a-berzh lod lennerien (deskerien, tud en oad diaes ganto al lenn brezhonek…). An dalc’h eo termenañ piv a embannfe ar skridoù-se ? An Alarc’h pe Ar Falz ? F. Lannuzel a lavar ez eus bet unan gant Al Liamm (Danevelloù divyezhek, 2002, 272p.). Mat e ve gouzout ha berzh he deus graet an arnodadenn-se.

E-touez ar berzhidi ez eo prest Malo, Laurence, Bernez, Kristian, Yvon da gemer perzh er raktres-se. Mat e ve goulenn ivez ha ne ve ket deuriet Pierrette gant ar raktres-se. A-fet gwirioù ne seblant ket e savfe kudenn, met dav e vo mont e darempred gant ar gevredigezh Eñvor Roparz Hemon evelato.

Tremen a reer neuze d’an eil raktres, an torkad danevelloù doare Gwalarn. Hervez F. Lannuzel e ve dedennus sevel danevelloù « melezour » d’ar pezh a oa bet skrivet neuze. Da skouer, e « Kleier eured », e kaver un deskriv teñval a-walc’h eus tud ha traoù Brest ; perak ne vefe graet ivez un dra peuzheñvel met diwar-bouez ar vuhez a vremañ ? Reoù all a gav gwelloc’h e ve digoroc’h ar sell : kement tra a vo mat gant ma vo ul liamm bennak gant ur skrid gwalarnek. Menegiñ a ra Y. Gourmelon ul luadenn a welfe a-walc’h diwar Itron Varia Garmez : Paol Tirili o kejañ gant Raskolnikov deuet da vreizh goude Dispac’h Rusia… Goude ar breud ez eus divizet mont diouzh ur sell ledan gant ul liammig ouzh Gwalarn memes tra. Ur rakskrid hollek a c’hello bezañ savet evit kinnig an torkad-se.

Ar pal eo embann an torkadoù-se, anezho div antologiezhoù, a-benn saloñs Karaez 2025. Goulennet e vo d’an holl izili ober kinnigoù, ha kas anezho da F. Lannuzel a greizenno anezho. An dibab diwezhañ a vezo graet gant ar c’huzul-merañ.

Goulenn a ra B. Rouz ha lezet e vo ur plas d’ar varzhoniezh. Bez’ ez eus bet graet traoù c’hoazh gant P. Kermoal da skouer.  Soñjal a reer e barzhonegoù hir evel « Pirc’hirin ar mor », pe « Nozvezh Arkuz e beg an enezenn », pe traoù all. Ret eo sachañ evezh an-unan n’eo ket an treiñ barzhonegoù un dra gwall aes.

Erfin e veneg B. Rouz ar filmoù a c’hello bezañ diskouezet da-geñver saloñs Karaez 2025 : Al Laer Avel, Embanner al Ludu, poltredoù skrivagnerien evel Roparz Hemon  pe Youenn Drezen. Evel ma weler ez eo un darvoud bras a-zivout Gwalarn, peadra da reiñ c’hoant d’ar re youanank da gas pelloc’h an erv.

Evit diverrañ setu ar c’hinnigoù a zo bet graet hiziv evit  Spered Gwalarn 2025 :

·         Kevezadeg treiñ e galleg Manifesto Gwalarn

·         Antologiezh divyezhek danevelloù Gwalarn

·         Antologiezh danevelloù brezhonek diwar spered Gwalarn

·         Enrolladennoù oberoù ‘zo eus Gwalarn

Divizet ez eus bet ivez aozañ un emvod eus ar c’huzul-merañ d’ar Sadorn 28 a viz Gwengolo 2024 da 14 eur dre vizio, hag un emvod meur da-geñver saloñs Karaez d’ar 26/27 a viz Here 2024.

 

D’an 12 06 2024, ar sekretour : Fulup Lannuzel