jeudi 14 août 2025

 

Rentañ-kont emvod dre vizio kuzul-merañ SKRIV !

d’ar Sadorn 2 a viz Eost 2025 da 14 eur 00

Izili bezant : Fulup Lannuzel, Malo Bouëssel du Bourg, Kristian Braz, Bernez Rouz, Paol ar Meur

Izili digarezet : Laurence Lavrand, Jakez-Erwan Mouton

Pemp kraf a oa war ar roll :

  1. Raktres antologiezh divyezhek danevelloù Gwalarn - stad an traoù
  2. Kinnig raktres  « Lennegezh evit ar yaouankiz »
  3. Raktres SKRIV ! evit Redadeg 2026
  4. Deiziadiñ an emvod-meur
  5. Adlañsañ ar blog

Kavet e vo amañ un diverrañ eus ar breud gant an divizoù bet kemeret.

1.      Raktres antologiezh divyezhek danevelloù Gwalarn - stad an traoù

Moullet eo bet al levr. Tennet ez eus bet 400 skouerenn anezhañ. Prest e oa evit Gouel Broadel ar Brezhoneg ha KEAV. Roet e oa 40 skouerenn da Fulup Lannuzel e GBB. Ingalet ez eus bet  2 skouerenn da bep troer ; chom a ra neuze 22 skouerenn gant SKRIV!. An dalc’h eo bremañ gouzout penaos e vo tu da vrudañ al levr.

Ret e vo goulenn digant Jerom Olivry ha kaset ez eus bet skouerennoù d’ar gazetennerien. Hervez Bernez Rouz e vo diaes brudañ al levr er-maez eus ar metoù brezhonek. Marteze en Télégramme, Armen, Bretons, Le Peuple Breton. Soñjal a ra Kristian Braz ez eo d’an embanner da blediñ gant ar bruderezh-se, ha da SKRIV! da sikour evel-just. Fulup Lannuzel a lavar en deus savet ur pennad evit an niverenn da zont eus Bremañ, ha graet ur pennad-kaoz gant Manu Mehu en RBI er sizhun tremen.

Kristian Braz a ginnig e ve klasket gwerzhañ ar skouerennoù a chom ganeomp. Bernez Rouz a lavar e ve mat tennet gounid eus an diskouezadeg Kant Vloaz Gwalarn hag a zo o treiñ dre Vreizh a-bezh evit se. E c’hellfed gwerzhañ skouerennoù e-ser ar prezegennoù a vez graet neuze. E Kemper, d’an 13 a viz Gwengolo e vo unan,  unan all e miz Du e Bro-Dreger hag ivez e Karaez, e saloñs al levrioù.

A-hend-all e vo un abadenn war Gwalarn e saloñs al levrioù e Karaez gant Erwan Hupel, met ret e vo kaout tud all, un den eus SKRIV! en o zouez, evel ma’z eus bet e GBB. Un doare e vo da reiñ brud d’ hor c’hevredigezh ivez.

Petra ober gant ar skouerennoù a zo gant FL avat ? Koustus-bras e vefe o c’has dre ar post. Fulup Lannuzel a ginnig un doare « trok ». Goulenn digant Al Liamm (Tudual Huon a zo o chom e Kemper) pourchas 22 skouerenn da v-Bernez Rouz, ha Fulup Lannuzel a restaolfe ar skouerennoù a zo gantañ da Al Liamm da vare saloñs Karaez.

Goulenn a ra Fulup Lannuzel ha raktresoù all a ve en-dro da g- Kant Vloaz Gwalarn :

 Kristian Braz a raio ur pennad-koaz en Arvorig-fm diwar-benn an antologiezh e-kerzh an hañv. Menegiñ a ra Bernez Rouz e vo embannet gant An Alarc’h niverenn diembann Gwalarn (n. 166) aozet gant Roparz Hemon  e 1944. Bez’ e vo ivez adembannidigezh Geotenn ar Werc’hez gant Jakez Riou en ur stumm divyezhek, brezhoneg/iwerzhoneg, gant Al Liamm. Bez ‘ ez eus ivez oberoù klok Jakez Kerrien, met ne vo ket prest evit saloñs Karaez avat. Erfin e vo gouestlet da w-Gwalarn niverenn an hañv ar gelaouenn Al Liamm.

