vendredi 22 décembre 2023

En em vodañ : perak 'ta ?

 SKRIV ! (gant pik estlamm, mar plij !) rak c'hoant hon eus e vefe c'hoazh tu da gontañ ar bed dre ar brezhoneg. Ar pezh a dalv skrivañ muioc'h, ha gwelloc'h dreist-holl, evit ma vefe desachet al lennerien. Ha lakaat speredoù ha mennozhioù da ribotat… Evit se e ranker reiñ tro d'ar skrivagnerien (pe skriverien, pe danvez skrivagnerien) d’en em varrekaat war o micher ha gwellaat o stad war ar memes tro. Klask a raimp ivez bezañ anavezet gwelloc’h gant an diavaez, en ur reiñ muioc’h a bouez d’hor goulennoù.

Setu perak hon eus lañset ar galv « Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek ». Anat deoc'h, ne vo tu ebet da vont war-raok hep kenlabour an niver brasañ ac'hanoc'h ha ma ne vez ket lakaet war wel GANEOMP un nebeud palioù resis hag an doare da gas anezho da benn vat  : (en em) stummañ ? Daremprediñ gwelloc'h an aozadurioù ofisiel ? Skoazell d'ar skrivañ ? Liammoù gant an embannerien, ar mediaoù ? Sachañ skrivagnerien yaouank ? Lennadennoù publik, chomadennoù skrivañ, ha kement zo…

Ret e vefe neuze d'ar re a fell dezho kas ar preder war-raok lavarout sklaer pere eo an obererezhioù poellek a soñj dezho e vefe ret-groñs kas war-raok war dachenn al lennegezh. Ha menegiñ peseurt barregezhioù a vefent prest da bourchas evit mad an holl.