Rentañ-kont emvod dre vizio kuzul merañ SKRIV !
d’ar Sadorn
28 a viz Gwengolo 2024 da 14 eur 00
Izili bezant : Fulup Lannuzel, Malo Bouëssel du Bourg,
Kristian Braz, Jakez-Erwan Mouton, Bernez Rouz
Ezelez digarezet : Laurence Lavrant
Kendivizoù founnus a zo bet etre an dud. Ne restomp amañ nemet an divizoù a zo bet kemeret da heul ar breud-se.
·
Follenn
emezellañ : adober anezhi gant un tu ma vo dipleget gwelloc’h
abegoù ha pal SKRIV ! Un torkad anezho a vo lakaet e stand Kuzul ar
Brezhoneg e Karaez da-geñver Gouel al levrioù (kas keloù da KAB a-raok, FL)
·
Niver
an izili (paeet ganto o skodenn) : bez’ ez eus 17 den o deus paaet. Ret eo soñjal ez omp bet e darempred gant 40 den. Neuze
e chom labour d’ober da duta muioc’h,
tud yaouank dreist-holl. Klasket e vo ober e Karaez. Er c’hef ez eus bremañ 210
€. K Braz a zegas da soñj e c’hell an izili implij an arc’hant-se evit
kefridioù hag a dennfe da vont en-dro SKRIV !
·
Raktres
Gwalarn : kinnig a ra an izili bezant mont e darempred adalek bremañ gant
tri zi-embann, Al Liamm, Al Lanv, An Alarc’h, evit goulenn diganto ha
prest e vefent da embann an antologiezh diyezhek (F Lannuzel a gaso ur postel
dezho), kuit a resisaat an traoù ganto e Karaez. B Rouz en deus savet ur roll klok
eus danevelloù Gwalarn. Ennañ e c’hello an holl izili dibab
testennoù a yelo da glokaat ar roll a zo bet savet c’hoazh.
Kinniget ez eus lakaat ivez manifesto
Gwalarn brezhonek-gallek e-barzh hag ur rakstrid a c’hellfe bezañ savet gant
Erwan Hupel. Ret e vo frammañ al labour e doare ma vo prest an antologiezh evit
an embanner a-benn Mae-Mezheven 2025.
·
Raktres
Gwalarn : ur breud a zo evit gouzout peseurt bodad barn sevel evit frammañ
ar raktres. Divizet ez eus reiñ d’ ar c’huzul merañ ar roll-se. Ouzhpennet e vo
tud all diouzh ret, evel Erwan Hupel hag un den eus an ti-embann dibabet. E vo
gellet mont en-dro gant ur stroll bihanoc’h eget ar c’huzul merañ, mar bez
kavet spletus ur wech sklaeraet an traoù.
·
Bruderezh :
kemer tro eus Gouel al levrioù evit brudañ ar gevredigezh ha kejañ gant ar
muiañ a dud a c’heller. Evit se e vo klasket en em vodañ eno evit komz eus hon
oberezh dre vras. B Rouz a yelo e darempred gant Charlie Grall evit gouzout
peseurt deiz hag eur eo ar gwellañ (e sal ar restaorant er-maez eus ar predoù
pe er sal sinema…). Ur wech gouezet e kaso F Lannuzel keloù d’an holl dud ez
omp bet e darempredet ganto, dezho da gemer perzh en emvod-se. Ar gaoz a vo
lakaet war an eil antologiezh a oa bet meneget diagent (skridoù a vremañ e
doare Gwalarn), rak chomet omp boud war se.
·
Stummadur :
anv a oa bet ivez da gas war-raok abadennoù stummañ met n’omp ket aet pelloc’h.
Ar c’hraf-se a vo gellet resisaat e Karaez ivez, evit gouzout pere eo ar c’hoantoù,
an ezhommoù hag ar dafar prest pe dambrest war an afer.