Diouzh disoc'hoù ar framadate e vo dalc'het hon eil emvod d'ar Sadorn 8 a viz Mezheven e Ti ar Vro Karaez, 6 plasenn Gwirioù an den/ place des droits de l'Homme:
- Degemer adalek 13 eur 30:
- Krog e vo an emvod da 14 eur 00
Roll an devezh:
- Statudoù ar gevredigezh hervez lezenn 1901* (kendiviz war an danvez, darbenn, ha dibab an atebeien**)
- Raktres Gwalarn, penaos e c'hellfe SKRIV! kemer perzh ennañ ?
Gourc'hemennoù a greiz kalon d'an holl,
Kristian Braz
Fulup Lannuzel
* Kavet vo testenn ar c'hinnig statudoù er pennad dindan.
** FL ha KB zo kontant da genderc’hel gant al labour sekretourva boulc’het ganto ; mat e vefe gouzout dija hag-eñ e vefe prest hini pe hini ac’hanoc’h da sammañ atebegezioù all.