  1. Kinnig raktres  « Lennegezh evit ar yaouankiz »

Kristian Braz a zispleg an darempredoù en deus skoulmet gant La Baie des Livres Montroulez hag a aozo ur foar al levrioù evit ar re yaouank  d’an 21/22/23 a viz Du 2025. Un daol-grenn e brezhoneg a vo gant SKRIV !/KLT/BDL da-geñver ar foar-se. Jubennet e vo e galleg gant Sten Charbonneau. Graet e vo ur c’houlennaoueg evit gouzout pere eo ar c‘hoantoù hag an ezhommoù e-touez ar re yaouank hag ar vistri-skol (a-benn kreiz miz Gwengolo). Ur skolaer hag ur c’henner skolaj a zo o kenlabourat gant Kristian Braz, hag ivez Gwenola Coïc (Strollad HEKLEV ; gwelout al lec’hienn gaer aozet ganto). Mar gra berzh an abadenn, e soñjer lañsañ ur genskrivadeg skridoù evit ar re yaouank ha prizioù da vont ganti.

Fulup Lannuzel a ra anv eus ar c’hudennadur en deus savet war ar perag hag ar penaos eus seurt lennegezh. Pouezañ a ra war ar rummadoù oad diseurt a zo : bugale vihan, kennarded, kennarded vras, disheñvel an ezhommoù ganto. Anat eo da skouer ne vez krouet hogozik netra evit ar re etre 3 ha 7 vloaz e brezhoneg ; n’eus nemet troidigezhioù. Paol ar Meur a lavar en deus savet skridoù evit ar re yaouank, met barnet  int bet evel skridoù evit an dud deuet kentoc’h.

Kristian Braz a resisa ez eo arabat kaout re a dud war al leurenn. Un animatour (KB), ur skrivagner pe zaou, un embanner, un treser a ve dereat.

An holl a gav mat-tre ar mennozh-se. Hervez Bernez Rouz avat eo ret diwall rak re a genstrivadegoù ha prizioù a vez, kement-se o tisteraat ster ar prizioù a-benn ar fin.

Kristian Braz a resisa n’eo ket skridoù savet gant ar re yaouank ez eus anv anezho, met eus skrivagnerien a skriv evit ar re yaouank. Dibabet e ve daou pe dri anezho e pep rummad oad hag e ve klasket mont pelloc’h ha stummañ anezho a-hed ar bloaz. Sevel a raio un tamm skrid evit displegañ ar raktres, hag a vo kaset da izili ar c’huzul-merañ dindan dek devezh.

  1. Raktres SKRIV ! evit Redadeg 2026

Fulup Lannuzel a c’houlenn ha bez ‘ ez eo ar raktres-se a ve kinniget evit bezañ arc’hantaouet gant Ar Redadeg 2026 ?

Respont a ra kristian Braz ez eo se a zo e kont. Malo Bouëssel du Bourg  a soñj dezhañ ez eo mat-kaer ar raktres-se hag e c’hellfe bezañ degeremeret gant Ar Redadeg gant ma vo termenet resis an hentenn, an ezhommoù pleustrek, an dasparzh anezho, al lec’h ma vo ar stummadur (…). Fulup Lannuzel  a veneg tem ar redadeg : Bevañ, bodañ, bezañ, triskell gerioù redadeg 2026. Ne zlefe ket bezañ diaes klenkañ ar raktres ennañ. An termen lakaet evit kas ar raktresoù a zo an 30 a viz Gwengolo ; chom a ra neuze daou viz da sevel hon hini.

Kristian Braz a soñj dezhañ ez eo a bouez liammañ ar raktres ouzh ar genskrivadeg hag ar stummañ a vo graet a-hed ar bloaz. Evit al lec’h e vo gwelet gant BDL pe KLT.

Mat e ve da izili SKRIV! en em soñjal a-raok sevel ar goulenn d’ar Redadeg : piv vefe prest da gregiñ e-barzh/da zegas e/he varregezh ?

 

  1. Deiziadiñ an emvod-meur

A-du emañ an holl evit ma ve graet an emvod-meur e Karaez da-geñver saloñs al levrioù e fin miz Here. Bernez a yelo e darempred gant aozerien ar festival evit resisaat an deiz hag an eur (a priori e ve d’ar Sul vintin 26 a viz Here). Kerkent ha ma vo gouezet e vo kaset keloù da izili SKRIV !.

 

  1. Adlañsañ ar blog

Santet e vez an ezhomm da nevesaat ar blog. Hervez Kristian Braz  e ve ur mab da Fanny Chauffin barrek diouzh se. Ouzhpenn-se ez eo Fanny ezelez eus hor c’hevredigezh ha kemer a raio perzh en abadenn  Montroulez. Dav e vo mont e darempred ganto evit luskañ an nevesaat-se.

Un dra a-bouez eo kaout ur media eskemm ha kelaouiñ a-zoare. Goulenn a reer ivez digant pep ezel eus SKRIV! klask hag anavezout a rafe un den gouest war an dachenn-se.

 

Rentañ-kont savet gant Fulup Lannuzel

Sekretour SKRIV! d’ar 4 a viz Eost 2025