Kemer a reomp tro eus abadenn Digoradur bloavezh Gwalarn*
a vo graet e ti SKED, 201, straed Jean-Jaurès, Brest, evit kouviañ ac’hanoc’h da gemer perzh
e :
Emvod SKRIV ! Emglev ar
Skrivagnerien Vrezhonek
d’ar Sadorn 1añ a viz Meurzh 2025 e ti SKED Brest da 10 eur 15
Daoù graf a vo gwelet e-pad an emvod-se. Da gentañ e
vo klasket tennañ kentel eus al labour renet evit sevel antologiezh
divyezhek danevelloù Gwalarn , ul labour renet asambles abaoe ouzhpenn tri
miz a-benn bremañ. Digor eo d’an
izili**, peurgetket d’an holl droerien o deus roet o amzer hag o gouiziegezh
d’ar mell labour-se. Talvezout a ra ar boan eskemm kenetrezomp evit nad afe ket
ar striv-se da goll hag evit ma c’hellfe chom bev ha ledet ar skiant-prenet-se.
Da c’houde e klaskimp
divrazañ
raktresoù SKRIV ! evit 2025 (dalc’hioù stummañ en o zouez). Merzet hon eus ez eo
dibaot ar merc’hed hag ar re yaouank en hon touez. Dav e ve kas an traoù
war-raok evit tizhout ur c’hempouez gwelloc’h. Ha poent eo sevel ur programm
evit reiñ korf d’ar raktresoù diniver a oa bet graet anv anezho en hon emvodoù
kent.
An amzeriadur a roomp amañ dindan a zo kement ha reiñ da
c’houzout. Ar pal eo kaout divizoù founnus etrezomp
10 eur 15 Degemer
an dud
10 eur 30 1.
Eskemm etre an droerien (60’)
Goulennet e vo digant an
droerien lavarout, e berr gomzoù, penaos o deus kaset da benn al labour treiñ : diaesterioù,
diskoulmoù, mont-dont gant ar reizherien, skiant-prenet… Lusket e vo ar gaoz gant K. Braz hag
a raio anv ivez eus teir zroidigezh disheñvel eus ar memes pennad (berr) gant
Stevenson (e galleg) a-raok treiñ anezhañ asambles e brezhoneg.
11 eur 30 3. Eskemm diwar-benn program ar
bloavezh 2025 (60 ‘)
Ezhomm a zo da resisaat linennoù-stur
SKRIV ! evit 2025, peseurt obererezh a fell dimp kas da benn, evel an
dalc’hioù stummañ a zo bet
meneget c‘hoazh, hag a chom da resisaat ken e-keñvet stumm ken e-keñver danvez.
Lusket e vo ar gaoz gant F. Lannuzel
12 eur 30 Kinnig a reomp d’ar re o devo c’hoant ur
predig yen war al lec’h (paeet gant SKRIV !)
*Digoret e vo diskouezadeg Gwalarn da ziv eur goude
merenn, al lid digeriñ da deir eur, ha goude un daol
grenn gant Erwan Hupel, Tristan Loarer, Pierrette Kermoal, Tudual Huon.
** Ha d’ar re a zo prest da emezelañ da-geñver an emvod.